Marc 16
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Goude ma oa ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez, ha Salome, a brenas louzoù a c'hwez-vat evit dont da valzamañ ar c'horf.
1过了安息日, 抹大拉 的 马利亚 和 雅各 的母亲 马利亚 并 撒罗米 ,买了香膏要去膏耶稣的身体。
2Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez.
2七日的第一日清早,出太阳的时候,她们来到坟墓那里,
3Hag e lavarent etrezo: Piv a lamo deomp ar maen a zo ouzh dor ar bez?
3彼此说:「谁给我们把石头从墓门滚开呢?」
4O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa.
4那石头原来很大,她们抬头一看,却见石头已经滚开了。
5Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant.
5她们进了坟墓,看见一个少年人坐在右边,穿着白袍,就甚惊恐。
6Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ.
6那少年人对她们说:「不要惊恐!你们寻找那钉十字架的 拿撒勒 人耶稣,他已经复活了,不在这里。请看安放他的地方。
7Met it, ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot, evel m'en deus lavaret deoc'h.
7你们可以去告诉他的门徒和 彼得 ,说:『他在你们以先往 加利利 去。在那里你们要见他,正如他从前所告诉你们的。』」
8Int a yeas kuit hag a dec'has diouzh ar bez, rak souezhet e oant ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.
8她们就出来,从坟墓那里逃跑,又发抖又惊奇,什么也不告诉人,因为她们害怕。
9Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
9在七日的第一日清早,耶稣复活了,就先向 抹大拉 的 马利亚 显现(耶稣从她身上曾赶出七个鬼)。
10Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù.
10她去告诉那向来跟随耶稣的人;那时他们正哀恸哭泣。
11Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi.
11他们听见耶稣活了,被 马利亚 看见,却是不信。
12Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent, o vont war ar maez.
12这事以后,门徒中间有两个人往乡下去。走路的时候,耶稣变了形象,向他们显现。
13Ar re-mañ a yeas da lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.
13他们就去告诉其余的门徒;其余的门徒也是不信。
14Da ziwezhañ, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv.
14后来,十一个门徒坐席的时候,耶稣向他们显现,责备他们不信,心里刚硬,因为他们不信那些在他复活以后看见他的人。
15Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur.
15他又对他们说:「你们往普天下去,传福音给万民听。
16An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet.
16信而受洗的,必然得救;不信的,必被定罪。
17Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez;
17信的人必有神迹随着他们,就是奉我的名赶鬼;说新方言;
18kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vint yac'haet.
18手能拿蛇;若喝了什么毒物,也必不受害;手按病人,病人就必好了。」
19An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue.
19主耶稣和他们说完了话,后来被接到天上,坐在 神的右边。
20Hag int, o vezañ aet, a brezegas dre holl, an Aotrou o kenober ganto, hag o reiñ kred da C'her Doue dre ar mirakloù o heulie.
20门徒出去,到处宣传 福音 。主和他们同工,用神迹随着,证实所传的道。阿们!
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.