馬太福音 1
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1亞伯拉罕 的後裔, 大衛 的子孫,耶穌基督的家譜:
1Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.
2亞伯拉罕 生 以撒 ; 以撒 生 雅各 ; 雅各 生 猶大 和他的弟兄;
2Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur.
3猶大 從 她瑪 氏生 法勒斯 和 謝拉 ; 法勒斯 生 希斯崙 ; 希斯崙 生 亞蘭 ;
3Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.
4亞蘭 生 亞米拿達 ; 亞米拿達 生 拿順 ; 拿順 生 撒門 ;
4Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.
5撒門 從 喇合 氏生 波阿斯 ; 波阿斯 從 路得 氏生 俄備得 ; 俄備得 生 耶西 ;
5Salmon, eus Rahab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Rut, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.
6耶西 生 大衛 王。 大衛 從 烏利亞 的妻子生 所羅門 ;
6Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri.
7所羅門 生 羅波安 ; 羅波安 生 亞比雅 ; 亞比雅 生 亞撒 ;
7Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.
8亞撒 生 約沙法 ; 約沙法 生 約蘭 ; 約蘭 生 烏西雅 ;
8Asa a voe tad da Jozafat. Jozafat a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.
9烏西雅 生 約坦 ; 約坦 生 亞哈斯 ; 亞哈斯 生 希西家 ;
9Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia.
10希西家 生 瑪拿西 ; 瑪拿西 生 亞們 ; 亞們 生 約西亞 ;
10Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.
11百姓被遷到 巴比倫 的時候, 約西亞 生 耶哥尼雅 和他的弟兄。
11Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon.
12遷到 巴比倫 之後, 耶哥尼雅 生 撒拉鐵 ; 撒拉鐵 生 所羅巴伯 ;
12Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.
13所羅巴伯 生 亞比玉 ; 亞比玉 生 以利亞敬 ; 以利亞敬 生 亞所 ;
13Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.
14亞所 生 撒督 ; 撒督 生 亞金 ; 亞金 生 以律 ;
14Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud.
15以律 生 以利亞撒 ; 以利亞撒 生 馬但 ; 馬但 生 雅各 ;
15Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Vatan a voe tad da Jakob.
16雅各 生 約瑟 ,就是 馬利亞 的丈夫。那稱為基督的耶穌是從 馬利亞 生的。
16Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.
17這樣,從 亞伯拉罕 到 大衛 共有十四代;從 大衛 到遷至 巴比倫 的時候也有十四代;從遷至 巴比倫 的時候到基督又有十四代。
17Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.
18耶穌基督降生的事記在下面:他母親 馬利亞 已經許配了 約瑟 ,還沒有迎娶, 馬利亞 就從聖靈懷了孕。
18Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
19她丈夫 約瑟 是個義人,不願意明明地羞辱她,想要暗暗地把她休了。
19Jozef, he fried, a oa un den reizh ha ne felle ket dezhañ he mezhekaat; c'hoantaat a reas he c'has kuit e-kuzh.
20正思念這事的時候,有主的使者向他夢中顯現, 說 :「 大衛 的子孫 約瑟 ,不要怕!只管娶過你的妻子 馬利亞 來,因她所懷的孕是從聖靈來的。
20Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
21她將要生一個兒子,你要給他起名叫耶穌,因他要將自己的百姓從罪惡裏救出來。」
21hag e c'hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec'hedoù.
22這一切的事成就是要應驗主藉先知所說的話,
22Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed:
23說: 必有童女懷孕生子; 人要稱他的名為 以馬內利 。 ( 以馬內利 翻出來就是「上帝與我們同在」。)
23Setu, ar werc'hez a vo brazez, hag a c'hano ur mab a vo galvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
24約瑟 醒了,起來,就遵着主使者的吩咐把妻子娶過來;
24Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en devoa ael an Aotrou gourc'hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
25只是沒有和她同房,等她生了兒子,就給他起名叫耶穌。
25Hogen n'anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab [kentañ-ganet], hag e roas dezhañ Jezuz da anv.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.