Matthieu 20
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den penn-tiegezh a yeas er-maez beure mat, da c'hoprañ labourerien evit e winieg.
1「因为天国好像家主清早去雇人进他的葡萄园做工,
2Ober a reas marc'had ganto eus un diner dre zevezh, hag o c'hasas d'e winieg.
2和工人讲定一天一钱银子,就打发他们进葡萄园去。
3Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur, hag e welas re all a oa war ar blasenn, hep ober netra.
3约在巳初出去,看见市上还有闲站的人,
4Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh. Hag ez ejont.
4就对他们说:『你们也进葡萄园去,所当给的,我必给你们。』他们也进去了。
5Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas ar memes tra.
5约在午正和申初又出去,也是这样行。
6O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour war ar blasenn, hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?
6约在酉初出去,看见还有人站在那里,就问他们说:『你们为什么整天在这里闲站呢?』
7Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh.
7他们说:『因为没有人雇我们。』他说:『你们也进葡萄园去。』
8Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ.
8到了晚上,园主对管事的说:『叫工人都来,给他们工钱,从后来的起,到先来的为止。
9Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o devoe pep a ziner.
9约在酉初雇的人来了,各人得了一钱银子。
10Ar re gentañ a soñje dezho o divije ouzhpenn; met pep a ziner a resevas ivez ar re-mañ.
10及至那先雇的来了,他们以为必要多得;谁知也是各得一钱。
11Ouzh e gemer, e c'hrozmolent a-enep ar penn-tiegezh,
11他们得了,就埋怨家主说:
12o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.
12『我们整天劳苦受热,那后来的只做了一小时,你竟叫他们和我们一样吗?』
13Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit; ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner?
13家主回答其中的一人说:『朋友,我不亏负你,你与我讲定的不是一钱银子吗?
14Kemer eta ar pezh a zo dit, ha kae kuit; c'hoantaat a ran reiñ d'an hini diwezhañ-mañ kement ha dit.
14拿你的走吧!我给那后来的和给你一样,这是我愿意的。
15Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat?
15我的东西难道不可随我的意思用吗?因为我作好人,你就红了眼吗?』
16Evel-se, ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. [Rak kalz a zo galvet, met nebeud a zo dibabet.]
16这样,那在后的,将要在前;在前的,将要在后了。」
17E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl, hag e lavaras dezho en hent:
17耶稣上 耶路撒冷 去的时候,在路上把十二个门徒带到一边,对他们说:
18Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv,
18「看哪,我们上 耶路撒冷 去,人子要被交给祭司长和文士。他们要定他死罪,
19hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed, evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ, hag e groazstagañ, met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
19又交给外邦人,将他戏弄,鞭打,钉在十字架上;第三日他要复活。」
20Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas ouzh Jezuz [gant he mibien], hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ.
20那时, 西庇太 儿子的母亲同她两个儿子上前来拜耶稣,求他一件事。
21Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Gra, emezi, ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
21耶稣说:「你要什么呢?」她说:「愿你叫我这两个儿子在你国里,一个坐在你右边,一个坐在你左边。」
22Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ [ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti]? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell.
22耶稣回答说:「你们不知道所求的是什么;我将要喝的杯,你们能喝吗?」他们说:「我们能。」
23Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf [hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti]; met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad.
23耶稣说:「我所喝的杯,你们必要喝;只是坐在我的左右,不是我可以赐的,乃是我父为谁预备的,就赐给谁。」
24An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur.
24那十个门徒听见,就恼怒他们弟兄二人。
25Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoù ar pobloù a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
25耶稣叫了他们来,说:「你们知道外邦人有君王为主治理他们,有大臣操权管束他们。
26Ne vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer.
26只是在你们中间,不可这样;你们中间谁愿为大,就必作你们的用人;
27Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho mevel.
27谁愿为首,就必作你们的仆人。
28Evel-se eo deuet Mab an den, neket evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
28正如人子来,不是要受人的服事,乃是要服事人,并且要舍命,作多人的赎价。」
29Pa'z ejont kuit eus Jeriko, ez eas kalz a dud war e lerc'h.
29他们出 耶利哥 的时候,有极多的人跟随他。
30Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont: Aotrou, Mab David, az pez truez ouzhimp!
30有两个瞎子坐在路旁,听说是耶稣经过,就喊着说:「主啊, 大卫 的子孙,可怜我们吧!」
31Ar bobl o gourdrouze, evit ober dezho tevel; met int a grie kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhimp!
31众人责备他们,不许他们作声;他们却越发喊着说:「主啊, 大卫 的子孙,可怜我们吧!」
32Jezuz, o chom a sav, o galvas, hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
32耶稣就站住,叫他们来,说:「要我为你们做什么?」
33Hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad.
33他们说:「主啊,要我们的眼睛能看见!」
34O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad, ha raktal e kavjont ar gweled, hag e heuilhjont anezhañ.
34耶稣就动了慈心,把他们的眼睛一摸,他们立刻看见,就跟从了耶稣。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.