路加福音 5
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶穌站在 革尼撒勒 湖邊,眾人擁擠他,要聽上帝的道。
1Evel ma oa Jezuz war aod lenn Genezared, ar bobl en em daole warnañ evit klevout ger Doue.
2他見有兩隻船灣在湖邊;打魚的人卻離開船洗網去了。
2Gwelout a reas div vag en tu all d'ar mor; ar besketaerien a oa diskennet hag a walc'he o rouedoù.
3有一隻船是 西門 的,耶穌就上去,請他把船撐開,稍微離岸,就坐下,從船上教訓眾人。
3Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, hini a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar; o vezañ azezet, e kelenne ar bobl diwar ar vag.
4講完了,對 西門 說:「把船開到水深之處,下網打魚。」
4P'en devoe paouezet da gomz, e lavaras da Simon: Kae a-raokoc'h en dour don, ha taolit ho rouedoù evit pesketa.
5西門 說:「夫子,我們整夜勞力,並沒有打着甚麼。但依從你的話,我就下網。」
5Simon a respontas dezhañ: Mestr, ni hon eus labouret e-pad an noz hep tapout netra; koulskoude, war da c'her, e taolin ar roued.
6他們下了網,就圈住許多魚,網險些裂開,
6O vezañ en graet, e tapjont un niver bras a besked; evel ma torre o rouedoù,
7便招呼那隻船上的同伴來幫助。他們就來,把魚裝滿了兩隻船,甚至船要沉下去。
7e rejont sin d'o c'henvreudeur hag a oa er vag all, da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag, en hevelep doare ma'z aent d'ar foñs.
8西門‧彼得 看見,就俯伏在耶穌膝前,說:「主啊,離開我,我是個罪人!」
8Simon Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz, hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on.
9他和一切同在的人都驚訝這一網所打的魚。
9Rak ar spont a oa kroget ennañ hag en holl re a oa gantañ, abalamour d'ar pesketaerezh o devoa graet,
10他的夥伴 西庇太 的兒子 雅各 、 約翰 ,也是這樣。耶穌對 西門 說:「不要怕!從今以後,你要得人了。」
10kenkoulz evel e Jakez ha Yann, mibien Zebedea, kenvreudeur da Simon. Neuze Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud.
11他們把兩隻船攏了岸,就撇下所有的,跟從了耶穌。
11Hag o vezañ degaset o bagoù d'an douar, e kuitajont pep tra, hag e heuilhjont anezhañ.
12有一回,耶穌在一個城裏,有人滿身長了大痲瘋,看見他,就俯伏在地,求他說:「主若肯,必能叫我潔淨了。」
12Evel ma oa en ur gêr eus Galilea, un den goloet a lovrentez, o vezañ gwelet Jezuz, en em strinkas war e c'henou ouzh an douar, hag en pedas, o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
13耶穌伸手摸他,說:「我肯,你潔淨了吧!」大痲瘋立刻就離了他的身。
13Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ.
14耶穌囑咐他:「你切不可告訴人,只要去把身體給祭司察看,又要為你得了潔淨,照 摩西 所吩咐的獻上 禮物 ,對眾人作證據。」
14Jezuz a zifennas outañ n'en lavarje da zen. Met kae, a lavaras dezhañ, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.
15但耶穌的名聲越發傳揚出去。有極多的人聚集來聽道,也指望醫治他們的病。
15Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc'h-mui, ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac'haet gantañ eus o c'hleñvedoù.
16耶穌卻退到曠野去禱告。
16Met eñ en em zalc'he a-du el lec'hioù distro, evit pediñ.
17有一天,耶穌教訓人,有法利賽人和教法師在旁邊坐着;他們是從 加利利 各鄉村和 猶太 並 耶路撒冷 來的。主的能力與耶穌同在,使他能醫治病人。
17Un devezh ma kelenne, ha ma oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc'hioù Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem, galloud an Aotrou a oberie evit yac'haat ar re glañv.
18有人用褥子抬着一個癱子,要抬進去放在耶穌面前,
18Neuze e teuas tud a zouge war ur gwele un den seizet, hag e klaskent mont en ti hag e lakaat dirak Jezuz.
19卻因人多,尋不出法子抬進去,就上了房頂,從瓦間把他連褥子縋到當中,正在耶穌面前。
19Pa ne ouient dre belec'h e gas e-barzh, abalamour d'ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz ar bobl, dirak Jezuz;
20耶穌見他們的信心,就對癱子說:「你的罪赦了。」
20Eñ, o welout o feiz, a lavaras dezhañ: O den, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
21文士和法利賽人就議論說:「這說僭妄話的是誰?除了上帝以外,誰能赦罪呢?」
21Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c'hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken?
22耶穌知道他們所議論的,就說:「你們心裏議論的是甚麼呢?
22Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c'hrozmolit en ho kalonoù?
23或說『你的罪赦了』,或說『你起來行走』,哪一樣容易呢?
23Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale?
24但要叫你們知道,人子在地上有赦罪的權柄。」就對癱子說:「我吩咐你,起來,拿你的褥子回家去吧!」
24Met, evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Me en lavar dit, sav, doug da wele, ha kae da'z ti.
25那人當眾人面前立刻起來,拿着他所躺臥的 褥子 回家去,歸榮耀與上帝。
25Ha raktal e savas dirazo, e tougas ar gwele ma oa gourvezet warnañ, hag ez eas d'e di, o reiñ gloar da Zoue.
26眾人都驚奇,也歸榮耀與上帝,並且滿心懼怕,說:「我們今日看見非常的事了。」
26Hag e voent holl souezhet bras, hag e roent gloar da Zoue; leuniet e voent a zoujañs hag e lavarent: Ni hon eus gwelet hiziv traoù burzhudus.
27這事以後,耶穌出去,看見一個稅吏,名叫 利未 ,坐在稅關上,就對他說:「你跟從我來。」
27Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h.
28他就撇下所有的,起來,跟從了耶穌。
28Eñ, o kuitaat pep tra, a savas hag a heulias anezhañ.
29利未 在自己家裏為耶穌大擺筵席,有許多稅吏和別人與他們一同坐席。
29Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.
30法利賽人和文士就向耶穌的門徒發怨言說:「你們為甚麼和稅吏並罪人一同吃喝呢?」
30Ar re anezho a oa skribed ha farizianed a c'hrozmole hag a lavare d'e ziskibien: Perak e tebrit hag ec'h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
31耶穌對他們說:「無病的人用不着醫生;有病的人才用得着。
31Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
32我來本不是召義人悔改,乃是召罪人悔改。」
32N'on ket deuet da c'hervel d'ar geuzidigezh ar re reizh, met ar bec'herien.
33他們說:「 約翰 的門徒屢次禁食祈禱,法利賽人的 門徒 也是這樣;惟獨你的門徒又吃又喝。」
33Lavarout a rejont ivez dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re-te a zebr hag a ev?
34耶穌對他們說:「新郎和陪伴之人同在的時候,豈能叫陪伴之人禁食呢?
34Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a c'hell lakaat da yunañ mignoned ar pried, e-pad ma'z emañ ar pried ganto?
35但日子將到,新郎要離開他們,那日他們就要禁食了。」
35Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto; neuze e yunint, en deizioù-se.
36耶穌又設一個比喻,對他們說:「沒有人把新衣服撕下一塊來補在舊衣服上;若是這樣,就把新的撕破了,並且所撕下來的那塊新的和舊的也不相稱。
36Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak e freuzfe an hini nevez, hag an tamm kemeret eus an hini nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh.
37也沒有人把新酒裝在舊皮袋裏;若是這樣,新酒必將皮袋裂開,酒便漏出來,皮袋也就壞了。
37Den ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh hag en em skuilhfe, hag ar seier a vefe kollet.
38但新酒必須裝在新皮袋裏。
38Met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, [hag an daou en em vir a-unan].
39沒有人喝了陳酒又想喝新的;他總說陳的好。」
39Ha n'eus den a ev gwin kozh hag a c'houlenn gwin nevez, rak lavarout a ra: Gwell eo an hini kozh.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.