馬太福音 11
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶穌吩咐完了十二個門徒,就離開那裏,往各城去傳道、教訓人。
1P'en devoe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg e kêrioù ar vro.
2約翰 在監裏聽見基督所做的事,就打發 兩個 門徒去,
2Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberoù ar C'hrist, a gasas [daou eus] e ziskibien da lavarout dezhañ:
3問他說:「那將要來的是你嗎?還是我們等候別人呢?」
3Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?
4耶穌回答說:「你們去,把所聽見、所看見的事告訴 約翰 。
4Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit:
5就是瞎子看見,瘸子行走,長大痲瘋的潔淨,聾子聽見,死人復活,窮人有福音傳給他們。
5ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'heloù mat a zo prezeget d'ar beorien.
6凡不因我跌倒的就有福了!」
6Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.
7他們走的時候,耶穌就對眾人講論 約翰 說:「你們從前出到曠野是要看甚麼呢?要看風吹動的蘆葦嗎?
7Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
8你們出去到底是要看甚麼?要看穿細軟 衣服 的人嗎?那穿細軟 衣服 的人是在王宮裏。
8Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.
9你們出去究竟是為甚麼?是要看先知嗎?我告訴你們,是的,他比先知大多了。
9Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
10經上 記着說:『我要差遣我的使者在你前面預備道路』,所說的就是這個人。
10Rak eñ eo an hini ma'z eo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a ficho an hent a-raok dit.
11我實在告訴你們,凡婦人所生的,沒有一個興起來大過施洗 約翰 的;然而天國裏最小的比他還大。
11Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ.
12從施洗 約翰 的時候到如今,天國是努力進入的,努力的人就得着了。
12Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he c'hemer.
13因為眾先知和律法說預言,到 約翰 為止。
13Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann;
14你們若肯領受,這人就是那應當來的 以利亞 。
14ha mar fell deoc'h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont.
15有耳可聽的,就應當聽!
15Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.
16我可用甚麼比這世代呢?好像孩童坐在街市上招呼同伴,說:
16Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù, hag a gri da vugale all,
17我們向你們吹笛, 你們不跳舞; 我們向你們舉哀, 你們不捶胸。
17o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet hirvoudoù deoc'h, ha n'hoc'h eus ket douget kañv.
18約翰 來了,也不吃也不喝,人就說他是被鬼附着的;
18Rak Yann a zo deuet, hep debriñ nag evañ, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennañ.
19人子來了,也吃也喝,人又說他是貪食好酒的人,是稅吏和罪人的朋友。但智慧之子總以智慧為是 。」
19Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'an dud a vuhez fall. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.
20耶穌在諸城中行了許多異能,那些城的人終不悔改,就在那時候責備他們,說:
20Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en devoa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o devoa ket bet keuz.
21「 哥拉汛 哪,你有禍了! 伯賽大 啊,你有禍了!因為在你們中間所行的異能,若行在 泰爾 、 西頓 ,他們早已披麻蒙灰悔改了。
21Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.
22但我告訴你們,當審判的日子, 泰爾 、 西頓 所受的,比你們還容易受呢!
22Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h.
23迦百農 啊,你已經升到天上,將來必墜落陰間;因為在你那裏所行的異能,若行在 所多瑪 ,它還可以存到今日。
23Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv; rak mar vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav.
24但我告訴你們,當審判的日子, 所多瑪 所受的,比你還容易受呢!」
24Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Vro-Sodom, eget dit.
25那時,耶穌說:「父啊,天地的主,我感謝你!因為你將這些事向聰明通達人就藏起來,向嬰孩就顯出來。
25En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!
26父啊,是的,因為你的美意本是如此。
26Ya, o Tad, da veuliñ a ran dre ma ec'h eus c'hoantaet evel-se.
27一切所有的,都是我父交付我的;除了父,沒有人知道子;除了子和子所願意指示的,沒有人知道父。
27Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
28凡勞苦擔重擔的人可以到我這裏來,我就使你們得安息。
28Deuit da'm c'havout, c'hwi holl a zo skuizh ha bec'hiet, ha me ho tiboanio.
29我心裏柔和謙卑,你們當負我的軛,學我的樣式;這樣,你們心裏就必得享安息。
29Kemerit va yev warnoc'h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù;
30因為我的軛是容易的,我的擔子是輕省的。」
30rak va yev a zo dous, ha va bec'h a zo skañv.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.