马太福音 27
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1到了早晨,众祭司长和民间的长老大家商议要治死耶稣,
1Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv.
2就把他捆绑,解去,交给巡抚 彼拉多 。
2O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.
3这时候,卖耶稣的 犹大 看见耶稣已经定了罪,就后悔,把那三十块钱拿回来给祭司长和长老,说:
3Neuze, Judaz, an hini en devoa e werzhet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas morc'hed dezhañ, hag e tegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien,
4「我卖了无辜之人的血是有罪了。」他们说:「那与我们有什么相干?你自己承当吧!」
4o lavarout: Pec'het em eus o werzhañ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.
5犹大 就把那银钱丢在殿里,出去吊死了。
5Goude m'en devoe taolet ar pezhioù arc'hant en templ, ez eas kuit, hag en em grougas.
6祭司长拾起银钱来,说:「这是血价,不可放在库里。」
6Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma'z int priz ar gwad.
7他们商议,就用那银钱买了窑户的一块田,为要埋葬外乡人。
7Hag, o vezañ en em guzuliet, e prenjont park ar poder, evit beziañ an diavaezidi.
8所以那块田直到今日还叫做「血田」。
8Setu perak eo galvet ar park-se, Park ar Gwad, betek hiziv.
9这就应了先知 耶利米 的话,说:「他们用那三十块钱,就是被估定之人的价钱,是 以色列 人中所估定的,
9Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia, ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, eus an hini a zo bet lakaet e briz gant bugale Israel,
10买了窑户的一块田;这是照着主所吩咐我的。」
10hag o rojont evit park ar poder, evel m'en deus an Aotrou urzhiet din.
11耶稣站在巡抚面前;巡抚问他说:「你是 犹太 人的王吗?」耶稣说:「你说的是。」
11Jezuz a voe lakaet dirak ar gouarnour; ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
12他被祭司长和长老控告的时候,什么都不回答。
12Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra.
13彼拉多 就对他说:「他们作见证告你这么多的事,你没有听见吗?」
13Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit?
14耶稣仍不回答,连一句话也不说,以致巡抚甚觉希奇。
14Met eñ ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet- meurbet.
15巡抚有一个常例,每逢这节期,随众人所要的释放一个囚犯给他们。
15Ar gouarnour en devoa ar c'hiz, da bep gouel, da leuskel d'ar bobl an hini eus ar brizonidi a c'houlennent.
16当时有一个出名的囚犯叫 巴拉巴 。
16Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz.
17众人聚集的时候, 彼拉多 就对他们说:「你们要我释放哪一个给你们?是 巴拉巴 呢?是称为基督的耶稣呢?」
17Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a c'halver Krist?
18巡抚原知道他们是因为嫉妒才把他解了来。
18Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa e lakaet etre e zaouarn.
19正坐堂的时候,他的夫人打发人来说:「这义人的事,你一点不可管,因为我今天在梦中为他受了许多的苦。」
19E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te; rak gwall-boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.
20祭司长和长老挑唆众人,求释放 巴拉巴 ,除灭耶稣。
20Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c'houlenn Barabbaz, ha da lakaat koll Jezuz.
21巡抚对众人说:「这两个人,你们要我释放哪一个给你们呢?」他们说:「 巴拉巴 。」
21Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz.
22彼拉多 说:「这样,那称为基督的耶稣我怎么办他呢?」他们都说:「把他钉十字架!」
22Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c'halver Krist? Holl a lavarjont: Ra vo staget ouzh ar groaz!
23巡抚说:「为什么呢?他做了什么恶事呢?」他们便极力地喊着说:「把他钉十字架!」
23Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug en deus graet? Hag e krient kreñvoc'h, o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz!
24彼拉多 见说也无济于事,反要生乱,就拿水在众人面前洗手,说:「流这义人的血,罪不在我,你们承当吧。」
24Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ; soñjit-se.
25众人都回答说:「他的血归到我们和我们的子孙身上。」
25Hag an holl bobl a respontas: Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale!
26于是 彼拉多 释放 巴拉巴 给他们,把耶稣鞭打了,交给人钉十字架。
26Neuze e laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en lakaas etre o daouarn evit bezañ staget ouzh ar groaz.
27巡抚的兵就把耶稣带进衙门,叫全营的兵都聚集在他那里。
27Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi, hag e tastumjont en-dro dezhañ an holl strollad.
28他们给他脱了衣服,穿上一件朱红色袍子,
28O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-skarlek.
29用荆棘编做冠冕,戴在他头上,拿一根苇子放在他右手里,跪在他面前,戏弄他,说:「恭喜, 犹太 人的王啊!」
29O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ, o lavarout: Me a salud ac'hanout, roue ar Yuzevien.
30又吐唾沫在他脸上,拿苇子打他的头。
30Hag o vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.
31戏弄完了,就给他脱了袍子,仍穿上他自己的衣服,带他出去,要钉十字架。
31Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro, hag e kasjont anezhañ evit e lakaat ouzh ar groaz.
32他们出来的时候,遇见一个 古利奈 人,名叫 西门 ,就勉强他同去,好背着耶稣的十字架。
32Evel ma teuent er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e lakajont anezhañ da zougen kroaz Jezuz.
33到了一个地方名叫 各各他 ,意思就是「髑髅地」。
33O vezañ erruet en ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn,
34兵丁拿苦胆调和的酒给耶稣喝;他尝了,就不肯喝。
34e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl; ha p'en devoe e dañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ.
35他们既将他钉在十字架上,就拈阄分他的衣服,
35Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord.
36又坐在那里看守他。
36Hag, o vezañ azezet, e tiwalljont anezhañ.
37在他头以上安一个牌子,写着他的罪状,说:「这是 犹太 人的王耶稣。」
37Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh, dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ ROUE AR YUZEVIEN.
38当时,有两个强盗和他同钉十字架,一个在右边,一个在左边。
38Neuze e voe kroazstaget gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ.
39从那里经过的人讥诮他,摇着头,说:
39Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn,
40「你这拆毁 圣 殿、三日又建造起来的,可以救自己吧!你如果是 神的儿子,就从十字架上下来吧!」
40hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz!
41祭司长和文士并长老也是这样戏弄他,说:
41Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed hag an henaourien, a lavare, en ur c'hoapaat:
42「他救了别人,不能救自己。他是 以色列 的王,现在可以从十字架上下来,我们就信他。
42Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan! Mar deo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz, hag e kredimp ennañ!
43他倚靠 神, 神若喜悦他,现在可以救他;因为他曾说:『我是 神的儿子。』」
43En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ, mar en em blij ennañ; rak lavaret en deus: Mab Doue on!
44那和他同钉的强盗也是这样地讥诮他。
44Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù.
45从午正到申初,遍地都黑暗了。
45Adalek ar c'hwec'hvet eur betek an navet, e voe teñvalijenn war an douar holl.
46约在申初,耶稣大声喊着说:「以利!以利!拉马撒巴各大尼?」就是说:「我的 神!我的 神!为什么离弃我?」
46Ha war-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?
47站在那里的人,有的听见就说:「这个人呼叫 以利亚 呢!」
47Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia.
48内中有一个人赶紧跑去,拿海绒蘸满了醋,绑在苇子上,送给他喝。
48Ha raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn, hag o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ.
49其余的人说:「且等着,看 以利亚 来救他不来。」
49Met ar re all a lavare: Lez; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e saveteiñ.
50耶稣又大声喊叫,气就断了。
50Neuze Jezuz, o vezañ taolet adarre ur griadenn vras, a rentas e spered.
51忽然,殿里的幔子从上到下裂为两半,地也震动,磐石也崩裂,
51Ha setu, gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,
52坟墓也开了,已睡圣徒的身体多有起来的。
52ar bezioù a zigoras, ha meur a gorf ar sent a oa marv, a adsavas a varv;
53到耶稣复活以后,他们从坟墓里出来,进了圣城,向许多人显现。
53hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude adsavidigezh Jezuz a varv, ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz.
54百夫长和一同看守耶稣的人看见地震并所经历的事,就极其害怕,说:「这真是 神的儿子了!」
54Neuze, ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
55有好些妇女在那里,远远地观看;她们是从 加利利 跟随耶稣来服事他的。
55Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell; heuliet o devoa Jezuz adalek Galilea, ouzh e servijañ.
56内中有 抹大拉 的 马利亚 ,又有 雅各 和 约西 的母亲 马利亚 ,并有 西庇太 两个儿子的母亲。
56En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm da Jakez ha da Jozef, ha mamm mibien Zebedea.
57到了晚上,有一个财主,名叫 约瑟 ,是 亚利马太 来的,他也是耶稣的门徒。
57Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz.
58这人去见 彼拉多 ,求耶稣的身体; 彼拉多 就吩咐给他。
58Mont a reas da gavout Pilat, hag e c'houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c'hourc'hemennas reiñ ar c'horf.
59约瑟 取了身体,用干净细麻布裹好,
59Jozef a gemeras ar c'horf, en goloas gant ul lienenn gwenn,
60安放在自己的新坟墓里,就是他凿在磐石里的。他又把大石头滚到墓门口,就去了。
60hag a lakaas anezhañ en e vez nevez e-unan en devoa toullet er roc'h; ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.
61有 抹大拉 的 马利亚 和那个 马利亚 在那里,对着坟墓坐着。
61Mari a Vagdala hag ar Vari all, a oa azezet eno, e-tal ar bez.
62次日,就是预备日的第二天,祭司长和法利赛人聚集来见 彼拉多 ,说:
62An deiz war-lerc'h a oa deiz goude ar c'hempennadur; ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas hag a yeas da gavout Pilat,
63「大人,我们记得那诱惑人的还活着的时候曾说:『三日后我要复活。』
63hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp, penaos an trompler-se a lavare pa oa bev: A-benn tri devezh, ec'h adsavin a varv.
64因此,请吩咐人将坟墓把守妥当,直到第三日,恐怕他的门徒来,把他偷了去,就告诉百姓说:『他从死里复活了。』这样,那后来的迷惑比先前的更利害了!」
64Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien [en noz] d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ.
65彼拉多 说:「你们有看守的兵,去吧!尽你们所能的把守妥当。」
65Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit eñ evel ma karot.
66他们就带着看守的兵同去,封了石头,将坟墓把守妥当。
66Mont a rejont eta kuit, hag e lakajont e surentez ar bez, en ur siellañ ar maen, hag o lakaat gwarded war e dro.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.