約翰福音 1
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1太初有道,道與上帝同在,道就是上帝。
1Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.
2這道太初與上帝同在。
2Er penn-kentañ e oa gant Doue.
3萬物是藉着他造的;凡被造的,沒有一樣不是藉着他造的。
3An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet, n'eo bet graet heptañ.
4生命在他裏頭,這生命就是人的光。
4Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.
5光照在黑暗裏,黑暗卻不接受光。
5Ar sklêrijenn he deus lugernet en deñvalijenn, hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret.
6有一個人,是從上帝那裏差來的,名叫 約翰 。
6Bez' e voe un den, anvet Yann, kaset a-berzh Doue.
7這人來,為要作見證,就是為光作見證,叫眾人因他可以信。
7Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
8他不是那光,乃是要為光作見證。
8Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn.
9那光是真光,照亮一切生在世上的人。
9Ar sklêrijenn wirion, an hini a sklaera pep den, a oa o tont er bed.
10他在世界,世界也是藉着他造的,世界卻不認識他。
10Er bed e oa, hag ar bed a zo bet graet gantañ; met ar bed n'en deus ket e anavezet.
11他到自己的地方來,自己的人倒不接待他。
11Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret.
12凡接待他的,就是信他名的人,他就賜他們權柄作上帝的兒女。
12Met d'an holl re o deus e zegemeret, en deus roet an droed da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo, d'an holl re a gred en e anv,
13這等人不是從血氣生的,不是從情慾生的,也不是從人意生的,乃是從上帝生的。
13ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.
14道成了肉身,住在我們中間,充充滿滿地有恩典有真理。我們也見過他的榮光,正是父獨生子的榮光。
14Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad.
15約翰 為他作見證,喊着說:「這就是我曾說:『那在我以後來的,反成了在我以前的,因他本來在我以前。』」
15Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.
16從他豐滿 的恩典 裏,我們都領受了,而且恩上加恩。
16Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras.
17律法本是藉着 摩西 傳的;恩典和真理都是由耶穌基督來的。
17Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
18從來沒有人看見上帝,只有在父懷裏的獨生子將他表明出來。
18Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.
19約翰 所作的見證記在下面: 猶太 人從 耶路撒冷 差祭司和 利未 人到 約翰 那裏,問他說:「你是誰?」
19Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te?
20他就明說,並不隱瞞,明說:「我不是基督。」
20Disklêriañ a reas ha ne nac'has ket, disklêriañ a reas: N'on ket-me ar C'hrist.
21他們又問他說:「這樣,你是誰呢?是 以利亞 嗎?」他說:「我不是。」「是那先知嗎?」他回答說:「不是。」
21Hag e c'houlennjont outañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
22於是他們說:「你到底是誰,叫我們好回覆差我們來的人。你自己說,你是誰?」
22Int a lavaras eta dezhañ: Piv out-te? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hon degaset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan?
23他說:「我就是那在曠野有人聲喊着說:『修直主的道路』,正如先知 以賽亞 所說的。」
23Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Plaenit hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia.
24那些人是法利賽人差來的;
24Ar re a oa bet kaset a oa farizianed.
25他們就問他說:「你既不是基督,不是 以利亞 ,也不是那先知,為甚麼施洗呢?」
25Goulenn a rejont outañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?
26約翰 回答說:「我是用水施洗,但有一位站在你們中間,是你們不認識的,
26Yann a respontas hag a lavaras dezho: Evidon-me, me a vadez en dour; met unan bennak a zo en ho touez, ha n'anavezit ket anezhañ.
27就是那在我以後來的,我給他解鞋帶也不配。」
27Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.
28這是在 約旦河 外 伯大尼 , 約翰 施洗的地方作的見證。
28Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.
29次日, 約翰 看見耶穌來到他那裏,就說:「看哪,上帝的羔羊,除去世人罪孽的!
29An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed.
30這就是我曾說:『有一位在我以後來、反成了在我以前的,因他本來在我以前。』
30Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
31我先前不認識他,如今我來用水施洗,為要叫他顯明給 以色列 人。」
31Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met deuet on da vadeziñ en dour, evit ma vo disklêriet da Israel.
32約翰 又作見證說:「我曾看見聖靈,彷彿鴿子從天降下,住在他的身上。
32Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ.
33我先前不認識他,只是那差我來用水施洗的、對我說:『你看見聖靈降下來,住在誰的身上,誰就是用聖靈施洗的。』
33Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.
34我看見了,就證明這是上帝的兒子。」
34Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.
35再次日, 約翰 同兩個門徒站在那裏。
35An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien,
36他見耶穌行走,就說:「看哪,這是上帝的羔羊!」
36hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.
37兩個門徒聽見他的話,就跟從了耶穌。
37An daou ziskibl, o vezañ e glevet o komz evel-se, a heulias Jezuz.
38耶穌轉過身來,看見他們跟着,就問他們說:「你們要甚麼?」他們說:「拉比,在哪裏住?」(拉比翻出來就是夫子。)
38Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez?
39耶穌說:「你們來看。」他們就去看他在哪裏住,這一天便與他同住;那時約有申正了。
39Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont, hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se, rak war-dro an dekvet eur e oa.
40聽見 約翰 的話跟從耶穌的那兩個人,一個是 西門‧彼得 的兄弟 安得烈 。
40Andrev, breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o devoa klevet ar pezh en devoa lavaret Yann, hag o devoa heuliet Jezuz.
41他先找着自己的哥哥 西門 ,對他說:「我們遇見彌賽亞了。」(彌賽亞翻出來就是基督。)
41Andrev a gavas da gentañ Simon e vreur, hag a lavaras dezhañ: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet).
42於是領他去見耶穌。耶穌看着他,說:「你是 約翰 的兒子 西門 ,你要稱為 磯法 。」( 磯法 翻出來就是 彼得 。)
42Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon, mab Jona; te a vo galvet Kefaz (da lavarout eo Pêr).
43又次日,耶穌想要往 加利利 去,遇見 腓力 ,就對他說:「來跟從我吧。」
43An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea, hag e kavas Filip; lavarout a reas dezhañ: Heul ac'hanon.
44這 腓力 是 伯賽大 人,和 安得烈 、 彼得 同城。
44Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr.
45腓力 找着 拿但業 ,對他說:「 摩西 在律法上所寫的和眾先知所記的那一位,我們遇見了,就是 約瑟 的兒子 拿撒勒 人耶穌。」
45Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz, mab Jozef, eus Nazared.
46拿但業 對他說:「 拿撒勒 還能出甚麼好的嗎?」 腓力 說:「你來看!」
46Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.
47耶穌看見 拿但業 來,就指着他說:「看哪,這是個真 以色列 人,他心裏是沒有詭詐的。」
47Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad, ha n'eus ket a droidell ennañ.
48拿但業 對耶穌說:「你從哪裏知道我呢?」耶穌回答說:「 腓力 還沒有招呼你,你在無花果樹底下,我就看見你了。」
48Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, e welen ac'hanout.
49拿但業 說:「拉比,你是上帝的兒子,你是 以色列 的王!」
49Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.
50耶穌對他說:「因為我說『在無花果樹底下看見你』,你就信嗎?你將要看見比這更大的事」;
50Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em boa da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez; te a welo traoù brasoc'h eget ar re-mañ.
51又說:「我實實在在地告訴你們,你們將要看見天開了,上帝的使者上去下來在人子身上。」
51Lavarout a reas ivez dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: A-vremañ c'hwi a welo an neñv digor, hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.