Marc 4
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn, e-tal ar mor, hag ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni, hag an holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.
1耶稣又在海边教训人。有许多人到他那里聚集,他只得上船坐下。船在海里,众人都靠近海,站在岸上。
2Deskiñ a rae dezho kalz a draoù, dre barabolennoù, hag e lavare dezho en e gelennadurezh:
2耶稣就用比喻教训他们许多道理。在教训之间,对他们说:
3Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ;
3「你们听啊!有一个撒种的出去撒种。
4hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
4撒的时候,有落在路旁的,飞鸟来吃尽了;
5Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar;
5有落在土浅石头地上的,土既不深,发苗最快,
6met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
6日头出来一晒,因为没有根,就枯干了;
7Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh.
7有落在荆棘里的,荆棘长起来,把它挤住了,就不结实;
8Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.
8又有落在好土里的,就发生长大,结实有三十倍的,有六十倍的,有一百倍的」;
9Hag e lavaras dezho: ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
9又说:「有耳可听的,就应当听!」
10Met, pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ, gant an daouzek, a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
10无人的时候,跟随耶稣的人和十二个门徒问他这比喻的意思。
11Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h-hu [da anavezout] traoù kuzhet rouantelezh Doue; met evit ar re a-ziavaez, pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
11耶稣对他们说:「 神国的奥秘只叫你们知道,若是对外人讲,凡事就用比喻,
12evit o welout, e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout, e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent, ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù.
12叫他们 看是看见,却不晓得; 听是听见,却不明白; 恐怕他们回转过来,就得赦免。」
13Hag e lavaras dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos e komprenot ar re all?
13又对他们说:「你们不明白这比喻吗?这样怎能明白一切的比喻呢?
14An hader a had ger Doue.
14撒种之人所撒的就是道。
15Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met raktal m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù;
15那撒在路旁的,就是人听了道,撒但立刻来,把撒在他心里的道夺了去。
16ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, hag e zegemer da gentañ gant joa;
16那撒在石头地上的,就是人听了道,立刻欢喜领受,
17met n'o deus ket a wrizienn enno oc'h-unan, ha ne badont nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent skouer fall.
17但他心里没有根,不过是暂时的,及至为道遭了患难,或是受了逼迫,立刻就跌倒了。
18Hag ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger;
18还有那撒在荆棘里的,就是人听了道,
19met prederioù ar bed-mañ, ha tromplerezh ar pinvidigezhioù hag an holl c'hoantoù evit an traoù all o tont, a voug ar ger, hag e laka difrouezh.
19后来有世上的思虑、钱财的迷惑,和别样的私欲进来,把道挤住了,就不能结实。
20Met ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer, hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant.
20那撒在好地上的,就是人听道,又领受,并且结实,有三十倍的,有六十倍的,有一百倍的。」
21Lavarout a reas dezho c'hoazh: Degas a reer ur c'houlaouenn evit he lakaat dindan ar boezell, pe dindan ar gwele? N'eo ket evit he lakaat war ur c'hantolor?
21耶稣又对他们说:「人拿灯来,岂是要放在斗底下,床底下,不放在灯台上吗?
22Rak n'eus netra kuzhet na zle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na vo gwelet gant an holl.
22因为掩藏的事,没有不显出来的;隐瞒的事,没有不露出来的。
23Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.
23有耳可听的,就应当听!」
24Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].
24又说:「你们所听的要留心。你们用什么量器量给人,也必用什么量器量给你们,并且要多给你们。
25Rak roet e vo d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
25因为有的,还要给他;没有的,连他所有的也要夺去。」
26Lavarout a reas c'hoazh: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel ma taolfe un den had en douar;
26又说:「 神的国如同人把种撒在地上。
27pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos.
27黑夜睡觉,白日起来,这种就发芽渐长,那人却不晓得如何这样。
28Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn.
28地生五谷是出于自然的:先发苗,后长穗,再后穗上结成饱满的子粒;
29Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ, dre ma'z eo prest an eost.
29谷既熟了,就用镰刀去割,因为收成的时候到了。」
30Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp?
30又说:「 神的国,我们可用什么比较呢?可用什么比喻表明呢?
31Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar;
31好像一粒芥菜种,种在地里的时候,虽比地上的百种都小,
32met goude ma vez hadet, e sav hag e teu brasoc'h eget al louzoù all, hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud.
32但种上以后,就长起来,比各样的菜都大,又长出大枝来,甚至天上的飞鸟可以宿在它的荫下。」
33Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout.
33耶稣用许多这样的比喻,照他们所能听的,对他们讲道。
34Ha ne gomze ket outo hep parabolenn; met a-du, e tisplege pep tra d'e ziskibien.
34若不用比喻,就不对他们讲;没有人的时候,就把一切的道讲给门徒听。
35En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'an dour.
35当那天晚上,耶稣对门徒说:「我们渡到那边去吧。」
36Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag, evel ma oa enni; hag e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
36门徒离开众人,耶稣仍在船上,他们就把他一同带去;也有别的船和他同行。
37Neuze e savas un taol-avel bras, hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.
37忽然起了暴风,波浪打入船内,甚至船要满了水。
38Eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg; hag e tihunjont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez van ebet eus ma en em gollomp?
38耶稣在船尾上,枕着枕头睡觉。门徒叫醒了他,说:「夫子!我们丧命,你不顾吗?」
39Eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avelioù, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras.
39耶稣醒了,斥责风,向海说:「住了吧!静了吧!」风就止住,大大地平静了。
40Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon? Penaos n'hoc'h eus ket a feiz?
40耶稣对他们说:「为什么胆怯?你们还没有信心吗?」
41Hag o devoe un aon bras, hag e lavarent an eil d'egile: Met piv eo hemañ, ma sent memes an avel hag ar mor outañ?
41他们就大大地惧怕,彼此说:「这到底是谁,连风和海也听从他了。」
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.