路加福音 22
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1除酵節(又名逾越 節 )近了。
1Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae.
2祭司長和文士想法子怎麼才能殺害耶穌,是因他們懼怕百姓。
2Ar veleien vras hag ar skribed a glaske penaos e c'helljent lakaat Jezuz d'ar marv; rak doujañ a raent ar bobl.
3這時,撒但入了那稱為 加略 人 猶大 的心;他本是十二門徒裏的一個。
3Met Satan a yeas e Judaz, lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek;
4他去和祭司長並守殿官商量,怎麼可以把耶穌交給他們。
4hag ez eas, hag e komzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded, diwar an doare ma en lakaje etre o daouarn.
5他們歡喜,就約定給他銀子。
5Laouen e voent a gement-se, hag e tivizjont reiñ arc'hant dezhañ.
6他應允了,就找機會,要趁眾人不在跟前的時候把耶穌交給他們。
6Eñ a roas e c'her, hag e klaske an tu dereat evit e reiñ dezho hep ma ouije ar bobl.
7除酵 節 ,須宰逾越 羊羔 的那一天到了。
7Koulskoude, deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzhañ ar Pask,
8耶穌打發 彼得 、 約翰 ,說:「你們去為我們預備逾越 節的筵席 ,好叫我們吃。」
8ha Jezuz a gasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da fichañ deomp ar Pask, evit ma tebrimp anezhañ.
9他們問他說:「要我們在哪裏預備?」
9Int a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e fichfemp anezhañ?
10耶穌說:「你們進了城,必有人拿着一瓶水迎面而來,你們就跟着他,到他所進的房子裏去,
10Eñ a lavaras dezho: Pa'z eot e kêr, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour; heuilhit-eñ en ti ma'z aio ennañ,
11對那家的主人說:『夫子說:客房在哪裏?我與門徒好在那裏吃逾越 節的筵席 。』
11ha lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h emañ al lec'h ma tebrin ennañ ar Pask gant va diskibien?
12他必指給你們擺設整齊的一間大樓,你們就在那裏預備。」
12Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha kempennet; fichit eno ar Pask.
13他們去了,所遇見的正如耶穌所說的;他們就預備了逾越 節的筵席 。
13Int eta o vezañ aet kuit, a gavas an traoù evel m'en devoa lavaret dezho, hag e fichjont ar Pask.
14時候到了,耶穌坐席,使徒也和他同坐。
14Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol, hag an daouzek abostol a oa gantañ.
15耶穌對他們說:「我很願意在受害以先和你們吃這逾越 節的筵席 。
15Hag e lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h, a-raok ma c'houzañvin.
16我告訴你們,我不 再 吃 這筵席 ,直到成就在上帝的國裏。」
16Rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhañ, betek e vo graet e rouantelezh Doue.
17耶穌接過杯來,祝謝了,說:「你們拿這個,大家分着喝。
17Hag o vezañ kemeret an hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc'h.
18我告訴你們,從今以後,我不再喝這葡萄汁,直等上帝的國來到。」
18Rak me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar gwini, ken na vo deuet rouantelezh Doue.
19又拿起餅來,祝謝了,就擘開,遞給他們,說:「這是我的身體,為你們捨的,你們也應當如此行,為的是記念我。」
19Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Hemañ eo va c'horf, an hini a zo roet evidoc'h; grit kement-mañ en eñvor ac'hanon.
20飯後也照樣拿起杯來,說:「這杯是用我血所立的新約,是為你們流出來的。
20En hevelep doare, goude bezañ koaniet, e roas dezho an hanaf, o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, an hini a zo skuilhet evidoc'h.
21看哪, 那賣我之人的手與我一同在桌子上。
21Met setu, dorn an hini am gwerzh a zo ouzh an daol-mañ ganin.
22人子固然要照所預定的去世,但賣人子的人有禍了!」
22Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra, evel ma'z eo merket; met gwalleur d'an den ma'z eo gwerzhet drezañ!
23他們就彼此對問,是哪一個要做這事。
23Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.
24門徒起了爭論,他們中間哪一個可算為大。
24Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ.
25耶穌說:「外邦人有君王為主治理他們,那掌權管他們的稱為恩主。
25Met eñ a lavaras dezho: Rouaned ar bobloù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.
26但你們不可這樣;你們裏頭為大的,倒要像年幼的,為首領的,倒要像服事人的。
26Met c'hwi, na rit ket evel-se; ra vo ar brasañ en ho touez evel ar bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
27是誰為大?是坐席的呢?是服事人的呢?不是坐席的大嗎?然而,我在你們中間如同服事人的。
27Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol, pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Ha koulskoude me a zo en ho touez evel an hini a servij.
28我在磨煉之中,常和我同在的就是你們。
28C'hwi eo ar re a zo chomet ganin em amprouadurioù,
29我將國賜給你們,正如我父賜給我一樣,
29ha me a reizh deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad reizhet din,
30叫你們在我國裏,坐在我的席上吃喝,並且坐在寶座上,審判 以色列 十二個支派。」
30evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh, ha ma viot azezet war dronioù, o varn daouzek meuriad Israel.
31主又說 :「 西門 ! 西門 !撒但想要得着你們,好篩你們像篩麥子一樣;
31An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.
32但我已經為你祈求,叫你不至於失了信心。你回頭以後,要堅固你的弟兄。」
32Met pedet em eus evidout evit na zesfailho ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
33彼得 說:「主啊,我就是同你下監,同你受死,也是甘心!」
33Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit, ha d'ar prizon ha d'ar marv.
34耶穌說:「 彼得 ,我告訴你,今日雞還沒有叫,你要三次說不認得我。」
34Met Jezuz a lavaras dezhañ: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv, na'z po nac'het teir gwech d'anavezout ac'hanon.
35耶穌又對他們說:「我差你們出去的時候,沒有錢囊,沒有口袋,沒有鞋,你們缺少甚麼沒有?」他們說:「沒有。」
35Neuze e lavaras dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h, hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a respontas: Netra.
36耶穌說:「但如今有錢囊的可以帶着,有口袋的也可以帶着,沒有刀的要賣衣服買刀。
36Met bremañ, emezañ, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, hag en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; hag an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell ha preno unan.
37我告訴你們, 經上 寫着說:『他被列在罪犯之中。』這話必應驗在我身上,因為那關係我的事必然成就。」
37Rak me a lavar deoc'h, eo ret c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet bezañ peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.
38他們說:「主啊,請看!這裏有兩把刀。」耶穌說:「夠了。」
38Hag e lavarjont: Aotrou, setu daou gleze. Eñ a lavaras dezho: A-walc'h eo.
39耶穌出來,照常往 橄欖山 去,門徒也跟隨他。
39Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a yeas, hervez e c'hiz, da Venez an Olived, hag e ziskibien a heulias anezhañ.
40到了那地方,就對他們說:「你們要禱告,免得入了迷惑。」
40Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
41於是離開他們約有扔一塊石頭那麼遠,跪下禱告,
41Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen, hag, o taoulinañ, e pede,
42說:「父啊!你若願意,就把這杯撤去;然而,不要成就我的意思,只要成就你的意思。」
42o lavarout: Tad, mar fell dit pellaat an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.
43有一位天使從天上顯現,加添他的力量。
43Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat.
44耶穌極其傷痛,禱告更加懇切,汗珠如大血點滴在地上。
44Gwasket gant an anken, e pede kalz startoc'h; hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad, hag a gouezhe war an douar.
45禱告完了,就起來,到門徒那裏,見他們因為憂愁都睡着了,
45O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien, met o c'havas kousket gant an dristidigezh,
46就對他們說:「你們為甚麼睡覺呢?起來禱告,免得入了迷惑!」
46hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
47說話之間,來了許多人。那十二個門徒裏名叫 猶大 的,走在前頭,就近耶穌,要與他親嘴。
47Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho; hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
48耶穌對他說:「 猶大 !你用親嘴 的暗號 賣人子嗎?」
48Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, gwerzhañ a rez Mab an den dre ur pok?
49左右的人見光景不好,就說:「主啊!我們拿刀砍可以不可以?」
49Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze?
50內中有一個人把大祭司的僕人砍了一刀,削掉了他的右耳。
50Hag unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou.
51耶穌說:「到了這個地步,由他們吧!」就摸那人的耳朵,把他治好了。
51Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Paouezit! Hag o vezañ stoket ouzh skouarn ar servijer, e yac'haas anezhañ.
52耶穌對那些來拿他的祭司長和守殿官並長老說:「你們帶着刀棒出來拿我,如同拿強盜嗎?
52Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ, ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer.
53我天天同你們在殿裏,你們不下手拿我。現在卻是你們的時候,黑暗掌權了。」
53Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur, ha galloud an deñvalijenn.
54他們拿住耶穌,把他帶到大祭司的宅裏。 彼得 遠遠地跟着。
54Neuze e krogjont ennañ, hag e kasjont anezhañ da di ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.
55他們在院子裏生了火,一同坐着; 彼得 也坐在他們中間。
55Pa o devoe enaouet tan e-kreiz ar porzh, ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez.
56有一個使女看見 彼得 坐在 火 光裏,就定睛看他,說:「這個人素來也是同那人一夥的。」
56Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gant an den-se.
57彼得 卻不承認,說:「女子,我不認得他。」
57Met eñ a zinac'has Jezuz, o lavarout: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ.
58過了不多的時候,又有一個人看見他,說:「你也是他們一黨的。」 彼得 說:「你這個人!我不是。」
58Un nebeut goude, unan all, o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: O den, ned on ket.
59約過了一小時,又有一個人極力地說:「他實在是同那人一夥的,因為他也是 加利利 人。」
59War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo ivez.
60彼得 說:「你這個人!我不曉得你說的是甚麼!」正說話之間,雞就叫了。
60Met Pêr a lavaras: O den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas.
61主轉過身來看 彼得 , 彼得 便想起主對他所說的話:「今日雞叫以先,你要三次不認我。」
61An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr; ha Pêr en devoe soñj eus komz an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech.
62他就出去痛哭。
62Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.
63看守耶穌的人戲弄他,打他,
63Neuze an dud a zalc'he Jezuz, a rae goap anezhañ, hag a skoe warnañ.
64又蒙着他的眼,問他說:「你是先知,告訴我們打你的是誰?」
64O vezañ e vouchet, e skoent war e zremm, hag e c'houlennent outañ: Divin piv eo an hini en deus da skoet.
65他們還用許多別的話辱罵他。
65Hag e lavarent kalz a draoù a-enep dezhañ, en ur zroukkomz en e enep.
66天一亮,民間的眾長老連祭司長帶文士都聚會, 把耶穌帶到他們的公會裏,
66Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin;
67說:「你若是基督,就告訴我們。」耶穌說:「我若告訴你們,你們也不信;
67lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,
68我若問你們,你們也不回答。
68ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont].
69從今以後,人子要坐在上帝權能的右邊。」
69Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.
70他們都說:「這樣,你是上帝的兒子嗎?」耶穌說:「你們所說的是。」
70Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? Eñ a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on.
71他們說:「何必再用見證呢?他親口所說的,我們都親自聽見了。」
71Neuze e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni, pa'z eo gwir hon eus e glevet eus e c'henou?
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.