馬可福音 3
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶穌又進了會堂,在那裏有一個人枯乾了一隻手。
1Jezuz a yeas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en devoa un dorn disec'het.
2眾人窺探耶穌,在安息日醫治不醫治,意思是要控告耶穌。
2Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ, deiz ar sabad, evit e damall.
3耶穌對那枯乾一隻手的人說:「起來,站在當中。」
3Neuze e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz.
4又問眾人說:「在安息日行善行惡,救命害命,哪樣是可以的呢?」他們都不作聲。
4Hag e lavaras dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, e deizioù ar sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.
5耶穌怒目周圍看他們,憂愁他們的心剛硬,就對那人說:「伸出手來!」他把手一伸,手就復了原。
5Neuze, o sellout outo gant fae, hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h [evel egile].
6法利賽人出去,同 希律 一黨的人商議怎樣可以除滅耶穌。
6Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel.
7耶穌和門徒退到海邊去,有許多人從 加利利 跟隨他。
7Neuze Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Judea,
8還有許多人聽見他所做的大事,就從 猶太 、 耶路撒冷 、 以土買 、 約旦河 外,並 泰爾 、 西頓 的四方來到他那裏。
8eus Jeruzalem, eus Idumea, hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ.
9他因為人多,就吩咐門徒叫一隻小船伺候着,免得眾人擁擠他。
9Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
10他治好了許多人,所以凡有災病的,都擠進來要摸他。
10Rak kalz anezho en devoa yac'haet, en hevelep doare ma en em daole warnañ, evit stekiñ outañ, kement en devoa ur c'hleñved.
11污鬼無論何時看見他,就俯伏在他面前,喊着說:「你是上帝的兒子。」
11Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!
12耶穌再三地囑咐他們,不要把他顯露出來。
12Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho na zisklêrjent ket anezhañ.
13耶穌上了山,隨自己的意思叫人來;他們便來到他那裏。
13Pignat a reas neuze war ur menez, hag e c'halvas ar re a felle dezhañ, hag e teujont d'e gavout.
14他就設立十二個人,要他們常和自己同在,也要差他們去傳道,
14Hag e lakaas daouzek anezho, da vezañ gantañ, evit o c'has da brezeg,
15並給他們權柄趕鬼。
15hag evit kaout ar galloud [da yac'haat ar re glañv ha] da gas kuit an diaoulien.
16這十二個人 有 西門 (耶穌又給他起名叫 彼得 ),
16Bez' e oant: Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ;
17還有 西庇太 的兒子 雅各 和 雅各 的兄弟 約翰 (又給這兩個人起名叫 半尼其 ,就是雷子的意思),
17Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo, mibien ar c'hurun;
18又有 安得烈 、 腓力 、 巴多羅買 、 馬太 、 多馬 、 亞勒腓 的兒子 雅各 ,和 達太 ,並奮銳黨的 西門 ,
18Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat,
19還有賣耶穌的 加略 人 猶大 。
19ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. Neuze e tistrojont d'an ti;
20耶穌進了一個屋子,眾人又聚集,甚至他連飯也顧不得吃。
20ar bobl en em zastumas a-nevez eno, en hevelep doare ma ne c'hellent ket memes kemer o fred.
21耶穌的親屬聽見,就出來要拉住他,因為他們說他癲狂了。
21E gerent, o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.
22從 耶路撒冷 下來的文士說:「他是被別西卜附着」;又說:「他是靠着鬼王趕鬼。」
22Hag ar skribed, a oa diskennet eus Jeruzalem, a lavare: Trec'het eo gant Beelzebul; kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien.
23耶穌叫他們來,用比喻對他們說:「撒但怎能趕出撒但呢?
23Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit?
24若一國自相紛爭,那國就站立不住;
24Mar bez ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout;
25若一家自相紛爭,那家就站立不住。
25ha mar bez un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout;
26若撒但自相攻打紛爭,他就站立不住,必要滅亡。
26evel-se, mar sav Satan a-enep dezhañ e-unan ha mar deo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo.
27沒有人能進壯士家裏,搶奪他的家具;必先捆住那壯士,才可以搶奪他的家。
27Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze e preizho e di.
28我實在告訴你們,世人一切的罪和一切褻瀆的話都可得赦免;
28Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud, kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo;
29凡褻瀆聖靈的,卻永不得赦免,乃要擔當永遠的罪。」
29met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, n'en devo biken a bardon; met dalc'het e vo dindan ar varn peurbadus.
30這話是 因為他們說:「他是被污鬼附着的。」
30Jezuz a gomze evel-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.
31當下,耶穌的母親和弟兄來,站在外邊,打發人去叫他。
31E vreudeur hag e vamm a erruas eta, hag oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel;
32有許多人在耶穌周圍坐着,他們就告訴他說:「看哪,你母親和你弟兄在外邊找你。」
32ar bobl a oa azezet en-dro dezhañ, hag e voe lavaret dezhañ: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez aze o c'houlenn ac'hanout.
33耶穌回答說:「誰是我的母親?誰是我的弟兄?」
33Met eñ a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
34就四面觀看那周圍坐着的人,說:「看哪,我的母親,我的弟兄。
34Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
35凡遵行上帝旨意的人就是我的弟兄姊妹和母親了。」
35Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.