約翰福音 13
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1逾越節以前,耶穌知道自己離世歸父的時候到了。他既然愛世間屬自己的人,就愛他們到底。
1A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, evel m'en devoa karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar fin.
2吃晚飯的時候,魔鬼已將賣耶穌的意思放在 西門 的兒子 加略 人 猶大 心裏。
2Ha da goulz koan (an diaoul o vezañ lakaet e kalon Judaz Iskariod, mab Simon, e werzhañ),
3耶穌知道父已將萬有交在他手裏,且知道自己是從上帝出來的,又要歸到上帝那裏去,
3Jezuz, oc'h anavezout en devoa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue, hag e tistroe da Zoue,
4就離席站起來,脫了衣服,拿一條手巾束腰,
4a savas diouzh koan, a lamas e vantell, hag o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti.
5隨後把水倒在盆裏,就洗門徒的腳,並用自己所束的手巾擦乾。
5Goude-se e lakaas dour en ur billig, hag en em lakaas da walc'hiñ treid e ziskibien, ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.
6挨到 西門‧彼得 , 彼得 對他說:「主啊,你洗我的腳嗎?」
6Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Te, Aotrou, te a walc'hfe din va zreid!
7耶穌回答說:「我所做的,你如今不知道,後來必明白。」
7Jezuz a respontas hag a lavaras dezhañ: Te n'ouzout ket bremañ ar pezh a ran; met e c'houzout a ri diwezhatoc'h.
8彼得 說:「你永不可洗我的腳!」耶穌說:「我若不洗你,你就與我無分了。」
8Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi din va zreid. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'z po ket a lod ganin.
9西門‧彼得 說:「主啊,不但我的腳,連手和頭也要洗。」
9Neuze Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.
10耶穌說:「凡洗過澡的人,只要把腳一洗,全身就乾淨了。你們是乾淨的,然而不都是乾淨的。」
10Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl.
11耶穌原知道要賣他的是誰,所以說:「你們不都是乾淨的。」
11Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl.
12耶穌洗完了他們的腳,就穿上衣服,又坐下,對他們說:「我向你們所做的,你們明白嗎?
12Goude eta m'en devoa gwalc'het dezho o zreid, ha m'en devoa adkemeret e vantell, o vezañ en em lakaet ouzh taol, e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?.
13你們稱呼我夫子,稱呼我主,你們說的不錯,我本來是。
13Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on.
14我是你們的主,你們的夫子,尚且洗你們的腳,你們也當彼此洗腳。
14Mar em eus eta gwalc'het deoc'h ho treid, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile.
15我給你們作了榜樣,叫你們照着我向你們所做的去做。
15Rak roet em eus deoc'h ur skouer, abalamour ma reot evel ma em eus graet deoc'h.
16我實實在在地告訴你們,僕人不能大於主人,差人也不能大於差他的人。
16E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an hini kaset brasoc'h eget an hini en deus e gaset.
17你們既知道這事,若是去行就有福了。
17Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, mar sentit outo.
18我這話不是指着你們眾人說的,我知道我所揀選的是誰。現在要應驗經上的話,說:『同我吃飯的人用腳踢我。』
18Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl; gouzout a ran ar re am eus choazet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
19如今事情還沒有成就,我要先告訴你們,叫你們到事情成就的時候可以信我是 基督 。
19Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, abalamour, pa vo erruet, e kredot ar pezh emaon.
20我實實在在地告訴你們,有人接待我所差遣的,就是接待我;接待我,就是接待那差遣我的。」
20E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: an hini a zegemer an hini am bo kaset, a zegemer ac'hanon; hag an hini a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset.
21耶穌說了這話,心裏憂愁,就明說:「我實實在在地告訴你們,你們中間有一個人要賣我了。」
21P'en devoe Jezuz lavaret kement-se, e voe poaniet en e spered, hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho.
22門徒彼此對看,猜不透所說的是誰。
22Hag an diskibien a selle an eil ouzh egile, o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze.
23有一個門徒,是耶穌所愛的,側身挨近耶穌的懷裏。
23Met, unan anezho, an hini a oa karet gant Jezuz, a oa kousket ouzh taol war-zu askre Jezuz.
24西門‧彼得 點頭對他說:「你告訴我們,主是指着誰說的。」
24Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c'houlenn eus piv e komze.
25那門徒便就勢靠着耶穌的胸膛,問他說:「主啊,是誰呢?」
25Eñ, o vezañ pleget a-us kerc'henn Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou! Piv eo?
26耶穌回答說:「我蘸一點餅給誰,就是誰。」耶穌就蘸了一點餅,遞給 加略 人 西門 的兒子 猶大 。
26Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ un tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod, mab Simon.
27他吃了以後,撒但就入了他的心。耶穌便對他說:「你所做的,快做吧!」
27Ha goude m'en devoe Judaz kemeret an tamm, Satan a yeas ennañ. Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh ac'h eus d'ober.
28同席的人沒有一個知道是為甚麼對他說這話。
28Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak en devoa lavaret kement-se dezhañ.
29有人因 猶大 帶着錢囊,以為耶穌是對他說:「你去買我們過節所應用的東西」,或是叫他拿甚麼賙濟窮人。
29Rak hiniennoù a soñje penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel; pe, ro un dra bennak d'ar beorien.
30猶大 受了那點餅,立刻就出去。那時候是夜間了。
30O vezañ eta kemeret an tamm, Judaz a yeas kuit raktal. Noz e oa.
31他既出去,耶穌就說:「如今人子得了榮耀,上帝在人子身上也得了榮耀。
31Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ, roet eo bet gloar da Vab an den, ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ.
32上帝要因自己榮耀人子,並且要快快地榮耀他。
32Mar deo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan, hag e roio gloar dezhañ prest.
33小子們,我還有不多的時候與你們同在;後來你們要找我,但我所去的地方你們不能到。這話我曾對 猶太 人說過,如今也照樣對你們說。
33Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. C'hwi am c'hlasko, hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien, me en lavar deoc'h-hu ivez bremañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont.
34我賜給你們一條新命令,乃是叫你們彼此相愛;我怎樣愛你們,你們也要怎樣相愛。
34Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.
35你們若有彼此相愛的心,眾人因此就認出你們是我的門徒了。」
35Eus kement-mañ ec'h anavezo an holl penaos oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile.
36西門‧彼得 問耶穌說:「主往哪裏去?」耶穌回答說:「我所去的地方,你現在不能跟我去,後來卻要跟我去。」
36Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ; met te am heulio diwezhatoc'h.
37彼得 說:「主啊,我為甚麼現在不能跟你去?我願意為你捨命!」
37Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout-te.
38耶穌說:「你願意為我捨命嗎?我實實在在地告訴你,雞叫以先,你要三次不認我。」
38Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon-me! E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog, na'z po va dinac'het teir gwech.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.