马太福音 14
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1那时,分封的王 希律 听见耶稣的名声,
1En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz, a lavaras d'e servijerien:
2就对臣仆说:「这是施洗的 约翰 从死里复活,所以这些异能从他里面发出来。」
2Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.
3起先, 希律 为他兄弟 腓力 的妻子 希罗底 的缘故,把 约翰 拿住,锁在监里。
3Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa e ereet ha lakaet er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
4因为 约翰 曾对他说:「你娶这妇人是不合理的。」
4rak Yann a lavare dezhañ: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg.
5希律 就想要杀他,只是怕百姓,因为他们以 约翰 为先知。
5C'hoant en devoa d'e lakaat da vervel, met aon en devoa rak ar bobl, dre ma oa kemeret Yann ganto evit ur profed.
6到了 希律 的生日, 希罗底 的女儿在众人面前跳舞,使 希律 欢喜。
6Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirak an dud, hag a blijas da Herodez,
7希律 就起誓,应许随她所求的给她。
7en hevelep doare ma roas e c'her dezhi gant le, penaos e roje dezhi ar pezh a c'houlennje.
8女儿被母亲所使,就说:「请把施洗 约翰 的头放在盘子里,拿来给我。」
8Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.
9王便忧愁,但因他所起的誓,又因同席的人,就吩咐给她;
9Ar roue a voe glac'haret; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi,
10于是打发人去,在监里斩了 约翰 ,
10hag e kasas da zibennañ Yann er prizon.
11把头放在盘子里,拿来给了女子;女子拿去给她母亲。
11E benn a voe degaset war ur plad, ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
12约翰 的门徒来,把尸首领去埋葬了,就去告诉耶稣。
12Diskibien Yann a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e sebeilhjont anezhañ.; hag ez ejont d'e lavarout da Jezuz.
13耶稣听见了,就上船从那里独自退到野地里去。众人听见,就从各城里步行跟随他。
13Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù.
14耶稣出来,见有许多的人,就怜悯他们,治好了他们的病人。
14Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud; truez en devoe outo, hag e yac'haas o c'hlañvourien.
15天将晚的时候,门徒进前来,说:「这是野地,时候已经过了,请叫众人散开,他们好往村子里去,自己买吃的。」
15An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo; kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù, da brenañ boued.
16耶稣说:「不用他们去,你们给他们吃吧!」
16Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriñ dezho.
17门徒说:「我们这里只有五个饼,两条鱼。」
17Lavarout a rejont dezhañ: N'hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk.
18耶稣说:「拿过来给我。」
18Eñ a lavaras: Degasit int din.
19于是吩咐众人坐在草地上,就拿着这五个饼,两条鱼,望着天祝福,擘开饼,递给门徒,门徒又递给众人。
19Ober a reas d'ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù. Neuze e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.
20他们都吃,并且吃饱了,把剩下的零碎收拾起来,装满了十二个篮子。
20Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù.
21吃的人,除了妇女孩子,约有五千。
21Ar re o devoa debret a oa war-dro pemp mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.
22耶稣随即催门徒上船,先渡到那边去,等他叫众人散开。
22Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje kuit ar bobl.
23散了众人以后,他就独自上山去祷告。到了晚上,只有他一人在那里。
23P'en devoe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ, a-du; an abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
24那时船在海中,因风不顺,被浪摇撼。
24Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagennoù, rak an avel a oa en o enep.
25夜里四更天,耶稣在海面上走,往门徒那里去。
25D'ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor.
26门徒看见他在海面上走,就惊慌了,说:「是个鬼怪!」便害怕,喊叫起来。
26Pa welas an diskibien anezhañ, o vale war ar mor, o devoa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont.
27耶稣连忙对他们说:「你们放心,是我,不要怕!」
27Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.
28彼得 说:「主,如果是你,请叫我从水面上走到你那里去。」
28Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar deo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier.
29耶稣说:「你来吧。」 彼得 就从船上下去,在水面上走,要到耶稣那里去;
29Eñ a lavaras dezhañ: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier, evit mont da gavout Jezuz.
30只因见风甚大,就害怕,将要沉下去,便喊着说:「主啊,救我!」
30Met, pa welas e oa kreñv an avel, en devoa aon; hag evel ma tonae en dour, e krias, o lavarout: Aotrou, va savete!
31耶稣赶紧伸手拉住他,说:「你这小信的人哪,为什么疑惑呢?」
31Raktal Jezuz, oc'h astenn e zorn, a grogas ennañ, hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet?
32他们上了船,风就住了。
32Hag e pignjont er vag, hag an avel a baouezas.
33在船上的人都拜他,说:「你真是 神的儿子了。」
33Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.
34他们过了 海 ,来到 革尼撒勒 地方。
34P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared.
35那里的人一认出是耶稣,就打发人到周围地方去,把所有的病人带到他那里,
35Tud al lec'h-mañ, o vezañ anavezet Jezuz, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhañ an holl dud klañv.
36只求耶稣准他们摸他的衣裳 子;摸着的人就都好了。
36Pediñ a rejont anezhañ d'o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac'haet.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.