马太福音 8
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣下了山,有许多人跟着他。
1Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezhañ.
2有一个长大麻风的来拜他,说:「主若肯,必能叫我洁净了。」
2Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
3耶稣伸手摸他,说:「我肯,你洁净了吧!」他的大麻风立刻就洁净了。
3Jezuz a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu, e lorgnez a voe glanaet.
4耶稣对他说:「你切不可告诉人,只要去把身体给祭司察看,献上 摩西 所吩咐的礼物,对众人作证据。」
4Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
5耶稣进了 迦百农 ,有一个百夫长进前来,求他说:
5Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c'hantener a zeuas d'e gavout,
6「主啊,我的仆人害瘫痪病,躺在家里,甚是疼苦。」
6ouzh e bediñ, hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet klañv em zi, seizet, hag emañ e gwall boan.
7耶稣说:「我去医治他。」
7Jezuz a lavaras dezhañ: Mont a rin, hag e yac'hain anezhañ.
8百夫长回答说:「主啊,你到我舍下,我不敢当;只要你说一句话,我的仆人就必好了。
8Ar c'hantener a respontas: Aotrou, n'on ket din e teufes dindan va zoenn; met lavar ur ger hepken, ha va mevel a vo yac'haet.
9因为我在人的权下,也有兵在我以下;对这个说『去!』他就去;对那个说『来!』他就来;对我的仆人说:『你做这事!』他就去做。」
9Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded, hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a, d'egile: Deus! Hag e teu, ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
10耶稣听见就希奇,对跟从的人说:「我实在告诉你们,这么大的信心,就是在 以色列 中,我也没有遇见过。
10Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet, hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
11我又告诉你们,从东从西,将有许多人来,在天国里与 亚伯拉罕 、 以撒 、 雅各 一同坐席;
11Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù, gant Abraham, Izaak ha Jakob,
12惟有本国的子民竟被赶到外边黑暗里去,在那里必要哀哭切齿了。」
12met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
13耶稣对百夫长说:「你回去吧!照你的信心,给你成全了。」那时,他的仆人就好了。
13Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez da feiz. Hag en eur-se memes, e vevel a voe yac'haet.
14耶稣到了 彼得 家里,见 彼得 的岳母害热病躺着。
14Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas mamm-gaer Pêr en he gwele, klañv gant an derzhienn.
15耶稣把她的手一摸,热就退了;她就起来服事耶稣。
15O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti; hi a savas hag a servijas anezho.
16到了晚上,有人带着许多被鬼附的来到耶稣跟前,他只用一句话就把鬼都赶出去,并且治好了一切有病的人。
16An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaoulien. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv,
17这是要应验先知 以赛亚 的话,说: 他代替我们的软弱, 担当我们的疾病。
17evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù, ha douget en deus hor c'hleñvedoù.
18耶稣见许多人围着他,就吩咐渡到那边去。
18Met Jezuz, o welout kalz a dud war e dro, a c'hourc'hemennas tremen en tu all.
19有一个文士来,对他说:「夫子,你无论往哪里去,我要跟从你。」
19Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhañ: Va mestr, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i.
20耶稣说:「狐狸有洞,天空的飞鸟有窝,人子却没有枕头的地方。」
20Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
21又有一个门徒对耶稣说:「主啊,容我先回去埋葬我的父亲。」
21Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
22耶稣说:「任凭死人埋葬他们的死人;你跟从我吧!」
22Jezuz a lavaras dezhañ: Heul ac'hanon, ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.
23耶稣上了船,门徒跟着他。
23Pignat a reas en ur vag, hag e ziskibien en heulias.
24海里忽然起了暴风,甚至船被波浪掩盖;耶稣却睡着了。
24Neuze e savas ur barrad gwall-amzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske.
25门徒来叫醒了他,说:「主啊,救我们,我们丧命啦!」
25E ziskibien a zeuas, hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll.
26耶稣说:「你们这小信的人哪,为什么胆怯呢?」于是起来,斥责风和海,风和海就大大地平静了。
26Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
27众人希奇,说:「这是怎样的人?连风和海也听从他了!」
27An dud-se a voe souezhet, hag a lavare: Piv eo hemañ, ma sent memes an avelioù hag ar mor outañ?
28耶稣既渡到那边去,来到 加大拉 人的地方,就有两个被鬼附的人从坟茔里出来迎着他,极其凶猛,甚至没有人能从那条路上经过。
28Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaoulien, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant, ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.
29他们喊着说:「 神的儿子,我们与你有什么相干?时候还没有到,你就上这里来叫我们受苦吗?」
29Ha setu e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz, Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?
30离他们很远,有一大群猪吃食。
30Bez' e oa, ur pennad diouzh eno, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ.
31鬼就央求耶稣,说:「若把我们赶出去,就打发我们进入猪群吧!」
31Hag an diaoulien en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se.
32耶稣说:「去吧!」鬼就出来,进入猪群。全群忽然闯下山崖,投在海里淹死了。
32Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h; ha setu an holl vandenn en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.
33放猪的就逃跑进城,将这一切事和被鬼附的人所遭遇的都告诉人。
33Ar re o mesae a dec'has kuit, hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaoulien.
34合城的人都出来迎见耶稣,既见了就央求他离开他们的境界。
34Ha setu holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz; o vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.