马太福音 19
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣说完了这些话,就离开 加利利 ,来到 犹太 的境界 约旦河 外。
1P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea, hag e teuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan.
2有许多人跟着他,他就在那里把他们 的病人 治好了。
2Ur bobl vras a heulias anezhañ, hag eno e yac'haas ar re glañv.
3有法利赛人来试探耶稣,说:「人无论什么缘故都可以休妻吗?」
3Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit, n'eus forzh evit peseurt abeg?
4耶稣回答说:「那起初造人的,是造男造女,
4Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas gwaz ha plac'h,
5并且说:『因此,人要离开父母,与妻子连合,二人成为一体。』 这经 你们没有念过吗?
5ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg, hag e vint ur c'hig hepken?
6既然如此,夫妻不再是两个人,乃是一体的了。所以, 神配合的,人不可分开。」
6Evel-se, ne dint mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.
7法利赛人说:「这样, 摩西 为什么吩咐给妻子休书,就可以休她呢?」
7Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez lezet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit?
8耶稣说:「 摩西 因为你们的心硬,所以许你们休妻,但起初并不是这样。
8Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo, en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez; er penn-kentañ, ne oa ket evel-se.
9我告诉你们,凡休妻另娶的,若不是为淫乱的缘故,就是犯奸淫了;有人娶那被休的妇人,也是犯奸淫了。」
9Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, [ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh].
10门徒对耶稣说:「人和妻子既是这样,倒不如不娶。」
10E ziskibien a lavaras dezhañ: Mar deo evel-se doare an den gant e wreg, n'eo ket talvoudus dimeziñ.
11耶稣说:「这话不是人都能领受的,惟独赐给谁,谁才能领受。
11Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho.
12因为有生来是阉人,也有被人阉的,并有为天国的缘故自阉的。这话谁能领受就可以领受。」
12Rak bez' ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc'h-unan eunuked, abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c'hell kompren.
13那时,有人带着小孩子来见耶稣,要耶稣给他们按手祷告,门徒就责备那些人。
13Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno, ha ma pedje evito. Met an diskibien o fellae.
14耶稣说:「让小孩子到我这里来,不要禁止他们;因为在天国的,正是这样的人。」
14Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan, ha na zifennit ket outo dont davedon; rak rouantelezh an neñvoù a zo d'an nep a zo heñvel outo.
15耶稣给他们按手,就离开那地方去了。
15Lakaat a reas e zaouarn warno, hag ez eas kuit ac'hano.
16有一个人来见耶稣,说:「夫子,我该做什么善事才能得永生?」
16Ha setu, un den a dostaas hag a lavaras da Jezuz: Mestr, peseurt mad a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
17耶稣对他说:「你为什么以善事问我呢?只有一位是善的。你若要进入 永 生,就当遵守诫命。」
17Eñ a respontas dezhañ: Perak e c'houlennez ouzhin diwar-benn ar mad? Unan hepken a zo mat, [Doue]. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoù. Pere? emezañ.
18他说:「什么诫命?」耶稣说:「就是不可杀人;不可奸淫;不可偷盗;不可作假见证;
18Jezuz a respontas: Ne lazhi ket; Ne ri ket avoultriezh; Ne laeri ket; Ne lavari ket a falstesteni;
19当孝敬父母;又当爱人如己。」
19Enor da dad ha da vamm; ha: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
20那少年人说:「这一切我都遵守了,还缺少什么呢?」
20An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se [adalek va yaouankiz]; petra a vank din c'hoazh?
21耶稣说:「你若愿意作完全人,可去变卖你所有的,分给穷人,就必有财宝在天上;你还要来跟从我。」
21Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ parfet, kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon.
22那少年人听见这话,就忧忧愁愁地走了,因为他的产业很多。
22Goude bezañ klevet ar c'homzoù-se, an den yaouank a yeas gwall-drist, rak madoù bras en devoa.
23耶稣对门徒说:「我实在告诉你们,财主进天国是难的。
23Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Me a lavar deoc'h e gwirionez, diaes eo d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh an neñvoù.
24我又告诉你们,骆驼穿过针的眼,比财主进 神的国还容易呢!」
24En lavarout a ran deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
25门徒听见这话,就希奇得很,说:「这样谁能得救呢?」
25An diskibien o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras, hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
26耶稣看着他们,说:「在人这是不能的,在 神凡事都能。」
26Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.
27彼得 就对他说:「看哪,我们已经撇下所有的跟从你,将来我们要得什么呢?」
27Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet; petra a vo evidomp?
28耶稣说:「我实在告诉你们,你们这跟从我的人,到复兴的时候,人子坐在他荣耀的宝座上,你们也要坐在十二个宝座上,审判 以色列 十二个支派。
28Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
29凡为我的名撇下房屋,或是弟兄、姊妹、父亲、母亲、 儿女、田地的,必要得着百倍,并且承受永生。
29Ha piv bennak en devo kuitaet abalamour da'm anv, breudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, pe diez, a resevo kant kement all, hag a herito ar vuhez peurbadus.
30然而,有许多在前的,将要在后;在后的,将要在前。」
30Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.