馬太福音 13
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1當那一天,耶穌從房子裏出來,坐在海邊。
1An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.
2有許多人到他那裏聚集,他只得上船坐下,眾人都站在岸上。
2Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas; an holl bobl a chomas war an aod.
3他用比喻對他們講許多道理,說:「有一個撒種的出去撒種;
3Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù, hag e lavaras:
4撒的時候,有落在路旁的,飛鳥來吃盡了;
4Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ; hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
5有落在土淺石頭地上的,土既不深,發苗最快,
5Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar;
6日頭出來一曬,因為沒有根,就枯乾了;
6met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
7有落在荊棘裏的,荊棘長起來,把它擠住了;
7Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas.
8又有落在好土裏的,就結實,有一百倍的,有六十倍的,有三十倍的。
8Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont.
9有耳 可聽 的,就應當聽!」
9Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
10門徒進前來,問耶穌說:「對眾人講話,為甚麼用比喻呢?」
10E ziskibien a dostaas, hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù?
11耶穌回答說:「因為天國的奧祕只叫你們知道,不叫他們知道。
11Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho.
12凡有的,還要加給他,叫他有餘;凡沒有的,連他所有的,也要奪去。
12Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
13所以我用比喻對他們講,是因他們看也看不見,聽也聽不見,也不明白。
13Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket, hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket.
14在他們身上,正應了 以賽亞 的預言,說: 你們聽是要聽見,卻不明白; 看是要看見,卻不曉得;
14Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket.
15因為這百姓油蒙了心, 耳朵發沉, 眼睛閉着, 恐怕眼睛看見, 耳朵聽見, 心裏明白,回轉過來, 我就醫治他們。
15Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik; pounnerglevet o deus o divskouarn, ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, ha na yac'hafen anezho.
16「但你們的眼睛是有福的,因為看見了;你們的耳朵也是有福的,因為聽見了。
16Eürus eo ho taoulagad, abalamour ma welont, hag ho tivskouarn, abalamour ma klevont.
17我實在告訴你們,從前有許多先知和義人要看你們所看的,卻沒有看見,要聽你們所聽的,卻沒有聽見。」
17Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit, ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit, ha n'o deus ket e glevet.
18「所以,你們當聽這撒種的比喻。
18Selaouit eta ar pezh a dalv parabolenn an hader.
19凡聽見天國道理不明白的,那惡者就來,把所撒在他心裏的奪了去;這就是撒在路旁的了。
19Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
20撒在石頭地上的,就是人聽了道,當下歡喜領受,
20An hini en deus degemeret an had el lec'hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant joa;
21只因心裏沒有根,不過是暫時的,及至為道遭了患難,或是受了逼迫,立刻就跌倒了。
21met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ha ne bad nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent skouer fall.
22撒在荊棘裏的,就是人聽了道,後來有世上的思慮、錢財的迷惑把道擠住了,不能結實。
22An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger; met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù, a voug ar ger, hag e laka difrouezh.
23撒在好地上的,就是人聽道明白了,後來結實,有一百倍的,有六十倍的,有三十倍的。」
23An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger hag en kompren; dougen a ra frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont.
24耶穌又設個比喻對他們說:「天國好像人撒好種在田裏,
24Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.
25及至人睡覺的時候,有仇敵來,將稗子撒在麥子裏就走了。
25Met, e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed, hag a yeas kuit.
26到長苗吐穗的時候,稗子也顯出來。
26Pa voe kresket ar geot, ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.
27田主的僕人來告訴他說:『主啊,你不是撒好種在田裏嗎?從哪裏來的稗子呢?』
27Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?
28主人說:『這是仇敵做的。』僕人說:『你要我們去薅出來嗎?』
28Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ?
29主人說:『不必,恐怕薅稗子,連麥子也拔出來。
29Nann, emezañ dezho, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed.
30容這兩樣一齊長,等着收割。當收割的時候,我要對收割的人說,先將稗子薅出來,捆成捆,留着燒;惟有麥子要收在倉裏。』」
30Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag en endrammit evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
31他又設個比喻對他們說:「天國好像一粒芥菜種,有人拿去種在田裏。
31Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark;
32這原是百種裏最小的,等到長起來,卻比各樣的菜都大,且成了樹,天上的飛鳥來宿在它的枝上。」
32ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa'z eo kresket, ez eo brasoc'h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
33他又對他們講個比喻說:「天國好像麵酵,有婦人拿來,藏在三斗麵裏,直等全團都發起來。」
33Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg, hag a laka e tri muzuliad bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
34這都是耶穌用比喻對眾人說的話;若不用比喻,就不對他們說甚麼。
34Jezuz a lavaras an holl draoù-se d'ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
35這是要應驗先知的話,說: 我要開口用比喻, 把創世以來所隱藏的事發明出來。
35evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genou gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.
36當下,耶穌離開眾人,進了房子。他的門徒進前來,說:「請把田間稗子的比喻講給我們聽。」
36Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
37他回答說:「那撒好種的就是人子;
37Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat, eo Mab an den;
38田地就是世界;好種就是天國之子;稗子就是那惡者之子;
38ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug;
39撒稗子的仇敵就是魔鬼;收割的時候就是世界的末了;收割的人就是天使。
39an enebour en deus e hadet, eo an diaoul; an eost, eo fin ar bed; ar vederien, eo an aeled
40將稗子薅出來用火焚燒,世界的末了也要如此。
40Evel ma tenner an dreog, ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed.
41人子要差遣使者,把一切叫人跌倒的和作惡的,從他國裏挑出來,
41Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl skouerioù fall hag ar re a ra an droug,
42丟在火爐裏;在那裏必要哀哭切齒了。
42hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
43那時,義人在他們父的國裏,要發出光來,像太陽一樣。有耳 可聽 的,就應當聽!」
43Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
44「天國好像寶貝藏在地裏,人遇見了就把它藏起來,歡歡喜喜地去變賣一切所有的,買這塊地。
44Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh; hag en e laouenañ, ez a da werzhañ kement en deus, hag e pren ar park-se.
45天國又好像買賣人尋找好珠子,
45Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer.
46遇見一顆重價的珠子,就去變賣他一切所有的,買了這顆珠子。
46Kavet en deus ur berlezenn brizius-meurbet; mont a reas da werzhañ kement en devoa, hag en deus he frenet.
47天國又好像網撒在海裏,聚攏各樣水族,
47Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor, hag a zastum pesked a bep seurt.
48網既滿了,人就拉上岸來,坐下,揀好的收在器具裏,將不好的丟棄了。
48Pa'z eo leun, e tenner anezhi war an aod; goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri, hag e taolont kuit ar re fall.
49世界的末了也要這樣。天使要出來,從義人中把惡人分別出來,
49Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh,
50丟在火爐裏;在那裏必要哀哭切齒了。」
50hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
51耶穌說 :「這一切的話你們都明白了嗎?」他們說:「我們明白了。」
51Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya, a respontjont.
52他說:「凡文士受教作天國的門徒,就像一個家主從他庫裏拿出新舊的東西來。」
52Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù, a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
53耶穌說完了這些比喻,就離開那裏,
53Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret ar barabolennoù-se, ez eas kuit ac'hano.
54來到自己的家鄉,在會堂裏教訓人,甚至他們都希奇,說:「這人從哪裏有這等智慧和異能呢?
54O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
55這不是木匠的兒子嗎?他母親不是叫 馬利亞 嗎?他弟兄們不是叫 雅各 、 約西 、 西門 、 猶大 嗎?
55Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur?
56他妹妹們不是都在我們這裏嗎?這人從哪裏有這一切的事呢?」
56E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se?
57他們就厭棄他。耶穌對他們說:「大凡先知,除了本地本家之外,沒有不被人尊敬的。」
57Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan.
58耶穌因為他們不信,就在那裏不多行異能了。
58Ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se, abalamour d'o diskredoni.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.