Marc 13
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein, ha pebezh tiez!
1耶稣从殿里出来的时候,有一个门徒对他说:「夫子,请看,这是何等的石头!何等的殿宇!」
2Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
2耶稣对他说:「你看见这大殿宇吗?将来在这里没有一块石头留在石头上,不被拆毁了。」
3Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ:
3耶稣在 橄榄山 上对 圣 殿而坐。 彼得 、 雅各 、 约翰 ,和 安得烈 暗暗地问他说:
4Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus o oberiañs nesañ?
4「请告诉我们,什么时候有这些事呢?这一切事将成的时候有什么预兆呢?」
5Neuze Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.
5耶稣说:「你们要谨慎,免得有人迷惑你们。
6Rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tallint meur a hini.
6将来有好些人冒我的名来,说:『我是 基督 』,并且要迷惑许多人。
7Pa glevot komz eus brezelioù, ha brud eus brezelioù, na spontit ket; rak ret eo e teufe an traoù-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.
7你们听见打仗和打仗的风声,不要惊慌。 这些事 是必须有的,只是末期还没有到。
8Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; ha bez' e vo krenoù-douar e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha trubuilhoù; an traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù.
8民要攻打民,国要攻打国;多处必有地震、饥荒。这都是灾难的起头。
9Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn, ho skourjezañ a raint en o sinagogennoù, ha mont a reot dirak an ouarnerien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo.
9但你们要谨慎;因为人要把你们交给公会,并且你们在会堂里要受鞭打,又为我的缘故站在诸侯与君王面前,对他们作见证。
10Met ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d'an holl bobloù.
10然而,福音必须先传给万民。
11Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezhañ; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel.
11人把你们拉去交官的时候,不要预先思虑说什么;到那时候,赐给你们什么话,你们就说什么;因为说话的不是你们,乃是圣灵。
12Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.
12弟兄要把弟兄,父亲要把儿子,送到死地;儿女要起来与父母为敌,害死他们;
13Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.
13并且你们要为我的名被众人恨恶。惟有忍耐到底的,必然得救。」
14Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, [m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi,] deuet el lec'h ne dle ket bezañ (ra gompreno an neb a lenn), neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù,
14「你们看见那行毁坏可憎的,站在不当站的地方(读 这经 的人须要会意)。那时,在 犹太 的,应当逃到山上;
15hag an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti, ha n'aio ket ennañ da gemer un dra bennak eus e di,
15在房上的,不要下来,也不要进去拿家里的东西;
16hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell.
16在田里的,也不要回去取衣裳。
17Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se!
17当那些日子,怀孕的和奶孩子的有祸了!
18Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv.
18你们应当祈求,叫这些事不在冬天临到。
19Rak bez' e vo en deizioù-se an hevelep glac'har, ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ, n'en deus ket bet, ha ne vo biken eveltañ.
19因为在那些日子必有灾难,自从 神创造万物直到如今,并没有这样的灾难,后来也必没有。
20Ha ma n'en divije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re dibabet en deus o berraet.
20若不是主减少那日子,凡有血气的,总没有一个得救的;只是为主的选民,他将那日子减少了。
21Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket.
21那时若有人对你们说:『看哪,基督在这里』,或说:『基督在那里』,你们不要信!
22Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet, ma vije gallet.
22因为假基督、假先知将要起来,显神迹奇事,倘若能行,就把选民迷惑了。
23Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.
23你们要谨慎。看哪,凡事我都预先告诉你们了。」
24En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn,
24「在那些日子,那灾难以后, 日头要变黑了, 月亮也不放光,
25ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudoù a zo en neñv a vo brañsellet.
25众星要从天上坠落, 天势都要震动。
26Neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ar c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras;
26那时,他们要看见人子有大能力、大荣耀,驾云降临。
27hag e kaso e aeled, da zastum e re dibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pell an douar betek pennoù pellañ an neñv.
27他要差遣天使,把他的选民,从四方,从地极直到天边,都招聚了来。」
28Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, ec'h anavezit eo tost an hañv;
28「你们可以从无花果树学个比方:当树枝发嫩长叶的时候,你们就知道夏天近了。
29evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor.
29这样,你们几时看见这些事成就,也该知道人子近了,正在门口了。
30Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
30我实在告诉你们,这世代还没有过去,这些事都要成就。
31An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.
31天地要废去,我的话却不能废去。」
32Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.
32「但那日子,那时辰,没有人知道,连天上的使者也不知道,子也不知道,惟有父知道。
33Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se.
33你们要谨慎,警醒祈祷,因为你们不晓得那日期几时来到。
34Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun.
34这事正如一个人离开本家,寄居外邦,把权柄交给仆人,分派各人当做的工,又吩咐看门的警醒。
35Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure,
35所以,你们要警醒;因为你们不知道家主什么时候来,或晚上,或半夜,或鸡叫,或早晨;
36gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket.
36恐怕他忽然来到,看见你们睡着了。
37Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.
37我对你们所说的话,也是对众人说:要警醒!」
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.