Matthieu 24
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, e ziskibien a dostaas outañ, evit diskouez dezhañ savadurioù bras an templ.
1耶稣出了 圣 殿,正走的时候,门徒进前来,把殿宇指给他看。
2Met eñ a lavaras dezho: Ha gwelout a rit an holl draoù-se? Me en lavar deoc'h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret.
2耶稣对他们说:「你们不是看见这殿宇吗?我实在告诉你们,将来在这里没有一块石头留在石头上,不被拆毁了。」
3Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ, a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?
3耶稣在 橄榄山 上坐着,门徒暗暗地来说:「请告诉我们,什么时候有这些事?你降临和世界的末了有什么预兆呢?」
4Jezuz a respontas dezho: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.
4耶稣回答说:「你们要谨慎,免得有人迷惑你们。
5Rak meur a hini a zeuio dindan va anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tromplint kalz a dud.
5因为将来有好些人冒我的名来,说:『我是基督』,并且要迷惑许多人。
6Klevout a reot komz eus brezelioù, ha brud eus brezelioù, lakait evezh na vefec'h spontet; rak ret eo e teufe an traoù-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.
6你们也要听见打仗和打仗的风声,总不要惊慌;因为 这些事 是必须有的,只是末期还没有到。
7Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; hag e vo e meur a lec'h, naonegezhioù, [bosennoù] ha krenoù-douar;
7民要攻打民,国要攻打国;多处必有饥荒、地震。
8an traoù-mañ ne vo nemet ar penn-kentañ eus ar gloazioù.
8这都是灾难的起头。
9Neuze e roint ac'hanoc'h evit bezañ poaniet, hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl bobloù, abalamour da'm anv.
9那时,人要把你们陷在患难里,也要杀害你们;你们又要为我的名被万民恨恶。
10Neuze ivez, meur a hini a gouezho, en em drubardo, hag en em gasaio an eil egile.
10那时,必有许多人跌倒,也要彼此陷害,彼此恨恶;
11Kalz a fals-profeded a savo, hag a dromplo kalz a dud.
11且有好些假先知起来,迷惑多人。
12Dre ma vo kresket an direizhder, karantez meur a hini a yenaio.
12只因不法的事增多,许多人的爱心才渐渐冷淡了。
13Met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.
13惟有忍耐到底的,必然得救。
14An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh, evit reiñ testeni d'an holl bobloù; neuze e teuio ar fin.
14这天国的福音要传遍天下,对万民作见证,然后末期才来到。」
15Dre-se, pa welot an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h santel (ra gompreno an neb a lenn),
15「你们看见先知 但以理 所说的『那行毁坏可憎的』站在圣地(读 这经 的人须要会意)。
16neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù,
16那时,在 犹太 的,应当逃到山上;
17an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket da gemer ar pezh a zo en e di,
17在房上的,不要下来拿家里的东西;
18hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell.
18在田里的,也不要回去取衣裳。
19Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se!
19当那些日子,怀孕的和奶孩子的有祸了。
20Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv, nag e deiz ar sabad.
20你们应当祈求,叫你们逃走的时候,不遇见冬天或是安息日。
21Rak bez' e vo neuze ur glac'har ken bras, evel n'eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken.
21因为那时必有大灾难,从世界的起头直到如今,没有这样的灾难,后来也必没有。
22Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet.
22若不减少那日子,凡有血气的总没有一个得救的;只是为选民,那日子必减少了。
23Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket.
23那时,若有人对你们说:『基督在这里』,或说:『基督在那里』,你们不要信!
24Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.
24因为假基督、假先知将要起来,显大神迹、大奇事,倘若能行,连选民也就迷惑了。
25Setu, em eus e lavaret deoc'h a-raok.
25看哪,我预先告诉你们了。
26Mar lavarer eta deoc'h: Setu, emañ el lec'h distro, n'it ket; setu, emañ er c'hambroù, na gredit ket.
26若有人对你们说:『看哪,基督在旷野里』,你们不要出去! 或说 :『看哪,基督在内屋中』,你们不要信!
27Rak, evel ma teu al luc'hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c'huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.
27闪电从东边发出,直照到西边。人子降临也要这样。
28E pep lec'h bennak ma vo ar c'horf marv, eno en em zastumo an erered.
28尸首在哪里,鹰也必聚在那里。」
29Raktal goude an deizioù a c'hlac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
29「那些日子的灾难一过去, 日头就变黑了, 月亮也不放光, 众星要从天上坠落, 天势都要震动。
30Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo en ur skeiñ war boull o c'halon, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv, gant ur galloud hag ur gloar bras;
30那时,人子的兆头要显在天上,地上的万族都要哀哭。他们要看见人子,有能力,有大荣耀,驾着天上的云降临。
31Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus, da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn eus an neñv betek ur penn all.
31他要差遣使者,用号筒的大声,将他的选民,从四方,从天这边到天那边,都招聚了来。」
32Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, ec'h anavezit eo tost an hañv;
32「你们可以从无花果树学个比方:当树枝发嫩长叶的时候,你们就知道夏天近了。
33evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor.
33这样,你们看见这一切的事,也该知道人子近了,正在门口了。
34Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
34我实在告诉你们,这世代还没有过去,这些事都要成就。
35An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.
35天地要废去,我的话却不能废去。」
36Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag aeled an neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.
36「但那日子,那时辰,没有人知道,连天上的使者也不知道,子也不知道,惟独父知道。
37Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den;
37挪亚 的日子怎样,人子降临也要怎样。
38rak en deizioù a-raok an dour-beuz, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a zimeze o bugale, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h,
38当洪水以前的日子,人照常吃喝嫁娶,直到 挪亚 进方舟的那日;
39hag ne ouezjont netra ken a zeuas an dour-beuz d'o c'has holl gantañ; evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den.
39不知不觉洪水来了,把他们全都冲去。人子降临也要这样。
40Neuze, e vo daou zen en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet,
40那时,两个人在田里,取去一个,撇下一个。
41e vo div wreg o valañ en ur vilin, unan a vo kemeret hag eben lezet.
41两个女人推磨,取去一个,撇下一个。
42Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou.
42所以,你们要警醒,因为不知道你们的主是哪一天来到。
43Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
43家主若知道几更天有贼来,就必警醒,不容人挖透房屋;这是你们所知道的。
44Dre-se, c'hwi ivez, en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.
44所以,你们也要预备,因为你们想不到的时候,人子就来了。」
45Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud, evit reiñ dezho boued en amzer dereat?
45「谁是忠心有见识的仆人,为主人所派,管理家里的人,按时分粮给他们呢?
46Eürus ar mevel-se, pa zeuio en-dro e aotrou, mar bez kavet gantañ oc'h ober evel-se!
46主人来到,看见他这样行,那仆人就有福了。
47Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaat a raio war e holl vadoù.
47我实在告诉你们,主人要派他管理一切所有的。
48Met, mar deo drouk ar mevel-se, ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro,
48倘若那恶仆心里说:『我的主人必来得迟』,
49ha ma teu da skeiñ gant e genseurted, ha da zebriñ ha da evañ gant ar vezvierien,
49就动手打他的同伴,又和酒醉的人一同吃喝。
50aotrou ar mevel-se a zeuio d'an deiz na c'hortozo ket ha d'an eur ne ouezo ket,
50在想不到的日子,不知道的时辰,那仆人的主人要来,
51hag e tispenno anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed; eno eo, e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
51重重地处治他,定他和假冒为善的人同罪;在那里必要哀哭切齿了。」
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.