Luc 4
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan, hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro;
1耶稣被圣灵充满,从 约旦河 回来,圣灵将他引到旷野,
2eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh, ha ne zebras netra e-pad an deizioù-se; goude ma voent tremenet, en devoa naon.
2四十天受魔鬼的试探。那些日子没有吃什么;日子满了,他就饿了。
3Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara.
3魔鬼对他说:「你若是 神的儿子,可以吩咐这块石头变成食物。」
4Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, [met gant pep ger a zeu eus Doue].
4耶稣回答说:「 经上 记着说:『人活着不是单靠食物, 乃是靠 神口里所出的一切话 。』」
5Neuze an diaoul en kasas [war ur menez uhel], a reas dezhañ gwelout en un taol holl rouantelezhioù ar bed,
5魔鬼又领他上了 高山 ,霎时间把天下的万国都指给他看,
6hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din, hag e roan anezhañ da neb a fell din.
6对他说:「这一切权柄、荣华,我都要给你,因为这原是交付我的,我愿意给谁就给谁。
7Ma taoulinez eta dirazon, an holl draoù-se a vo dit.
7你若在我面前下拜,这都要归你。」
8Jezuz a respontas dezhañ: [A-dreñv din, Satan! Rak] skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ.
8耶稣说:「 经上 记着说: 当拜主—你的 神, 单要事奉他。」
9Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'han d'an traoñ, rak skrivet eo
9魔鬼又领他到 耶路撒冷 去,叫他站在殿顶上,对他说:「你若是 神的儿子,可以从这里跳下去;
10e c'hourc'hemenno d'e aeled kaout evezh ouzhit, evit da ziwall,
10因为 经上 记着说: 主要为你吩咐他的使者保护你;
11ha penaos e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
11他们要用手托着你, 免得你的脚碰在石头上。」
12Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.
12耶稣对他说:「 经上 说:『不可试探主—你的 神。』」
13An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer.
13魔鬼用完了各样的试探,就暂时离开耶稣。
14Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.
14耶稣满有圣灵的能力,回到 加利利 ;他的名声就传遍了四方。
15Kelenn a rae en o sinagogennoù, hag e oa enoret gant an holl.
15他在各会堂里教训人,众人都称赞他。
16Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn.
16耶稣来到 拿撒勒 ,就是他长大的地方。在安息日,照他平常的规矩进了会堂,站起来要念 圣经 。
17Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ:
17有人把先知 以赛亚 的书交给他,他就打开,找到一处写着说:
18Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket,
18主的灵在我身上, 因为他用膏膏我, 叫我传福音给贫穷的人; 差遣我报告: 被掳的得释放, 瞎眼的得看见, 叫那受压制的得自由,
19ha da embann bloavezh trugarezus an Aotrou.
19报告 神悦纳人的禧年。
20Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas; daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ.
20于是把书卷起来,交还执事,就坐下。会堂里的人都定睛看他。
21Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Ar gomz-mañ eus ar Skritur a zo peurc'hraet hiziv, hag he c'hlevet hoc'h eus.
21耶稣对他们说:「今天这经应验在你们耳中了。」
22An holl a roe testeni dezhañ, hag a oa souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henou, hag e lavarent: N'eo ket hemañ mab Jozef?
22众人都称赞他,并希奇他口中所出的恩言;又说:「这不是 约瑟 的儿子吗?」
23Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan; gra ivez amañ, e-barzh da vro, kement hon eus klevet lavarout ac'h eus graet e Kafarnaoum.
23耶稣对他们说:「你们必引这俗语向我说:『医生,你医治自己吧!我们听见你在 迦百农 所行的事,也当行在你自己家乡里』」;
24Met eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos profed ebet n'eo degemeret mat en e vro.
24又说:「我实在告诉你们,没有先知在自己家乡被人悦纳的。
25Me a lavar deoc'h e gwirionez: bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz, kement ken e voe un naonegezh vras dre an holl vro.
25我对你们说实话,当 以利亚 的时候,天闭塞了三年零六个月,遍地有大饥荒,那时, 以色列 中有许多寡妇,
26Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta, e Sidon.
26以利亚 并没有奉差往她们一个人那里去,只奉差往 西顿 的 撒勒法 一个寡妇那里去。
27Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer Elizea ar profed; koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad.
27先知 以利沙 的时候, 以色列 中有许多长大麻风的,但内中除了 叙利亚 国的 乃缦 ,没有一个得洁净的。」
28An holl re a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno.
28会堂里的人听见这话,都怒气满胸,
29Hag o vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus o c'hêr, hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ.
29就起来撵他出城(他们的城造在山上);他们带他到山崖,要把他推下去。
30Met eñ, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit.
30他却从他们中间直行,过去了。
31Neuze e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne an dud d'an deizioù ar sabad.
31耶稣下到 迦百农 ,就是 加利利 的一座城,在安息日教训众人。
32Souezhet e oant eus e gredenn, rak komz a rae gant galloud.
32他们很希奇他的教训,因为他的话里有权柄。
33Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur, hag a grie gant ur vouezh uhel:
33在会堂里有一个人,被污鬼的精气附着,大声喊叫说:
34A! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue.
34「唉! 拿撒勒 的耶稣,我们与你有什么相干?你来灭我们吗?我知道你是谁,乃是 神的圣者。」
35Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ.
35耶稣责备他说:「不要作声,从这人身上出来吧!」鬼把那人摔倒在众人中间,就出来了,却也没有害他。
36Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur, hag ez eont kuit.
36众人都惊讶,彼此对问说:「这是什么道理呢?因为他用权柄能力吩咐污鬼,污鬼就出来。」
37Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.
37于是耶稣的名声传遍了周围地方。
38Jezuz, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he devoa ur gwall derzhienn, hag e pedjont anezhañ eviti.
38耶稣出了会堂,进了 西门 的家。 西门 的岳母害热病甚重,有人为她求耶稣。
39O vezañ eta aet a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn paouez, hag an derzhienn a yeas kuit diouti; kerkent, hi a savas hag a servijas anezho.
39耶稣站在她旁边,斥责那热病,热就退了。她立刻起来服事他们。
40Pa voe kuzhet an heol, an holl re o devoa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù, o degase dezhañ; eñ a yac'hae anezho holl en ur lakaat e zaouarn war bep hini anezho.
40日落的时候,凡有病人的,不论害什么病,都带到耶稣那里。耶稣按手在他们各人身上,医好他们。
41An diaoulien ivez a yae er-maez eus kalz, o krial hag o lavarout: Te eo [ar C'hrist,] Mab Doue; met eñ o gourdrouze, ha ne leze ket anezho da lavarout e ouient e oa ar C'hrist
41又有鬼从好些人身上出来,喊着说:「你是 神的儿子。」耶稣斥责他们,不许他们说话,因为他们知道他是基督。
42Adalek ma teuas an deiz, ez eas d'ul lec'h distro; ur bobl vras en klaske hag a zeuas betek ennañ, hag a c'hoantae en derc'hel, evit n'o c'huitaje ket.
42天亮的时候,耶稣出来,走到旷野地方。众人去找他,到了他那里,要留住他,不要他离开他们。
43Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg keloù mat rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo on bet kaset.
43但耶稣对他们说:「我也必须在别城传 神国的福音,因我奉差原是为此。」
44Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.
44于是耶稣在 加利利 的各会堂传道。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.