马太福音 26
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣说完了这一切的话,就对门徒说:
1Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret an holl gomzoù-se, e lavaras d'e ziskibien:
2「你们知道,过两天是逾越节,人子将要被交给人,钉在十字架上。」
2Gouzout a rit emañ ar Pask a-benn daou zevezh, ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
3那时,祭司长和民间的长老聚集在大祭司称为 该亚法 的院里。
3Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
4大家商议要用诡计拿住耶稣,杀他,
4hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv.
5只是说:「当节的日子不可,恐怕民间生乱。」
5Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
6耶稣在 伯大尼 长大麻风的 西门 家里,
6Jezuz, o vezañ e Betania e ti Simon al lovr,
7有一个女人拿着一玉瓶极贵的香膏来,趁耶稣坐席的时候,浇在他的头上。
7ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat eus ur priz bras, hag e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn.
8门徒看见就很不喜悦,说:「何用这样的枉费呢!
8An diskibien, o welout-se, a oa droug enno, hag e lavarjont: Perak ar c'holl-se?
9这 香膏 可以卖许多钱,周济穷人。」
9Rak gallet e vije bet gwerzhañ ar c'hwezh-vat ker, ha reiñ an arc'hant d'ar beorien.
10耶稣看出他们的意思,就说:「为什么难为这女人呢?她在我身上做的是一件美事。
10Met Jezuz, o c'houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d'ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
11因为常有穷人和你们同在;只是你们不常有我。
11Rak c'hwi ho po bepred peorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
12她将这香膏浇在我身上是为我安葬做的。
12Rak, pa he deus skuilhet ar c'hwezh-vat-se war va c'horf, he deus graet kement-se evit va beziadur.
13我实在告诉你们,普天之下,无论在什么地方传这福音,也要述说这女人所行的,作个纪念。」
13Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.
14当下,十二门徒里有一个称为 加略 人 犹大 的,去见祭司长,
14Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras,
15说:「我把他交给你们,你们愿意给我多少钱?」他们就给了他三十块钱。
15hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en lakaio etre ho taouarn? Int a reas marc'had gantañ eus tregont pezh arc'hant.
16从那时候,他就找机会要把耶稣交给他们。
16Diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn.
17除酵节的第一天,门徒来问耶稣说:「你吃逾越 节的筵席 ,要我们在哪里给你预备?」
17Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp dit evit debriñ ar Pask?
18耶稣说:「你们进城去,到某人那里,对他说:『夫子说:我的时候快到了,我与门徒要在你家里守逾越 节 。』」
18Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-'n den, ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien.
19门徒遵着耶稣所吩咐的就去预备了逾越 节的筵席 。
19An diskibien a reas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho, hag e fichjont ar Pask.
20到了晚上,耶稣和十二个门徒坐席。
20Pa voe deuet an abardaez, en em lakaas ouzh taol gant an daouzek.
21正吃的时候,耶稣说:「我实在告诉你们,你们中间有一个人要卖我了。」
21E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am gwerzho.
22他们就甚忧愁,一个一个地问他说:「主,是我吗?」
22Gwall-c'hlac'haret e oant, ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha me eo?
23耶稣回答说:「同我蘸手在盘子里的,就是他要卖我。
23Eñ a respontas dezho: An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh eo am gwerzho.
24人子必要去世,正如 经上 指着他所写的;但卖人子的人有祸了!那人不生在世上倒好。」
24Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.
25卖耶稣的 犹大 问他说:「拉比,是我吗?」耶稣说:「你说的是。」
25Judaz, an hini en gwerzhe, o komz, a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec'h eus.
26他们吃的时候,耶稣拿起饼来,祝福,就擘开,递给门徒,说:「你们拿着吃,这是我的身体」;
26Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas d'an diskibien, o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf.
27又拿起杯来,祝谢了,递给他们,说:「你们都喝这个;
27Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, o lavarout: Evit holl dioutañ,
28因为这是我立约的血,为多人流出来,使罪得赦。
28rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedoù.
29但我告诉你们,从今以后,我不再喝这葡萄汁,直到我在我父的国里同你们喝新的那日子。」
29Me a lavar deoc'h, n'evin mui eus ar frouezh-se eus ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez ganeoc'h e rouantelezh va Zad.
30他们唱了诗,就出来往 橄榄山 去。
30Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.
31那时,耶稣对他们说:「今夜,你们为我的缘故都要跌倒。因为 经上 记着说: 我要击打牧人, 羊就分散了。
31Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet.
32但我复活以后,要在你们以先往 加利利 去。」
32Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.
33彼得 说:「众人虽然为你的缘故跌倒,我却永不跌倒。」
33Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.
34耶稣说:「我实在告诉你,今夜鸡叫以先,你要三次不认我。」
34Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ memes, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.
35彼得 说:「我就是必须和你同死,也总不能不认你。」众门徒都是这样说。
35Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavare ar memes tra.
36耶稣同门徒来到一个地方,名叫 客西马尼 ,就对他们说:「你们坐在这里,等我到那边去祷告。」
36Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma'z in da bediñ ahont.
37于是带着 彼得 和 西庇太 的两个儿子同去,就忧愁起来,极其难过,
37Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken.
38便对他们说:「我心里甚是忧伤,几乎要死;你们在这里等候,和我一同警醒。」
38Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit ganin.
39他就稍往前走,俯伏在地,祷告说:「我父啊,倘若可行,求你叫这杯离开我。然而,不要照我的意思,只要照你的意思。」
39O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
40来到门徒那里,见他们睡着了,就对 彼得 说:「怎么样?你们不能同我警醒片时吗?
40Hag e tistroas da gavout e ziskibien, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n'hoc'h eus ket gallet beilhañ un eur ganin?
41总要警醒祷告,免得入了迷惑。你们心灵固然愿意,肉体却软弱了。」
41Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.
42第二次又去祷告说:「我父啊,这杯若不能离开我,必要我喝,就愿你的意旨成全。」
42Mont a reas adarre un eil gwech, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!
43又来,见他们睡着了,因为他们的眼睛困倦。
43O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet.
44耶稣又离开他们去了。第三次祷告,说的话还是与先前一样。
44O c'huitaat a reas adarre, hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout ar memes komzoù.
45于是来到门徒那里,对他们说:「现在你们仍然睡觉安歇吧!时候到了,人子被卖在罪人手里了。
45Neuze e tistroas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.
46起来!我们走吧。看哪,卖我的人近了!」
46Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta.
47说话之间,那十二个门徒里的 犹大 来了,并有许多人带着刀棒,从祭司长和民间的长老那里与他同来。
47Evel ma komze c'hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
48那卖耶稣的给了他们一个暗号,说:「我与谁亲嘴,谁就是他。你们可以拿住他。」
48An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ.
49犹大 随即到耶稣跟前,说:「请拉比安」,就与他亲嘴。
49Raktal e tostaas ouzh Jezuz, hag e lavaras dezhañ: Salud, Mestr! Hag e pokas dezhañ.
50耶稣对他说:「朋友,你来要做的事,就做吧。」于是那些人上前,下手拿住耶稣。
50Jezuz a lavaras dezhañ: Va mignon, evit petra out amañ? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ.
51有跟随耶稣的一个人伸手拔出刀来,将大祭司的仆人砍了一刀,削掉了他一个耳朵。
51Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ.
52耶稣对他说:「收刀入鞘吧!凡动刀的,必死在刀下。
52Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h; rak an holl re a gemero ar c'hleze, a varvo dre ar c'hleze.
53你想,我不能求我父现在为我差遣十二营多天使来吗?
53Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
54若是这样,经上所说,事情必须如此的话怎么应验呢?」
54Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se?
55当时,耶稣对众人说:「你们带着刀棒出来拿我,如同拿强盗吗?我天天坐在殿里教训人,你们并没有拿我。
55D'an ampoent-se, Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret.
56但这一切的事成就了,为要应验先知书上的话。」当下,门徒都离开他,逃走了。
56Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo peurc'hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien, o vezañ e zilezet, a dec'has kuit.
57拿耶稣的人把他带到大祭司 该亚法 那里去;文士和长老已经在那里聚会。
57Ar re o devoa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.
58彼得 远远地跟着耶稣,直到大祭司的院子,进到里面,就和差役同坐,要看这事到底怎样。
58Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag, o vezañ aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se.
59祭司长和全公会寻找假见证控告耶稣,要治死他。
59Neuze, ar veleien vras, [an henaourien,] hag an holl sanedrin a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv.
60虽有好些人来作假见证,总得不着实据。末后有两个人前来,说:
60Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras:
61「这个人曾说:『我能拆毁 神的殿,三日内又建造起来。』」
61Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue, hag en adsevel e tri devezh.
62大祭司就站起来,对耶稣说:「你什么都不回答吗?这些人作见证告你的是什么呢?」
62Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep?
63耶稣却不言语。大祭司对他说:「我指着永生 神叫你起誓告诉我们,你是 神的儿子基督不是?」
63Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue.
64耶稣对他说:「你说的是。然而,我告诉你们,后来你们要看见人子坐在那权能者的右边,驾着天上的云降临。」
64Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.
65大祭司就撕开衣服,说:「他说了僭妄的话,我们何必再用见证人呢?这僭妄的话,现在你们都听见了。
65Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus e ledoued;
66你们的意见如何?」他们回答说:「他是该死的。」
66petra a soñjit a-se? Respont a rejont: Din eo da vervel.
67他们就吐唾沫在他脸上,用拳头打他,也有用手掌打他的,说:
67Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont dezhañ karvanadoù ha jodadoù,
68「基督啊!你是先知,告诉我们打你的是谁?」
68o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?
69彼得 在外面院子里坐着,有一个使女前来,说:「你素来也是同那 加利利 人耶稣一伙的。」
69Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead.
70彼得 在众人面前却不承认,说:「我不知道你说的是什么!」
70Met eñ a nac'has dirak an holl, o lavarout: N'ouzon ket petra a lavarez;
71既出去,到了门口,又有一个 使女 看见他,就对那里的人说:「这个人也是同 拿撒勒 人耶稣一伙的。」
71Evel ma'z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ, hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
72彼得 又不承认,并且起誓说:「我不认得那个人。」
72Eñ a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se.
73过了不多的时候,旁边站着的人前来,对 彼得 说:「你真是他们一党的,你的口音把你露出来了。」
73Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.
74彼得 就发咒起誓地说:「我不认得那个人。」立时,鸡就叫了。
74Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas;
75彼得 想起耶稣所说的话:「鸡叫以先,你要三次不认我。」他就出去痛哭。
75ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.