马太福音 17
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1过了六天,耶稣带着 彼得 、 雅各 ,和 雅各 的兄弟 约翰 ,暗暗地上了高山,
1C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel;
2就在他们面前变了形象,脸面明亮如日头,衣裳洁白如光。
2hag e voe treuzneuziet dirazo; e zremm a lugernas evel an heol, hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar goulou.
3忽然,有 摩西 、 以利亚 向他们显现,同耶稣说话。
3Ha setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gantañ.
4彼得 对耶稣说:「主啊,我们在这里真好!你若愿意,我就在这里搭三座棚,一座为你,一座为 摩西 ,一座为 以利亚 。」
4Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ; mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia.
5说话之间,忽然有一朵光明的云彩遮盖他们,且有声音从云彩里出来,说:「这是我的爱子,我所喜悦的。你们要听他!」
5Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d'o golo; ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ.
6门徒听见,就俯伏在地,极其害怕。
6Pa glevjont ar vouezh-se, an diskibien a gouezhas war o genou, hag o devoe ur spont bras.
7耶稣进前来,摸他们,说:「起来,不要害怕!」
7Met Jezuz, o tostaat, a stokas outo hag a lavaras dezho: Savit, n'ho pet ket aon!
8他们举目不见一人,只见耶稣在那里。
8Sevel a rejont o daoulagad, he ne weljont nemet Jezuz e-unan ganto.
9下山的时候,耶稣吩咐他们说:「人子还没有从死里复活,你们不要将所看见的告诉人。」
9Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar welidigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.
10门徒问耶稣说:「文士为什么说 以利亚 必须先来?」
10An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
11耶稣回答说:「 以利亚 固然先来,并要复兴万事;
11Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra.
12只是我告诉你们, 以利亚 已经来了,人却不认识他,竟任意待他。人子也将要这样受他们的害。」
12Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez, e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh.
13门徒这才明白耶稣所说的是指着施洗的 约翰 。
13Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.
14耶稣和门徒到了众人那里,有一个人来见耶稣,跪下,
14O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d'an daoulin dirazañ, o lavarout:
15说:「主啊,怜悯我的儿子!他害癫痫的病很苦,屡次跌在火里,屡次跌在水里。
15Aotrou! Az pez truez ouzh va mab; loariek eo ha gwall boaniet; alies e kouezh en tan, hag alies en dour.
16我带他到你门徒那里,他们却不能医治他。」
16Degaset em eus anezhañ da'z tiskibien, ha n'o deus ket gallet e yac'haat.
17耶稣说:「嗳!这又不信又悖谬的世代啊,我在你们这里要到几时呢?我忍耐你们要到几时呢?把他带到我这里来吧!」
17O rummad diskredik ha fall, a respontas Jezuz, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ amañ din.
18耶稣斥责那鬼,鬼就出来;从此孩子就痊愈了。
18Jezuz a c'hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhañ; ar bugel a voe yac'haet war an eur memes.
19门徒暗暗地到耶稣跟前,说:「我们为什么不能赶出那鬼呢?」
19Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?
20耶稣说:「是因你们的信心小。我实在告诉你们,你们若有信心,像一粒芥菜种,就是对这座山说:『你从这边挪到那边』,它也必挪去;并且你们没有一件不能做的事了。
20Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h, e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe; netra ne vefe dibosupl deoc'h.
21至于这一类的鬼,若不祷告、禁食,他就不出来。」
21Met ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn hag ar yun.
22他们还住在 加利利 的时候,耶稣对门徒说:「人子将要被交在人手里。
22E-pad ma'z aent dre C'halilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud;
23他们要杀害他,第三日他要复活。」门徒就大大地忧愁。
23e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret a-se.
24到了 迦百农 ,有收丁税的人来见 彼得 ,说:「你们的先生不纳丁税吗?」
24Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?
25彼得 说:「纳。」他进了屋子,耶稣先向他说:「 西门 ,你的意思如何?世上的君王向谁征收关税、丁税?是向自己的儿子呢?是向外人呢?」
25Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit Simon? Digant piv e kemer, rouaned an douar, an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien, pe digant an diavaezidi?
26彼得 说:「是向外人。」耶稣说:「既然如此,儿子就可以免税了。
26Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta, a zo diskarg diouto.
27但恐怕触犯他们,你且往海边去钓鱼,把先钓上来的鱼拿起来,开了它的口,必得一块钱,可以拿去给他们,作你我的税银。」
27Met, evit na roimp ket ur skouer fall dezho, kae d'ar mor, taol an higenn, tenn ar c'hentañ pesk a zeuio, digor e c'henou, hag e kavi ur stater. Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.