Matthieu 7
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Na varnit ket, evit na viot ket barnet;
1「你们不要论断人,免得你们被论断。
2rak barnet e viot hervez m'ho po barnet, hag hervez ar muzul a vuzuliot, e vo muzuliet deoc'h.
2因为你们怎样论断人,也必怎样被论断;你们用什么量器量给人,也必用什么量器量给你们。
3Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?
3为什么看见你弟兄眼中有刺,却不想自己眼中有梁木呢?
4Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa'z ac'h eus un treust ez hini?
4你自己眼中有梁木,怎能对你弟兄说:『容我去掉你眼中的刺』呢?
5Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.
5你这假冒为善的人!先去掉自己眼中的梁木,然后才能看得清楚,去掉你弟兄眼中的刺。
6Na roit ket an traoù santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h.
6不要把圣物给狗,也不要把你们的珍珠丢在猪前,恐怕它践踏了珍珠,转过来咬你们。」
7Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h.
7「你们祈求,就给你们;寻找,就寻见;叩门,就给你们开门。
8Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
8因为凡祈求的,就得着;寻找的,就寻见;叩门的,就给他开门。
9Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara?
9你们中间谁有儿子求饼,反给他石头呢?
10Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer?
10求鱼,反给他蛇呢?
11Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ!
11你们虽然不好,尚且知道拿好东西给儿女,何况你们在天上的父,岂不更把好东西给求他的人吗?
12Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho; rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
12所以,无论何事,你们愿意人怎样待你们,你们也要怎样待人,因为这就是律法和先知 的道理 。」
13It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno;
13「你们要进窄门。因为引到灭亡,那门是宽的,路是大的,进去的人也多;
14met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.
14引到 永 生,那门是窄的,路是小的,找着的人也少。」
15Diwallit diouzh ar fals-profeded, a zeu d'ho kavout gwisket e deñved, hag a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.
15「你们要防备假先知。他们到你们这里来,外面披着羊皮,里面却是残暴的狼。
16O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern, pe fiez diwar askol?
16凭着他们的果子,就可以认出他们来。荆棘上岂能摘葡萄呢?蒺藜里岂能摘无花果呢?
17Evel-se, pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, ha pep gwezenn fall a zoug frouezh fall.
17这样,凡好树都结好果子,惟独坏树结坏果子。
18Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat.
18好树不能结坏果子;坏树不能结好果子。
19Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan.
19凡不结好果子的树就砍下来,丢在火里。
20O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.
20所以,凭着他们的果子就可以认出他们来。」
21Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
21「凡称呼我『主啊,主啊』的人不能都进天国;惟独遵行我天父旨意的人才能进去。
22Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
22当那日必有许多人对我说:『主啊,主啊,我们不是奉你的名传道,奉你的名赶鬼,奉你的名行许多异能吗?』
23Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez.
23我就明明地告诉他们说:『我从来不认识你们,你们这些作恶的人,离开我去吧!』」
24An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h.
24「所以,凡听见我这话就去行的,好比一个聪明人,把房子盖在磐石上;
25Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h.
25雨淋,水冲,风吹,撞着那房子,房子总不倒塌,因为根基立在磐石上。
26Met an hini a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, ha ne sent ket outo, a zo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.
26凡听见我这话不去行的,好比一个无知的人,把房子盖在沙土上;
27Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar.
27雨淋,水冲,风吹,撞着那房子,房子就倒塌了,并且倒塌得很大。」
28P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh,
28耶稣讲完了这些话,众人都希奇他的教训;
29rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha neket evel ar skribed.
29因为他教训他们,正像有权柄的人,不像他们的文士。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.