Matthieu 4
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.
1当时,耶稣被 圣 灵引到旷野,受魔鬼的试探。
2Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon.
2他禁食四十昼夜,后来就饿了。
3An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.
3那试探人的进前来,对他说:「你若是 神的儿子,可以吩咐这些石头变成食物。」
4Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue.
4耶稣却回答说:「 经上 记着说: 人活着,不是单靠食物, 乃是靠 神口里所出的一切话。」
5Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ,
5魔鬼就带他进了圣城,叫他站在殿顶上,
6hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
6对他说:「你若是 神的儿子,可以跳下去,因为 经上 记着说: 主要为你吩咐他的使者 用手托着你, 免得你的脚碰在石头上。」
7Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.
7耶稣对他说:「 经上 又记着说:『不可试探主—你的 神。』」
8An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,
8魔鬼又带他上了一座最高的山,将世上的万国与万国的荣华都指给他看,
9hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ.
9对他说:「你若俯伏拜我,我就把这一切都赐给你。」
10Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ.
10耶稣说:「撒但,退去吧!因为 经上 记着说: 当拜主—你的 神, 单要事奉他。」
11Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.
11于是,魔鬼离了耶稣,有天使来伺候他。
12Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.
12耶稣听见 约翰 下了监,就退到 加利利 去;
13O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali,
13后又离开 拿撒勒 ,往 迦百农 去,就住在那里。那地方靠海,在 西布伦 和 拿弗他利 的边界上。
14evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:
14这是要应验先知 以赛亚 的话,
15Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed,
15说: 西布伦 地, 拿弗他利 地, 就是沿海的路, 约旦河 外, 外邦人的 加利利 地—
16ar bobl a oa azezet en deñvalijenn, he deus gwelet ur sklêrijenn vras; hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.
16那坐在黑暗里的百姓看见了大光; 坐在死荫之地的人有光发现照着他们。
17Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
17从那时候,耶稣就传起道来,说:「天国近了,你们应当悔改!」
18Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
18耶稣在 加利利海 边行走,看见弟兄二人,就是那称呼 彼得 的 西门 和他兄弟 安得烈 ,在海里撒网;他们本是打鱼的。
19Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.
19耶稣对他们说:「来跟从我,我要叫你们得人如得鱼一样。」
20Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
20他们就立刻舍了网,跟从了他。
21Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
21从那里往前走,又看见弟兄二人,就是 西庇太 的儿子 雅各 和他兄弟 约翰 ,同他们的父亲 西庇太 在船上补网,耶稣就招呼他们,
22Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.
22他们立刻舍了船,别了父亲,跟从了耶稣。
23Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.
23耶稣走遍 加利利 ,在各会堂里教训人,传天国的福音,医治百姓各样的病症。
24Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho.
24他的名声就传遍了 叙利亚 。那里的人把一切害病的,就是害各样疾病、各样疼痛的和被鬼附的、癫痫的、瘫痪的,都带了来,耶稣就治好了他们。
25Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.
25当下,有许多人从 加利利 、 低加坡里 、 耶路撒冷 、 犹太 、 约旦河 外来跟着他。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.