Luc 2
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.
1当那些日子,凯撒 奥古斯都 有旨意下来,叫天下人民都报名上册。
2Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarner Siria.
2这是 居里扭 作 叙利亚 巡抚的时候,头一次行报名上册的事。
3Dre-se an holl a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr.
3众人各归各城,报名上册。
4Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,
4约瑟 也从 加利利 的 拿撒勒 城上 犹太 去,到了 大卫 的城,名叫 伯利恒 ,因他本是 大卫 一族一家的人,
5evit reiñ e anv gant Mari e wreg, hag a oa dougerez.
5要和他所聘之妻 马利亚 一同报名上册。那时 马利亚 的身孕已经重了。
6E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas,
6他们在那里的时候, 马利亚 的产期到了,
7hag e c'hanas he mab kentañ-ganet, hag e mailhuras anezhañ, hag e lakaas anezhañ en ur c'hraou, abalamour ne oa ket plas evito en ostaleri.
7就生了头胎的儿子,用布包起来,放在马槽里,因为客店里没有地方。
8Bez' e oa er memes korn-bro mêsaerien a gouske er parkeier, hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoù an noz.
8在 伯利恒 之野地里有牧羊的人,夜间按着更次看守羊群。
9Setu un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho, hag o devoe ur spont bras.
9有主的使者站在他们旁边,主的荣光四面照着他们;牧羊的人就甚惧怕。
10Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl,
10那天使对他们说:「不要惧怕!我报给你们大喜的信息,是关乎万民的;
11rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou.
11因今天在 大卫 的城里,为你们生了救主,就是主基督。
12Setu amañ ur sin deoc'h: c'hwi a gavo ur bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou.
12你们要看见一个婴孩,包着布,卧在 马 槽里,那就是记号了。」
13Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ hag o lavarout:
13忽然,有一大队天兵同那天使赞美 神说:
14Gloar da Zoue el lec'hioù uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet gantañ!
14在至高之处荣耀归与 神! 在地上平安归与他所喜悦的人!
15Pa voe en em dennet an aeled diganto en neñv, ar vêsaerien a lavaras an eil d'egile: Deomp eta betek Betlehem, ha gwelomp ar pezh a zo c'hoarvezet, hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp.
15众天使离开他们,升天去了。牧羊的人彼此说:「我们往 伯利恒 去,看看所成的事,就是主所指示我们的。」
16Mont a rejont eta buan di, hag e kavjont Mari, Jozef hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c'hraou.
16他们急忙去了,就寻见 马利亚 和 约瑟 ,又有那婴孩卧在 马 槽里;
17O vezañ e welet, e tisklêrjont ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se.
17既然看见,就把天使论这孩子的话传开了。
18An holl re o c'hleve a oa souezhet bras eus ar pezh a oa bet lavaret dezho gant ar vêsaerien.
18凡听见的,就诧异牧羊之人对他们所说的话。
19Mari a vire an holl draoù-se, o tistremen anezho en he c'halon.
19马利亚 却把这一切的事存在心里,反复思想。
20Hag ar vêsaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue, evit kement o devoa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
20牧羊的人回去了,因所听见所看见的一切事,正如 天使 向他们所说的,就归荣耀与 神,赞美他。
21Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hañ ar bugel, e voe galvet JEZUZ, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael, a-raok ma oa koñsevet e kof e vamm.
21满了八天,就给孩子行割礼,与他起名叫耶稣;这就是没有成胎以前,天使所起的名。
22Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezho da vezañ glanaet, e voe kaset ar bugel da Jeruzalem, evit e ginnig d'an Aotrou
22按 摩西 律法满了洁净的日子,他们带着孩子上 耶路撒冷 去,要把他献与主,(
23(hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue),
23正如主的律法上所记:「凡头生的男子必称圣归主。」)
24hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled, pe ziv goulmig.
24又要照主的律法上所说,或用一对斑鸠,或用两只雏鸽献祭。
25Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
25在 耶路撒冷 有一个人,名叫 西面 ;这人又公义又虔诚,素常盼望 以色列 的安慰 者 来到,又有圣灵在他身上。
26Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.
26他得了圣灵的启示,知道自己未死以前,必看见主所立的基督。
27Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn,
27他受了 圣 灵的感动,进入圣殿,正遇见耶稣的父母抱着孩子进来,要照律法的规矩办理。
28e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout:
28西面 就用手接过他来,称颂 神说:
29Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her,
29主啊!如今可以照你的话, 释放仆人安然去世;
30rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh,
30因为我的眼睛已经看见你的救恩—
31an hini ac'h eus graet dirak an holl bobloù,
31就是你在万民面前所预备的:
32ar sklêrijenn a dle sklaeriañ an holl dud, ha gloar da bobl Israel.
32是照亮外邦人的光, 又是你民 以色列 的荣耀。
33Ha Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoù a lavared anezhañ.
33孩子的父母因这论耶稣的话就希奇。
34Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh,
34西面 给他们祝福,又对孩子的母亲 马利亚 说:「这 孩子 被立,是要叫 以色列 中许多人跌倒,许多人兴起;又要作毁谤的话柄,叫许多人心里的意念显露出来;你自己的心也要被刀刺透。」
35en hevelep doare ma vo soñjezonoù kalon kalz dizoloet; hag evidout-te, ur c'hleze a dreuzo da ene.
no verse 35 in this text
36Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser; oadet bras e oa, hag he devoa bevet gant he fried seizh vloaz, abaoe he gwerc'hded.
36又有女先知,名叫 亚拿 ,是 亚设 支派 法内力 的女儿,年纪已经老迈,从作童女出嫁的时候,同丈夫住了七年就寡居了,
37Chomet e oa intañvez, oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro, n'ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù.
37现在已经八十四岁,并不离开圣殿,禁食祈求,昼夜事奉 神。
38O vezañ deuet d'an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou, hag e komze diwar-benn Jezuz ouzh an holl dud eus Jeruzalem a c'hortoze an daspren.
38正当那时,她进前来称谢 神,将孩子的事对一切盼望 耶路撒冷 得救赎的人讲说。
39Goude m'o devoe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, da Nazared, o c'hêr.
39约瑟 和 马利亚 照主的律法办完了一切的事,就回 加利利 ,到自己的城 拿撒勒 去了。
40Hag ar bugel a greske hag en em nerzhe [e spered], o vezañ leuniet a furnez; ha gras Doue a oa warnañ.
40孩子渐渐长大,强健起来,充满智慧,又有 神的恩在他身上。
41E dad hag e vamm a yae beb bloaz da Jeruzalem, da c'houel ar Pask.
41每年到逾越节,他父母就上 耶路撒冷 去。
42P'en devoe Jezuz daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem, hervez giz ar gouel.
42当他十二岁的时候,他们按着节期的规矩上去。
43Pa voe deizioù ar gouel tremenet, evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem; Jozef hag e vamm n'anavezjont ket-se.
43守满了节期,他们回去,孩童耶稣仍旧在 耶路撒冷 。他的父母并不知道,
44Met, o soñjal e oa en o zouez, e valejont un devezh; neuze e klaskjont anezhañ e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh;
44以为他在同行的人中间,走了一天的路程,就在亲族和熟识的人中找他,
45pa n'en kavent ket, e tistrojont da Jeruzalem d'e glask.
45既找不着,就回 耶路撒冷 去找他。
46Hag a-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoù outo.
46过了三天,就遇见他在殿里,坐在教师中间,一面听,一面问。
47Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet gant e furnez hag e respontoù.
47凡听见他的,都希奇他的聪明和他的应对。
48Pa welas e dud anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me, en glac'har, a glaske ac'hanout.
48他父母看见就很希奇。他母亲对他说:「我儿!为什么向我们这样行呢?看哪,你父亲和我伤心来找你!」
49Eñ a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? N'ouiec'h ket eo ret din bezañ dalc'het gant labourioù va Zad?
49耶稣说:「为什么找我呢?岂不知我应当以我父的事为念吗?」
50Met int ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
50他所说的这话,他们不明白。
51Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared, hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c'halon.
51他就同他们下去,回到 拿撒勒 ,并且顺从他们。他母亲把这一切的事都存在心里。
52Jezuz a greske e furnez, e ment, hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.
52耶稣的智慧和身量,并 神和人喜爱他的心,都一齐增长。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.