馬太福音 12
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1那時,耶穌在安息日從麥地經過。他的門徒餓了,就掐起麥穗來吃。
1En amzer-se, Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad; e ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d'o zebriñ.
2法利賽人看見,就對耶穌說:「看哪,你的門徒做安息日不可做的事了!」
2Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
3耶穌對他們說:「 經上記着 大衛 和跟從他的人飢餓之時所做的事,你們沒有念過嗎?
3Eñ a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David, p'en devoa naon, eñ hag ar re a oa gantañ?
4他怎麼進了上帝的殿,吃了陳設餅,這餅不是他和跟從他的人可以吃得,惟獨祭司才可以吃。
4Penaos ez eas e ti Doue, hag e tebras baraoù a ginnig, a oa arabat dezhañ o debriñ, kennebeut d'ar re a oa gantañ, met d'ar veleien hepken?
5再者,律法上所記的,當安息日,祭司在殿裏犯了安息日還是沒有罪,你們沒有念過嗎?
5Pe, n'hoc'h eus ket lennet er lezenn penaos en deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ, hag ez int divlam?
6但我告訴你們,在這裏有一人比殿更大。
6Met, me a lavar deoc'h, bez' ez eus amañ un dra bennak brasoc'h eget an templ.
7『我喜愛憐恤,不喜愛祭祀。』你們若明白這話的意思,就不將無罪的當作有罪的了。
7Mar goufec'h ar pezh a dalv kement-mañ: Kemer a ran plijadur en drugarez ha neket en aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall.
8因為人子是安息日的主。」
8Rak Mab an den a zo mestr war ar sabad.
9耶穌離開那地方,進了一個會堂。
9O vezañ aet ac'hane, Jezuz a yeas er sinagogenn.
10那裏有一個人枯乾了一隻手。有人問耶穌說:「安息日治病可以不可以?」意思是要控告他。
10Ha setu e oa eno un den en devoa un dorn disec'het. Goulenn a rejont ouzh Jezuz, evit e damall: Hag aotreet eo yac'haat e deizioù ar sabad?
11耶穌說:「你們中間誰有一隻羊,當安息日掉在坑裏,不把牠抓住、拉上來呢?
11Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, ma n'en deus nemet un dañvad, ha mar kouezh en ur poull e deiz ar sabad, ne zeufe ket d'e dennañ ha d'e sevel?
12人比羊何等貴重呢!所以,在安息日做善事是可以的。」
12Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se, e c'heller ober vat e deizioù ar sabad.
13於是對那人說:「伸出手來!」他把手一伸,手就復了原,和那隻手一樣。
13Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h evel egile.
14法利賽人出去,商議怎樣可以除滅耶穌。
14Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel.
15耶穌知道了,就離開那裏,有許多人跟着他。他把其中有病的人都治好了;
15Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane; kalz a dud a yeas war e lerc'h, hag eñ a yac'haas an holl re glañv.
16又囑咐他們,不要給他傳名。
16Gourc'hemenn a rae start dezho na zisklêrjent ket anezhañ,
17這是要應驗先知 以賽亞 的話,說:
17evit ma vefe peurc'hraet a pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed:
18看哪!我的僕人, 我所揀選、所親愛、心裏所喜悅的, 我要將我的靈賜給他; 他必將公理傳給外邦。
18Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur; lakaat a rin va Spered warnañ, hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broadoù;
19他不爭競,不喧嚷; 街上也沒有人聽見他的聲音。
19ne rioto ket, ne grio ket, ha den ne glevo e vouezh er straedoù;
20壓傷的蘆葦,他不折斷; 將殘的燈火,他不吹滅; 等他施行公理,叫公理得勝。
20ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ha ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hiñ;
21外邦人都要仰望他的名。
21hag ar broadoù a espero en e anv.
22當下,有人將一個被鬼附着、又瞎又啞的人帶到耶穌那裏,耶穌就醫治他,甚至那啞巴又能說話,又能看見。
22Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul, dall ha mut, hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele.
23眾人都驚奇,說:「這不是 大衛 的子孫嗎?」
23An holl bobl, souezhet bras, a lavare: Ha n'eo ket hemañ Mab David?
24但法利賽人聽見,就說:「這個人趕鬼,無非是靠着鬼王別西卜啊。」
24Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaoulien nemet dre Veelzebul, priñs an diaoulien.
25耶穌知道他們的意念,就對他們說:「凡一國自相紛爭,就成為荒場;一城一家自相紛爭,必站立不住;
25Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep ti dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout.
26若撒但趕逐撒但,就是自相紛爭,他的國怎能站得住呢?
26Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan; penaos e pado e rouantelezh?
27我若靠着別西卜趕鬼,你們的子弟趕鬼又靠着誰呢?這樣,他們就要斷定你們的是非。
27Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
28我若靠着上帝的靈趕鬼,這就是上帝的國臨到你們了。
28Met mar kasan kuit an diaoulien dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h.
29人怎能進壯士家裏,搶奪他的家具呢?除非先捆住那壯士,才可以搶奪他的 家財 。
29Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze hepken e preizho e di.
30不與我相合的,就是敵我的;不同我收聚的,就是分散的。」
30An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
31所以我告訴你們:「人一切的罪和褻瀆的話都可得赦免,惟獨褻瀆聖靈,總不得赦免。
31Rak-se, me a lavar deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar gwallgomz a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezho.
32凡說話干犯人子的,還可得赦免;惟獨說話干犯聖靈的,今世來世總不得赦免。」
32Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont.
33「你們或以為樹好,果子也好;樹壞,果子也壞;因為看果子就可以知道樹。
33Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.
34毒蛇的種類!你們既是惡人,怎能說出好話來呢?因為心裏所充滿的,口裏就說出來。
34Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
35善人從他 心裏 所存的善就發出善來;惡人從他 心裏 所存的惡就發出惡來。
35An den mat a denn traoù mat eus e deñzor mat [en e galon], hag an den fall a denn traoù fall eus e deñzor fall [en e galon].
36我又告訴你們,凡人所說的閒話,當審判的日子,必要句句供出來;
36Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret;
37因為要憑你的話定你為義,也要憑你的話定你有罪。」
37rak, diwar da gomzoù e vi reishaet, ha diwar da gomzoù e vi kondaonet.
38當時,有幾個文士和法利賽人對耶穌說:「夫子,我們願意你顯個神蹟給我們看。」
38Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit.
39耶穌回答說:「一個邪惡淫亂的世代求看神蹟,除了先知 約拿 的神蹟以外,再沒有神蹟給他們看。
39Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl; ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet hini ar profed Jona.
40約拿 三日三夜在大魚肚腹中,人子也要這樣三日三夜在地裏頭。
40Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
41當審判的時候, 尼尼微 人要起來定這世代的罪,因為 尼尼微 人聽了 約拿 所傳的就悔改了。看哪,在這裏有一人比 約拿 更大!
41Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
42當審判的時候,南方的女王要起來定這世代的罪; 因為她從地極而來,要聽 所羅門 的智慧話。看哪,在這裏有一人比 所羅門 更大!」
42Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
43「污鬼離了人身,就在無水之地過來過去,尋求安歇 之處 ,卻尋不着。
43Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket;
44於是說:『我要回到我所出來的屋裏去。』到了,就看見裏面空閒,打掃乾淨,修飾好了,
44neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet.
45便去另帶了七個比自己更惡的鬼來,都進去住在那裏。那人末後的景況比先前更不好了。這邪惡的世代也要如此。」
45Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
46耶穌還對眾人說話的時候,不料他母親和他弟兄站在外邊,要與他說話。
46Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur, chomet er-maez, a glaske komz outañ.
47有人告訴他說:「看哪,你母親和你弟兄站在外邊,要與你說話。」
47Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez, hag a glask komz ouzhit.
48他卻回答那人說:「誰是我的母親?誰是我的弟兄?」
48Met Jezuz a respontas d'an hini en devoa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
49就伸手指着門徒,說:「看哪,我的母親,我的弟兄。
49Hag, oc'h astenn e zorn war e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
50凡遵行我天父旨意的人,就是我的弟兄姊妹和母親了。」
50Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.