馬太福音 21
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶穌和門徒將近 耶路撒冷 ,到了 伯法其 ,在 橄欖山 那裏。
1Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
2耶穌就打發兩個門徒,對他們說:「你們往對面村子裏去,必看見一匹驢拴在那裏,還有驢駒同在一處;你們解開,牽到我這裏來。
2o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti; distagit int, ha degasit int din.
3若有人對你們說甚麼,你們就說:『主要用牠。』那人必立時讓你們牽來。
3Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.
4這事成就是要應驗先知的話,說:
4Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed:
5要對 錫安 的居民說: 看哪,你的王來到你這裏, 是溫柔的,又騎着驢, 就是騎着驢駒子。」
5Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster, ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
6門徒就照耶穌所吩咐的去行,
6An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho.
7牽了驢和驢駒來,把自己的衣服搭在上面,耶穌就騎上。
7Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezhañ azezañ warno.
8眾人多半把衣服鋪在路上;還有人砍下樹枝來鋪在路上。
8An darn vuiañ eus an dud a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù gwez, hag a c'holoas ganto an hent.
9前行後隨的眾人喊着說: 和散那歸於 大衛 的子孫! 奉主名來的是應當稱頌的! 高高在上和散那!
9Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie Jezuz, a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet!
10耶穌既進了 耶路撒冷 ,合城都驚動了,說:「這是誰?」
10Pa voe aet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ?
11眾人說:「這是 加利利 拿撒勒 的先知耶穌。」
11Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.
12耶穌進了上帝的殿,趕出殿裏一切做買賣的人,推倒兌換銀錢之人的桌子,和賣鴿子之人的凳子,
12Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ; hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant, ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed.
13對他們說:「 經上 記着說: 我的殿必稱為禱告的殿, 你們倒使它成為賊窩了。」
13Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
14在殿裏有瞎子、瘸子到耶穌跟前,他就治好了他們。
14Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas.
15祭司長和文士看見耶穌所行的奇事,又見小孩子在殿裏喊着說:「和散那歸於 大衛 的子孫!」就甚惱怒,
15Met ar veleien vras hag ar skribed, droug enno o welout ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ: Hozanna da Vab David,
16對他說:「這些人所說的,你聽見了嗎?」耶穌說:「是的。 經上 說『你從嬰孩和吃奶的口中完全了讚美』的話,你們沒有念過嗎?」
16a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzoù-mañ: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn?
17於是離開他們,出城到 伯大尼 去,在那裏住宿。
17Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr, evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz.
18早晨回城的時候,他餓了,
18Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en devoe naon.
19看見路旁有一棵無花果樹,就走到跟前,在樹上找不着甚麼,不過有葉子,就對樹說:「從今以後,你永不結果子。」那無花果樹就立刻枯乾了。
19O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has.
20門徒看見了,便希奇說:「無花果樹怎麼立刻枯乾了呢?」
20An diskibien a welas kement-se, hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal?
21耶穌回答說:「我實在告訴你們,你們若有信心,不疑惑,不但能行無花果樹上所行的事,就是對這座山說:『你挪開此地,投在海裏!』也必成就。
21Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
22你們禱告,無論求甚麼,只要信,就必得着。」
22Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h.
23耶穌進了殿,正教訓人的時候,祭司長和民間的長老來問他說:「你仗着甚麼權柄做這些事?給你這權柄的是誰呢?」
23Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
24耶穌回答說:「我也要問你們一句話,你們若告訴我,我就告訴你們我仗着甚麼權柄做這些事。
24Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
25約翰 的洗禮是從哪裏來的?是從天上來的?是從人間來的呢?」他們彼此商議說:「我們若說『從天上來』,他必對我們說:『這樣,你們為甚麼不信他呢?』
25Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
26若說『從人間來』,我們又怕百姓,因為他們都以 約翰 為先知。」
26Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
27於是回答耶穌說:「我們不知道。」耶穌說:「我也不告訴你們我仗着甚麼權柄做這些事。」
27Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
28又說:「一個人有兩個兒子。他來對大兒子說:『我兒,你今天到葡萄園裏去做工。』
28Petra a soñjit? Un den en devoa daou vab; o vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.
29他回答說:『我不去』,以後自己懊悔,就去了。
29Eñ a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ, hag ez eas.
30又來對小兒子也是這樣說。他回答說:『父啊,我去』,他卻不去。
30Dont a reas ivez etrezek egile, hag e lavaras dezhañ ar memes tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou; met ne deas ket.
31你們想,這兩個兒子是哪一個遵行父命呢?」他們說:「大兒子。」耶穌說:「我實在告訴你們,稅吏和娼妓倒比你們先進上帝的國。
31Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue.
32因為 約翰 遵着義路到你們這裏來,你們卻不信他;稅吏和娼妓倒信他。你們看見了,後來還是不懊悔去信他。」
32Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ.
33「你們再聽一個比喻:有個家主栽了一個葡萄園,周圍圈上籬笆,裏面挖了一個壓酒池,蓋了一座樓,租給園戶,就往外國去了。
33Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.
34收果子的時候近了,就打發僕人到園戶那裏去收果子。
34Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien, evit resev frouezh e winieg.
35園戶拿住僕人,打了一個,殺了一個,用石頭打死一個。
35Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile, hag a veinatas an trede.
36主人又打發別的僕人去,比先前更多;園戶還是照樣待他們。
36Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho ar memes tra.
37後來打發他的兒子到他們那裏去, 意思 說:『他們必尊敬我的兒子。』
37Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab.
38不料,園戶看見他兒子,就彼此說:『這是承受產業的。來吧,我們殺他,佔他的產業!』
38Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp eñ, ha kemeromp e heritaj.
39他們就拿住他,推出葡萄園外,殺了。
39Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg, hag en lazhjont.
40園主來的時候要怎樣處治這些園戶呢?」
40Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se?
41他們說:「要下毒手除滅那些惡人,將葡萄園另租給那按着時候交果子的園戶。」
41Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se, hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer.
42耶穌說:「 經上寫着 : 匠人所棄的石頭 已作了房角的頭塊石頭。 這是主所做的, 在我們眼中看為希奇。 這經你們沒有念過嗎?
42Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn. Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?
43所以我告訴你們,上帝的國必從你們奪去,賜給那能結果子的百姓。
43Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h, ha roet d'ur bobl a roio ar frouezh anezhi.
44誰掉在這石頭上,必要跌碎;這石頭掉在誰的身上,就要把誰砸得稀爛。」
44An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ.
45祭司長和法利賽人聽見他的比喻,就看出他是指着他們說的。
45Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e oa anezho eo e komze Jezuz,
46他們想要捉拿他,只是怕眾人,因為眾人以他為先知。
46hag e klaskjont kregiñ ennañ, met aon o devoa rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.