马太福音 23
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1那时,耶稣对众人和门徒讲论,
1Neuze Jezuz, o komz d'ar bobl ha d'e ziskibien, a lavaras:
2说:「文士和法利赛人坐在 摩西 的位上,
2Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.
3凡他们所吩咐你们的,你们都要谨守遵行。但不要效法他们的行为;因为他们能说,不能行。
3Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h; met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront, met ne reont ket.
4他们把难担的重担捆起来,搁在人的肩上,但自己一个指头也不肯动。
4Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.
5他们一切所做的事都是要叫人看见,所以将佩戴的经文做宽了, 衣裳的 子做长了,
5O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se eo, o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad;
6喜爱筵席上的首座,会堂里的高位,
6karout a reont ar plasoù kentañ er festoù, hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù;
7又喜爱人在街市上问他安,称呼他拉比。
7karout a reont bezañ saludet er marc'hallac'hoù, ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, Mestr.
8但你们不要受拉比的称呼,因为只有一位是你们的夫子;你们都是弟兄。
8Met c'hwi, na rit ket ho kervel mestr, rak unan hepken eo ho Mestr, [ar C'hrist,] ha c'hwi holl a zo breudeur.
9也不要称呼地上的人为父,因为只有一位是你们的父,就是在天上的父。
9Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù.
10也不要受师尊的称呼,因为只有一位是你们的师尊,就是基督。
10Na rit ket ho kervel renerien, rak unan hepken eo ho Rener, ar C'hrist
11你们中间谁为大,谁就要作你们的用人。
11An hini brasañ en ho touez a vo ho servijer.
12凡自高的,必降为卑;自卑的,必升为高。
12Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
13「你们这假冒为善的文士和法利赛人有祸了!因为你们正当人前,把天国 的门 关了,自己不进去,正要进去的人,你们也不容他们进去。
13Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
no verse 14 in this text
14Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed, hag e rit evit ar gweled pedennoù hir; abalamour da-se, e viot barnet garvoc'h.
15「你们这假冒为善的文士和法利赛人有祸了!因为你们走遍洋海陆地,勾引一个人入教,既入了教,却使他作地狱之子,比你们还加倍。
15Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h.
16「你们这瞎眼领路的有祸了!你们说:『凡指着殿起誓的,这算不得什么;只是凡指着殿中金子起誓的,他就该谨守。』
16Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.
17你们这无知瞎眼的人哪,什么是大的?是金子呢?还是叫金子成圣的殿呢?
17Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se?
18你们又说:『凡指着坛起誓的,这算不得什么;只是凡指着坛上礼物起誓的,他就该谨守。』
18Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz.
19你们这瞎眼的人哪,什么是大的?是礼物呢?还是叫礼物成圣的坛呢?
19Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se?
20所以,人指着坛起誓,就是指着坛和坛上一切所有的起誓;
20An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni;
21人指着殿起誓,就是指着殿和那住在殿里的起誓;
21an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ;
22人指着天起誓,就是指着 神的宝座和那坐在上面的起誓。
22hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ.
23「你们这假冒为善的文士和法利赛人有祸了!因为你们将薄荷、茴香、芹菜献上十分之一,那律法上更重的事,就是公义、怜悯、信实,反倒不行了。这 更重的 是你们当行的;那也是不可不行的。
23Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
24你们这瞎眼领路的,蠓虫你们就滤出来,骆驼你们倒吞下去。
24Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval.
25「你们这假冒为善的文士和法利赛人有祸了!因为你们洗净杯盘的外面,里面却盛满了勒索和放荡。
25Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder.
26你这瞎眼的法利赛人,先洗净杯盘的里面,好叫外面也干净了。
26Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.
27「你们这假冒为善的文士和法利赛人有祸了!因为你们好像粉饰的坟墓,外面好看,里面却装满了死人的骨头和一切的污秽。
27Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.
28你们也是如此,在人前,外面显出公义来,里面却装满了假善和不法的事。
28Evel-se c'hwi ivez, en diavaez, en em ziskouez reizh d'an dud, met en diabarzh, oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.
29「你们这假冒为善的文士和法利赛人有祸了!因为你们建造先知的坟,修饰义人的墓,说:
29Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh,
30『若是我们在我们祖宗的时候,必不和他们同流先知的血。』
30en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.
31这就是你们自己证明是杀害先知者的子孙了。
31Testiñ a rit evel-se, a-enep deoc'h hoc'h-unan, penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.
32你们去充满你们祖宗的恶贯吧!
32Leuniañ a rit eta muzul ho tadoù.
33你们这些蛇类、毒蛇之种啊,怎能逃脱地狱的刑罚呢?
33Naered, lignez a naered-gwiber, penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn?
34所以我差遣先知和智慧人并文士到你们这里来,有的你们要杀害,要钉十字架;有的你们要在会堂里鞭打,从这城追逼到那城,
34Setu perak e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed; lazhañ hag stagañ ouzh ar groaz a reot darn, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù, hag argas a reot anezho eus an eil kêr d'eben,
35叫世上所流义人的血都归到你们身上,从义人 亚伯 的血起,直到你们在殿和坛中间所杀的 巴拉加 的儿子 撒迦利亚 的血为止。
35evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel, an hini reizh, betek gwad Zakaria, mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
36我实在告诉你们,这一切的罪都要归到这世代了。」
36Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ.
37「 耶路撒冷 啊, 耶路撒冷 啊,你常杀害先知,又用石头打死那奉差遣到你这里来的人。我多次愿意聚集你的儿女,好像母鸡把小鸡聚集在翅膀底下,只是你们不愿意。
37Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
38看哪,你们的家成为荒场留给你们。
38Setu, ho ti a ya da chom hep den,
39我告诉你们,从今以后,你们不得再见我,直等到你们说:『奉主名来的是应当称颂的。』」
39rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.