Luc 3
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
1凯撒 提庇留 在位第十五年, 本丢·彼拉多 作 犹太 巡抚, 希律 作 加利利 分封的王,他兄弟 腓力 作 以土利亚 和 特拉可尼 地方分封的王, 吕撒聂 作 亚比利尼 分封的王,
2dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro.
2亚那 和 该亚法 作大祭司。那时, 撒迦利亚 的儿子 约翰 在旷野里, 神的话临到他。
3Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù,
3他就来到 约旦河 一带地方,宣讲悔改的洗礼,使罪得赦。
4evel ma'z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenait e wenodennoù.
4正如先知 以赛亚 书上所记的话,说: 在旷野有人声喊着说: 预备主的道, 修直他的路!
5Pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet; an hentoù gwariet a vo eeunaet, hag ar re dorgennek a vo kompezet;
5一切山洼都要填满; 大小山冈都要削平! 弯弯曲曲的地方要改为正直; 高高低低的道路要改为平坦!
6ha pep kig a welo silvidigezh Doue.
6凡有血气的,都要见 神的救恩!
7Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont?
7约翰 对那出来要受他洗的众人说:「毒蛇的种类!谁指示你们逃避将来的忿怒呢?
8Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham.
8你们要结出果子来,与悔改的心相称。不要自己心里说:『有 亚伯拉罕 为我们的祖宗。』我告诉你们, 神能从这些石头中,给 亚伯拉罕 兴起子孙来。
9Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
9现在斧子已经放在树根上,凡不结好果子的树就砍下来,丢在火里。」
10Neuze ar bobl a c'houlennas digantañ: Petra a raimp eta?
10众人问他说:「这样,我们当做什么呢?」
11Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant, ra roio unan d'an hini n'en deus ket.
11约翰 回答说:「有两件衣裳的,就分给那没有的;有食物的,也当这样行。」
12Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp?
12又有税吏来要受洗,问他说:「夫子,我们当做什么呢?」
13Eñ a lavaras dezho: Na gemerit ket en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h.
13约翰 说:「除了例定的数目,不要多取。」
14Soudarded a c'houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae.
14又有兵丁问他说:「我们当做什么呢?」 约翰 说:「不要以强暴待人,也不要讹诈人,自己有钱粮就当知足。」
15Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist,
15百姓指望 基督来 的时候,人都心里猜疑,或者 约翰 是基督。
16Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
16约翰 说:「我是用水给你们施洗,但有一位能力比我更大的要来,我就是给他解鞋带也不配。他要用圣灵与火给你们施洗。
17E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
17他手里拿着簸箕,要扬净他的场,把麦子收在仓里,把糠用不灭的火烧尽了。」
18Eñ a lavare meur a gelennadurezh all d'ar bobl, o prezeg dezho an Aviel.
18约翰 又用许多别的话劝百姓,向他们传福音。
19Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gant Yann diwar-benn Herodiaz, gwreg [Filip] e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en devoa graet,
19只是分封的王 希律 ,因他兄弟之妻 希罗底 的缘故,并因他所行的一切恶事,受了 约翰 的责备;
20a reas goude an holl draoù fall all, an hini da lakaat Yann er prizon.
20又另外添了一件,就是把 约翰 收在监里。
21Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet; hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras,
21众百姓都受了洗,耶稣也受了洗。正祷告的时候,天就开了,
22hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
22圣灵降临在他身上,形状仿佛鸽子;又有声音从天上来,说:「你是我的爱子,我喜悦你。」
23Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p'en em lakaas da brezeg, hag e oa, evel ma kreded, mab da Jozef, mab Heli,
23耶稣开头 传道 ,年纪约有三十岁。依人看来,他是 约瑟 的儿子; 约瑟 是 希里 的儿子;
24mab Matat, mab Levi, mab Melki, mab Jannai, mab Jozef,
24希里 是 玛塔 的儿子; 玛塔 是 利未 的儿子; 利未 是 麦基 的儿子; 麦基 是 雅拿 的儿子; 雅拿 是 约瑟 的儿子;
25mab Matatiaz, mab Amoz, mab Nahum, mab Esli, mab Naggai,
25约瑟 是 玛他提亚 的儿子; 玛他提亚 是 亚摩斯 的儿子; 亚摩斯 是 拿鸿 的儿子; 拿鸿 是 以斯利 的儿子; 以斯利 是 拿该 的儿子;
26mab Maaz, mab Mataziaz, mab Semein, mab Jozef, mab Juda,
26拿该 是 玛押 的儿子; 玛押 是 玛他提亚 的儿子; 玛他提亚 是 西美 的儿子; 西美 是 约瑟 的儿子; 约瑟 是 犹大 的儿子; 犹大 是 约亚拿 的儿子;
27mab Joanan, mab Resa, mab Zorobabel, mab Salatiel, mab Neri,
27约亚拿 是 利撒 的儿子; 利撒 是 所罗巴伯 的儿子; 所罗巴伯 是 撒拉铁 的儿子; 撒拉铁 是 尼利 的儿子; 尼利 是 麦基 的儿子;
28mab Melki, mab Addi, mab Kosam, mab Elmodam, mab Er,
28麦基 是 亚底 的儿子; 亚底 是 哥桑 的儿子; 哥桑 是 以摩当 的儿子; 以摩当 是 珥 的儿子; 珥 是 约细 的儿子;
29mab Joze, mab Eliezer, mab Jorim, mab Mazat, mab Levi,
29约细 是 以利以谢 的儿子; 以利以谢 是 约令 的儿子; 约令 是 玛塔 的儿子; 玛塔 是 利未 的儿子;
30mab Simeon, mab Juda, mab Jozef, mab Jonam, mab Eliakim,
30利未 是 西缅 的儿子; 西缅 是 犹大 的儿子; 犹大 是 约瑟 的儿子; 约瑟 是 约南 的儿子; 约南 是 以利亚敬 的儿子;
31mab Melea, mab Mainan, mab Mattaza, mab Natan, mab David,
31以利亚敬 是 米利亚 的儿子; 米利亚 是 买南 的儿子; 买南 是 玛达他 的儿子; 玛达他 是 拿单 的儿子; 拿单 是 大卫 的儿子;
32mab Jese, mab Obed, mab Booz, mab Salmon, mab Naason,
32大卫 是 耶西 的儿子; 耶西 是 俄备得 的儿子; 俄备得 是 波阿斯 的儿子; 波阿斯 是 撒门 的儿子; 撒门 是 拿顺 的儿子;
33mab Aminadab, mab Aram, [mab Joram,] mab Ezrom, mab Farez, mab Juda,
33拿顺 是 亚米拿达 的儿子; 亚米拿达 是 亚兰 的儿子; 亚兰 是 希斯仑 的儿子; 希斯仑 是 法勒斯 的儿子; 法勒斯 是 犹大 的儿子;
34mab Jakob, mab Izaak, mab Abraham, mab Tara, mab Nac'hor,
34犹大 是 雅各 的儿子; 雅各 是 以撒 的儿子; 以撒 是 亚伯拉罕 的儿子; 亚伯拉罕 是 他拉 的儿子; 他拉 是 拿鹤 的儿子;
35mab Seruk, mab mab Ragav, mab Faleg, mab Eber, mab Sala,
35拿鹤 是 西鹿 的儿子; 西鹿 是 拉吴 的儿子; 拉吴 是 法勒 的儿子; 法勒 是 希伯 的儿子; 希伯 是 沙拉 的儿子;
36mab Kainam, mab Arpaksad, mab Sem, mab Noe, mab Lamec'h,
36沙拉 是 该南 的儿子; 该南 是 亚法撒 的儿子; 亚法撒 是 闪 的儿子; 闪 是 挪亚 的儿子; 挪亚 是 拉麦 的儿子;
37mab Matuzala, mab Enoc'h, mab Jared, mab Maleleel, mab Kainan,
37拉麦 是 玛土撒拉 的儿子; 玛土撒拉 是 以诺 的儿子; 以诺 是 雅列 的儿子; 雅列 是 玛勒列 的儿子; 玛勒列 是该南的儿子; 该南 是 以挪士 的儿子;
38mab Enoz, mab Set, mab Adam, mab Doue.
38以挪士 是 塞特 的儿子; 塞特 是 亚当 的儿子; 亚当 是 神的儿子。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.