Matthieu 9
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Neuze, o vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor, hag e teuas en e gêr.
1耶稣上了船,渡过 海 ,来到自己的城里。
2Ha setu e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
2有人用褥子抬着一个瘫子到耶稣跟前来。耶稣见他们的信心,就对瘫子说:「小子,放心吧!你的罪赦了。」
3Neuze ur re eus ar skribed a soñje en o c'halonoù: Hemañ a wallgomz.
3有几个文士心里说:「这个人说僭妄的话了。」
4Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
4耶稣知道他们的心意,就说:「你们为什么心里怀着恶念呢?
5Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale?
5或说『你的罪赦了』,或说『你起来行走』,哪一样容易呢?
6Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.
6但要叫你们知道,人子在地上有赦罪的权柄」;就对瘫子说:「起来!拿你的褥子回家去吧。」
7Hag e savas, hag ez eas d'e di.
7那人就起来,回家去了。
8Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet, hag a roas gloar da Zoue m'en devoa roet un hevelep galloud d'an dud.
8众人看见都惊奇,就归荣耀与 神,因为他将这样的权柄赐给人。
9Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
9耶稣从那里往前走,看见一个人名叫 马太 ,坐在税关上,就对他说:「你跟从我来。」他就起来跟从了耶稣。
10Jezuz o vezañ ouzh taol en ti, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien.
10耶稣在屋里坐席的时候,有好些税吏和罪人来,与耶稣和他的门徒一同坐席。
11Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
11法利赛人看见,就对耶稣的门徒说:「你们的先生为什么和税吏并罪人一同吃饭呢?」
12Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
12耶稣听见,就说:「康健的人用不着医生,有病的人才用得着。
13Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
13经上说 :『我喜爱怜恤,不喜爱祭祀。』这句话的意思,你们且去揣摩。我来本不是召义人,乃是召罪人。」
14Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
14那时, 约翰 的门徒来见耶稣,说:「我们和法利赛人常常禁食,你的门徒倒不禁食,这是为什么呢?」
15Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.
15耶稣对他们说:「新郎和陪伴之人同在的时候,陪伴之人岂能哀恸呢?但日子将到,新郎要离开他们,那时候他们就要禁食。
16Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad, hag ar rog a vefe brasoc'h.
16没有人把新布补在旧衣服上;因为所补上的反带坏了那衣服,破的就更大了。
17Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.
17也没有人把新酒装在旧皮袋里;若是这样,皮袋就裂开,酒漏出来,连皮袋也坏了。惟独把新酒装在新皮袋里,两样就都保全了。」
18Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel; met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo
18耶稣说这话的时候,有一个管 会堂的 来拜他,说:「我女儿刚才死了,求你去按手在她身上,她就必活了。」
19Jezuz a savas, hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien.
19耶稣便起来跟着他去;门徒也跟了去。
20Setu ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad.
20有一个女人,患了十二年的血漏,来到耶稣背后,摸他的衣裳 子;
21Rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
21因为她心里说:「我只摸他的衣裳,就必痊愈。」
22Jezuz, o vezañ distroet, hag o sellout outi, a lavaras: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal ar wreg a voe yac'haet, adalek an eur-se.
22耶稣转过来,看见她,就说:「女儿,放心!你的信救了你。」从那时候,女人就痊愈了。
23Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn, ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz,
23耶稣到了管 会堂 的家里,看见有吹手,又有许多人乱嚷,
24e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank-mañ n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a rae goap outañ
24就说:「退去吧!这闺女不是死了,是睡着了。」他们就嗤笑他。
25Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank, hag hi a savas.
25众人既被撵出,耶稣就进去,拉着闺女的手,闺女便起来了。
26Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro.
26于是这风声传遍了那地方。
27Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
27耶稣从那里往前走,有两个瞎子跟着他,喊叫说:「 大卫 的子孙,可怜我们吧!」
28Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
28耶稣进了房子,瞎子就来到他跟前。耶稣说:「你们信我能做这事吗?」他们说:「主啊,我们信。」
29Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz.
29耶稣就摸他们的眼睛,说:「照着你们的信给你们成全了吧。」
30Hag o daoulagad a voe digoret; Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
30他们的眼睛就开了。耶稣切切地嘱咐他们说:「你们要小心,不可叫人知道。」
31Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro.
31他们出去,竟把他的名声传遍了那地方。
32Evel ma'z aent kuit, setu e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul.
32他们出去的时候,有人将鬼所附的一个哑巴带到耶稣跟前来。
33Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.
33鬼被赶出去,哑巴就说出话来。众人都希奇,说:「在 以色列 中,从来没有见过这样的事。」
34Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien.
34法利赛人却说:「他是靠着鬼王赶鬼。」
35Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.
35耶稣走遍各城各乡,在会堂里教训人,宣讲天国的福音,又医治各样的病症。
36O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep pastor.
36他看见许多的人,就怜悯他们;因为他们困苦流离,如同羊没有牧人一般。
37Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien.
37于是对门徒说:「要收的庄稼多,做工的人少。
38Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
38所以,你们当求庄稼的主打发工人出去收他的庄稼。」
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.