約翰福音 12
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1逾越節前六日,耶穌來到 伯大尼 ,就是他叫 拉撒路 從死裏復活之處。
1C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en devoa adsavet a-douez ar re varv.
2有人在那裏給耶穌預備筵席; 馬大 伺候, 拉撒路 也在那同耶穌坐席的人中。
2Graet e voe dezhañ eno ur goan, Marta a servije, ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ.
3馬利亞 就拿着一斤極貴的真哪噠香膏,抹耶穌的腳,又用自己頭髮去擦,屋裏就滿了膏的香氣。
3Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur c'hwezh-vat a nard pur, eus ur priz bras, a eoulias ganti treid Jezuz, hag o zorchas gant e blev; an ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se.
4有一個門徒,就是那將要賣耶穌的 加略 人 猶大 ,
4Neuze Judaz Iskariod, mab Simon, unan eus an diskibien, an hini a dlee e werzhañ, a lavaras:
5說:「這香膏為甚麼不賣三十兩銀子賙濟窮人呢?」
5Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner, evit o reiñ d'ar beorien?
6他說這話,並不是掛念窮人,乃因他是個賊,又帶着錢囊,常取其中所存的。
6Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en dije preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer, hag o vezañ ma oa gantañ ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni.
7耶穌說:「由她吧!她是為我安葬之日存留的。
7Jezuz a lavaras eta dezhañ: Lez anezhi d'ober; miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur.
8因為常有窮人和你們同在,只是你們不常有我。」
8Rak c'hwi ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
9有許多 猶太 人知道耶穌在那裏,就來了,不但是為耶穌的緣故,也是要看他從死裏所復活的 拉撒路 。
9Neuze ur vandenn vras a Yuzevien, o vezañ gouezet e oa Jezuz eno, a zeuas di, n'eo ket hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar, an hini en devoa adsavet a-douez ar re varv.
10但祭司長商議連 拉撒路 也要殺了;
10Hag ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv,
11因有好些 猶太 人為 拉撒路 的緣故,回去信了耶穌。
11rak kalz eus ar Yuzevien, abalamour dezhañ, a yae hag a grede e Jezuz.
12第二天,有許多上來過節的人聽見耶穌將到 耶路撒冷 ,
12An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e oa deuet Jezuz e Jeruzalem,
13就拿着棕樹枝出去迎接他,喊着說: 和散那! 奉主名來的 以色列 王是應當稱頌的!
13a gemeras brankoù palmez, hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel, an hini a zeu en anv an Aotrou!
14耶穌得了一個驢駒,就騎上,如 經 上所記的說:
14Ha Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ eno, hervez ma'z eo skrivet:
15錫安 的民哪,不要懼怕! 你的王騎着驢駒來了。
15Na'z pez ket aon, merc'h Sion: setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez.
16這些事門徒起先不明白,等到耶穌得了榮耀以後才想起這話是指着他寫的,並且眾人果然向他這樣行了。
16E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se; met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn, hag e oant bet c'hoarvezet gantañ.
17當耶穌呼喚 拉撒路 ,叫他從死復活出墳墓的時候,同耶穌在那裏的眾人就作見證。
17Ar vandenn a oa gantañ p'en devoa galvet Lazar eus ar bez, ha p'en devoa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ.
18眾人因聽見耶穌行了這神蹟,就去迎接他。
18Hag abalamour ivez m'en devoa anavezet ar bobl penaos en devoa graet ar mirakl-se eo, e oant aet a-raok dezhañ.
19法利賽人彼此說:「看哪,你們是徒勞無益,世人都隨從他去了。」
19Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h.
20那時,上來過節禮拜的人中,有幾個 希臘 人。
20Met, bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel.
21他們來見 加利利 、 伯賽大 的 腓力 ,求他說:「先生,我們願意見耶穌。」
21Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea; hag, o pediñ anezhañ, e lavarjont dezhañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.
22腓力 去告訴 安得烈 , 安得烈 同 腓力 去告訴耶穌。
22Filip a zeuas hag a lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.
23耶穌說:「人子得榮耀的時候到了。
23Ha Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar.
24我實實在在地告訴你們,一粒麥子不落在地裏死了,仍舊是一粒,若是死了,就結出許多子粒來。
24E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh goude ma vez taolet en douar, e chom hec'h-unan; met mar marv, e toug kalz a frouezh.
25愛惜自己生命的,就失喪生命;在這世上恨惡自己生命的,就要保守生命到永生。
25An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.
26若有人服事我,就當跟從我;我在哪裏,服事我的人也要在那裏;若有人服事我,我父必尊重他。」
26Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h; hag e-lec'h ma vin, eno e vo ivez va servijer; ha mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ.
27「我現在心裏憂愁,我說甚麼才好呢?父啊,救我脫離這時候;但我原是為這時候來的。
27Bremañ va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ! Met evit kement-se on deuet en eur-mañ.
28父啊,願你榮耀你的名!」當時就有聲音從天上來,說:「我已經榮耀了我的名,還要再榮耀。」
28Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh.
29站在旁邊的眾人聽見,就說:「打雷了。」還有人說:「有天使對他說話。」
29Ar bobl a oa eno, hag o devoa klevet, a lavare e oa ar c'hurun; re all a lavare: Un ael en deus komzet outañ.
30耶穌說:「這聲音不是為我,是為你們來的。
30Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Ar vouezh-se n'eo ket evidon-me, met evidoc'h.
31現在這世界受審判,這世界的王要被趕出去。
31Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ; bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.
32我若從地上被舉起來,就要吸引萬人來歸我。」
32Ha me, pa vin bet savet eus an douar, a denno an holl dud da'm c'havout.
33耶穌這話原是指着自己將要怎樣死說的。
33Met, lavarout a rae kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
34眾人回答說:「我們聽見律法上有話說,基督是永存的,你怎麼說『人子必須被舉起來』呢?這人子是誰呢?」
34Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken; penaos eta e lavarez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
35耶穌對他們說:「光在你們中間還有不多的時候,應當趁着有光行走,免得黑暗臨到你們;那在黑暗裏行走的,不知道往何處去。
35Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a.
36你們應當趁着有光,信從這光,使你們成為光明之子。」 耶穌說了這話,就離開他們隱藏了。
36E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas hag en em guzhas diouto.
37他雖然在他們面前行了許多神蹟,他們還是不信他。
37Hag evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ,
38這是要應驗先知 以賽亞 的話,說: 主啊,我們所傳的有誰信呢? 主的膀臂向誰顯露呢?
38abalamour d'ar ger en devoa ar profed Izaia lavaret da vezañ peurc'hraet: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet disklêriet brec'h an Aotrou?
39他們所以不能信,因為 以賽亞 又說:
39Dre-se, ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh:
40主叫他們瞎了眼, 硬了心, 免得他們眼睛看見, 心裏明白,回轉過來, 我就醫治他們。
40Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho.
41以賽亞 因為看見他的榮耀,就指着他說這話。
41Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ.
42雖然如此,官長中卻有好些信他的,只因法利賽人的緣故,就不承認,恐怕被趕出會堂。
42Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn.
43這是因他們愛人的榮耀過於愛上帝的榮耀。
43Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.
44耶穌大聲說:「信我的,不是信我,乃是信那差我來的。
44Met Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon, met en hini en deus va c'haset.
45人看見我,就是看見那差我來的。
45Hag an hini a wel ac'hanon, a wel an hini an deus va c'haset.
46我到世上來,乃是光,叫凡信我的,不住在黑暗裏。
46Me a zo deuet er bed evel sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
47若有人聽見我的話不遵守,我不審判他。我來本不是要審判世界,乃是要拯救世界。
47Ha mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket ennon, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit e saveteiñ.
48棄絕我、不領受我話的人,有審判他的-就是我所講的道在末日要審判他。
48An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner; ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ en deiz diwezhañ.
49因為我沒有憑着自己講,惟有差我來的父已經給我命令,叫我說甚麼,講甚麼。
49Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg.
50我也知道他的命令就是永生。故此,我所講的話正是照着父對我所說的。」
50Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn eo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.