马太福音 10
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣叫了十二个门徒来,给他们权柄,能赶逐污鬼,并医治各样的病症。
1Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur, ha da yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn.
2这十二使徒的名:头一个叫 西门 (又称 彼得 ),还有他兄弟 安得烈 , 西庇太 的儿子 雅各 和 雅各 的兄弟 约翰 ,
2Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
3腓力 和 巴多罗买 , 多马 和税吏 马太 , 亚勒腓 的儿子 雅各 ,和 达太 ,
3Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
4奋锐党的 西门 ,还有卖耶稣的 加略 人 犹大 。
4Simon ar C'hananead, ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.
5耶稣差这十二个人去,吩咐他们说:「外邦人的路,你们不要走; 撒马利亚 人的城,你们不要进;
5Jezuz a gasas an daouzek den-se, goude bezañ roet dezho ar gourc'hemennoù war-lerc'h: N'it ket etrezek ar baganed, ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned;
6宁可往 以色列 家迷失的羊那里去。
6met, it kentoc'h etrezek deñved kollet ti Israel.
7随走随传,说『天国近了!』
7En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neñvoù a zo tost.
8医治病人,叫死人复活,叫长大麻风的洁净,把鬼赶出去。你们白白地得来,也要白白地舍去。
8Pareit ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaoulien; resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra.
9腰袋里不要带金银铜钱;
9Na gemerit nag aour, nag arc'hant, na moneiz en ho kouriz,
10行路不要带口袋;不要带两件褂子,也不要带鞋和拐杖。因为工人得饮食是应当的。
10na sac'h evit ar veaj, na daou wiskamant, na botoù, na bazh; rak al labourer a zo dleet dezhañ e voued.
11你们无论进哪一城,哪一村,要打听那里谁是好人,就住在他家,直住到走的时候。
11E peseurt kêr bennak pe bourc'h bennak ma'z eot, goulennit piv a zo din d'ho tegemer, ha chomit eno betek ma'z eot kuit.
12进他家里去,要请他的安。
12En ur vont e-barzh an ti, saludit-eñ,
13那家若配得平安,你们所求的平安就必临到那家;若不配得,你们所求的平安仍归你们。
13ha, mar deo din an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warnañ; met, ma n'eo ket din, ra zistroio ho peoc'h deoc'h.
14凡不接待你们、不听你们话的人,你们离开那家,或是那城的时候,就把脚上的尘土跺下去。
14Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha ne selaouint ket ho komzoù, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid.
15我实在告诉你们,当审判的日子, 所多玛 和 蛾摩拉 所受的,比那城还容易受呢!」
15Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.
16「我差你们去,如同羊进入狼群;所以你们要灵巧像蛇,驯良像鸽子。
16Setu, e kasan ac'hanoc'h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered, ha eeun evel koulmed.
17你们要防备人;因为他们要把你们交给公会,也要在会堂里鞭打你们,
17Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogennoù;
18并且你们要为我的缘故被送到诸侯君王面前,对他们和外邦人作见证。
18Kaset e viot dirak gouarnerien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed.
19你们被交的时候,不要思虑怎样说话,或说什么话。到那时候,必赐给你们当说的话;
19Met pa viot lakaet etre o daouarn, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma komzot, nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc'h en eur-se ar pezh ho po da lavarout.
20因为不是你们自己说的,乃是你们父的灵在你们里头说的。
20Rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc'h.
21弟兄要把弟兄,父亲要把儿子,送到死地;儿女要与父母为敌,害死他们;
21Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.
22并且你们要为我的名被众人恨恶。惟有忍耐到底的必然得救。
22Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.
23有人在这城里逼迫你们,就逃到那城里去。我实在告诉你们, 以色列 的城邑,你们还没有走遍,人子就到了。
23Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'un all; me a lavar deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel, ma vo deuet Mab an den.
24学生不能高过先生;仆人不能高过主人。
24An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou.
25学生和先生一样,仆人和主人一样,也就罢了。人既骂家主是别西卜,何况他的家人呢?」
25A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr, ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh.
26「所以,不要怕他们;因为掩盖的事没有不露出来的,隐藏的事没有不被人知道的。
26N'ho pet ket aon eta rak int, rak n'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet.
27我在暗中告诉你们的,你们要在明处说出来;你们耳中所听的,要在房上宣扬出来。
27Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit-eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-eñ war an toennoù.
28那杀身体、不能杀灵魂的,不要怕他们;惟有能把身体和灵魂都灭在地狱里的,正要怕他。
28N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn.
29两个麻雀不是卖一分银子吗?若是你们的父不许,一个也不能掉在地上;
29Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad.
30就是你们的头发也都被数过了。
30Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet.
31所以,不要惧怕,你们比许多麻雀还贵重!」
31N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.
32「凡在人面前认我的,我在我天上的父面前也必认他;
32Piv bennak eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù;
33凡在人面前不认我的,我在我天上的父面前也必不认他。」
33met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù.
34「你们不要想我来是叫地上太平;我来并不是叫地上太平,乃是叫地上动刀兵。
34Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar; n'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze.
35因为我来是叫 人与父亲生疏, 女儿与母亲生疏, 媳妇与婆婆生疏。
35Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh etre ar mab hag e dad, etre ar verc'h hag he mamm, etre ar verc'h-kaer hag he mamm-gaer,
36人的仇敌就是自己家里的人。
36hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh.
37「爱父母过于爱我的,不配作我的门徒;爱儿女过于爱我的,不配作我的门徒;
37An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon; hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon;
38不背着他的十字架跟从我的,也不配作我的门徒。
38an neb na gemer ket e groaz ha na'm heul ket, n'eo ket din ac'hanon.
39得着生命的,将要失丧生命;为我失丧生命的,将要得着生命。」
39An neb a viro e vuhez, he c'hollo, hag an neb a gollo he buhez abalamour din, he c'havo.
40「人接待你们就是接待我;接待我就是接待那差我来的。
40An neb ho tegemer, am degemer, hag an neb am degemer, a zegemer an hini en deus va c'haset.
41人因为先知的名接待先知,必得先知所得的赏赐;人因为义人的名接待义人,必得义人所得的赏赐。
41An neb a zegemer ur profed en anv a brofed, en devo ur gopr a brofed; an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh, en devo ur gopr a zen reizh.
42无论何人,因为门徒的名,只把一杯凉水给这小子里的一个喝,我实在告诉你们,这人不能不得赏赐。」
42Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma'z eo va diskibl, en lavaran deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.