Matthieu 15
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz, hag a lavaras dezhañ:
1那时,有法利赛人和文士从 耶路撒冷 来见耶稣,说:
2Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.
2「你的门徒为什么犯古人的遗传呢?因为吃饭的时候,他们不洗手。」
3Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant ho hengoun?
3耶稣回答说:「你们为什么因着你们的遗传犯 神的诫命呢?
4Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv;
4神说:『当孝敬父母』;又说:『咒骂父母的,必治死他。』
5met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof da Zoue,
5你们倒说:『无论何人对父母说:我所当奉给你的已经作了供献,
6n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra ger Doue gant ho hengoun.
6他就可以不孝敬父母。』这就是你们借着遗传,废了 神的诫命。
7Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret:
7假冒为善的人哪, 以赛亚 指着你们说的预言是不错的。他说:
8Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant he muzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin.
8这百姓用嘴唇尊敬我, 心却远离我;
9Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, pa zeskont kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.
9他们将人的吩咐当作道理教导人, 所以拜我也是枉然。」
10Neuze, o vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit, ha komprenit.
10耶稣就叫了众人来,对他们说:「你们要听,也要明白。
11N'eo ket ar pezh a ya er genou a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou eo, a hudura an den.
11入口的不能污秽人,出口的乃能污秽人。」
12Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ?
12当时,门徒进前来对他说:「法利赛人听见这话,不服,你知道吗?」
13Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.
13耶稣回答说:「凡栽种的物,若不是我天父栽种的,必要拔出来。
14Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull.
14任凭他们吧!他们是瞎眼领路的;若是瞎子领瞎子,两个人都要掉在坑里。」
15Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se.
15彼得 对耶稣说:「请将这比喻讲给我们听。」
16Ha Jezuz a lavaras: C'hwi ivez, bez' oc'h c'hoazh hep skiant?
16耶稣说:「你们到如今还不明白吗?
17Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genou, a ziskenn er c'hof, hag a vez taolet el lec'h distro?
17岂不知凡入口的,是运到肚子里,又落在茅厕里吗?
18Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou, a zeu eus ar galon; ha se eo ar pezh a hudura an den.
18惟独出口的,是从心里发出来的,这才污秽人。
19Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, al lazherezhioù, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
19因为从心里发出来的,有恶念、凶杀、奸淫、苟合、偷盗、妄证、谤 。
20Setu aze an traoù a hudura an den; met debriñ hep bezañ gwalc'het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den.
20这都是污秽人的;至于不洗手吃饭,那却不污秽人。」
21Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.
21耶稣离开那里,退到 泰尔 、 西顿 的境内去。
22Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias, o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall-boaniet gant an diaoul.
22有一个 迦南 妇人,从那地方出来,喊着说:「主啊, 大卫 的子孙,可怜我!我女儿被鬼附得甚苦。」
23Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h.
23耶稣却一言不答。门徒进前来,求他说:「这妇人在我们后头喊叫,请打发她走吧。」
24Respont a reas hag e lavaras: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.
24耶稣说:「我奉差遣不过是到 以色列 家迷失的羊那里去。」
25Met hi a zeuas, hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon!
25那妇人来拜他,说:「主啊,帮助我!」
26Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.
26他回答说:「不好拿儿女的饼丢给狗吃。」
27Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù.
27妇人说:「主啊,不错;但是狗也吃它主人桌子上掉下来的碎渣儿。」
28Neuze Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Hag en eur-se memes, he merc'h a voe yac'haet.
28耶稣说:「妇人,你的信心是大的!照你所要的,给你成全了吧。」从那时候,她女儿就好了。
29Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno.
29耶稣离开那地方,来到靠近 加利利 的海边,就上山坐下。
30Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet, ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh e dreid; eñ o yac'haas,
30有许多人到他那里,带着瘸子、瞎子、哑巴、有残疾的,和好些别的病人,都放在他脚前;他就治好了他们。
31en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout, ar re vac'hagnet yac'haet; hag e roent gloar da Zoue Israel.
31甚至众人都希奇;因为看见哑巴说话,残疾的痊愈,瘸子行走,瞎子看见,他们就归荣耀给 以色列 的 神。
32Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
32耶稣叫门徒来,说:「我怜悯这众人;因为他们同我在这里已经三天,也没有吃的了。我不愿意叫他们饿着回去,恐怕在路上困乏。」
33An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout, el lec'h distro-mañ, bara a-walc'h da bredañ kement a dud.
33门徒说:「我们在这野地,哪里有这么多的饼叫这许多人吃饱呢?」
34Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeut peskedigoù.
34耶稣说:「你们有多少饼?」他们说:「有七个,还有几条小鱼。」
35Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar;
35他就吩咐众人坐在地上,
36hag o vezañ kemeret ar seizh bara hag ar pesked, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien, hag e ziskibien o roas d'ar bobl.
36拿着这七个饼和几条鱼,祝谢了,擘开,递给门徒;门徒又递给众人。
37Hag e tebrjont holl, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
37众人都吃,并且吃饱了,收拾剩下的零碎,装满了七个筐子。
38Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.
38吃的人,除了妇女孩子,共有四千。
39Goude bezañ kaset kuit ar bobl, e pignas er vag, hag e teuas da vro Magadan.
39耶稣叫众人散去,就上船,来到 马加丹 的境界。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.