馬可福音 12
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶穌就用比喻對他們說:「有人栽了一個葡萄園,周圍圈上籬笆,挖了一個壓酒池,蓋了一座樓,租給園戶,就往外國去了。
1Neuze Jezuz en em lakaas da gomz outo dre barabolennoù: Un den, emezañ, a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.
2到了時候,打發一個僕人到園戶那裏,要從園戶收葡萄園的果子。
2Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien, evit kemer diganto frouezh ar winieg.
3園戶拿住他,打了他,叫他空手回去。
3Met o vezañ kroget ennañ e kannjont anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
4再打發一個僕人到他們那裏。他們打傷他的頭,並且凌辱他。
4Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all; met e veinata a rejont, e c'hloazjont en e benn, hag e gasjont kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs.
5又打發一個僕人去,他們就殺了他。後又打發好些僕人去,有被他們打的,有被他們殺的。
5Hag e kasas c'hoazh unan all, hag a voe lazhet ganto; ha kalz a re all, ma oa kannet lod ha lazhet lod all ganto.
6園主還有一位是他的愛子,末後又打發他去, 意思 說:『他們必尊敬我的兒子。』
6Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab.
7不料,那些園戶彼此說:『這是承受產業的。來吧,我們殺他,產業就歸我們了!』
7Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp-eñ, hag e heritaj a vo deomp.
8於是拿住他,殺了他,把他丟在園外。
8Hag o vezañ kroget ennañ, en lazhjont, hag e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg.
9這樣,葡萄園的主人要怎麼辦呢?他要來除滅那些園戶,將葡萄園轉給別人。
9Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all.
10經上寫着說 : 匠人所棄的石頭 已作了房角的頭塊石頭。
10Ha n'hoc'h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn.
11這是主所做的, 在我們眼中看為希奇。 這經你們沒有念過嗎?」
11Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?
12他們看出這比喻是指着他們說的,就想要捉拿他,只是懼怕百姓,於是離開他走了。
12Neuze e klaskjont kregiñ ennañ, rak anavezout a rejont mat en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho, met aon o devoa rak ar bobl; setu perak e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
13後來,他們打發幾個法利賽人和幾個 希律 黨的人到耶穌那裏,要就着他的話陷害他。
13Kas a rejont dezhañ hiniennoù eus ar farizianed hag eus an herodianed, evit e dapout en e gomzoù.
14他們來了,就對他說:「夫子,我們知道你是誠實的,甚麼人你都不徇情面;因為你不看人的外貌,乃是誠誠實實傳上帝的道。納稅給凱撒可以不可以?
14O vezañ eta deuet d'e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet; rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?
15我們該納不該納?」耶穌知道他們的假意,就對他們說:「你們為甚麼試探我?拿一個銀錢來給我看!」
15E baeañ a raimp-ni, pe ne raimp ket? Met eñ, oc'h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon? Degasit din un diner, evit ma welin anezhañ.
16他們就拿了來。耶穌說:「這像和這號是誰的?」他們說:「是凱撒的。」
16Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar.
17耶穌說:「凱撒的物當歸給凱撒,上帝的物當歸給上帝。」他們就很希奇他。
17Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantañ.
18撒都該人常說沒有復活的事。他們來問耶穌說:
18Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout, hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
19「夫子, 摩西 為我們寫着說:『人若死了,撇下妻子,沒有孩子,他兄弟當娶他的妻,為哥哥生子立後。』
19Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez, evit sevel lignez d'e vreur.
20有弟兄七人,第一個娶了妻,死了,沒有留下孩子。
20Bez' e oa seizh breur. An hini kentañ, o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.
21第二個娶了她,也死了,沒有留下孩子。第三個也是這樣。
21An eil a gemeras anezhi, hag a varvas, hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare.
22那七個人都沒有留下孩子;末了,那婦人也死了。
22Ar seizh breur a gemeras anezhi; ha ne lezjont ket a vugale. Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez.
23當復活的時候,她是哪一個的妻子呢?因為他們七個人都娶過她。」
23Da behini eta anezho e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.
24耶穌說:「你們所以錯了,豈不是因為不明白聖經,不曉得上帝的大能嗎?
24Jezuz a respontas dezho: Ha n'oc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue?
25人從死裏復活,也不娶也不嫁,乃像天上的使者一樣。
25Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en neñv.
26論到死人復活,你們沒有念過 摩西 的書荊棘篇上 所載的 嗎?上帝對 摩西 說:『我是 亞伯拉罕 的上帝, 以撒 的上帝, 雅各 的上帝。』
26Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, penaos Doue a lavaras dezhañ er vodenn loskus: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob?
27上帝不是死人的上帝,乃是活人的上帝。你們是大錯了。」
27Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En ur fazi bras oc'h eta.
28有一個文士來,聽見他們辯論,曉得耶穌回答的好,就問他說:「誡命中哪是第一 要緊的 呢?」
28Neuze unan ar skribed en devoa o c'hlevet o riotal; o welout en devoa Jezuz respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas outañ: Pehini eo ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù?
29耶穌回答說:「第一 要緊的 就是說:『 以色列 啊,你要聽,主-我們上帝是獨一的主。
29Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken.
30你要盡心、盡性、盡意、盡力愛主-你的上帝。』
30Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, hag eus da holl nerzh. [Hennezh eo ar c'hentañ gourc'hemenn.]
31其次就是說:『要愛人如己。 』再沒有比這兩條誡命更大的了。」
31Ha setu an eil [a zo heñvel outañ]: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ.
32那文士對耶穌說:「夫子說,上帝是一位,實在不錯;除了他以外,再沒有別的上帝;
32Hag ar skrib a respontas dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez, n'eus nemet un Doue, ha n'eus hini all ebet nemetañ,
33並且盡心、盡智、盡力愛他,又愛人如己,就比一切燔祭和各樣祭祀好的多。」
33ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.
34耶穌見他回答的有智慧,就對他說:「你離上帝的國不遠了。」從此以後,沒有人敢再問他甚麼。
34Jezuz, o welout en devoa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N'out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
35耶穌在殿裏教訓人,就問他們說:「文士怎麼說基督是 大衛 的子孫呢?
35Evel ma kelenne Jezuz en templ, e lavaras: Perak e lavar ar skribed eo ar C'hrist Mab David?
36大衛 被聖靈感動,說: 主對我主說: 你坐在我的右邊, 等我使你仇敵作你的腳凳。
36Rak David a lavar e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
37大衛 既自己稱他為主,他怎麼又是 大衛 的子孫呢?」眾人都喜歡聽他。
37Mar galv eta David e-unan anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhañ gant plijadur.
38耶穌在教訓之間,說:「你們要防備文士;他們好穿長衣遊行,喜愛人在街市上問他們的安,
38En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù,
39又喜愛會堂裏的高位,筵席上的首座。
39hag a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, hag ar plasoù kentañ er festoù;
40他們侵吞寡婦的家產,假意作很長的禱告。這些人要受更重的刑罰!」
40dismantrañ a reont tiez an intañvezed, hag e reont evit ar gweled pedennoù hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.
41耶穌對銀庫坐着,看眾人怎樣投錢入庫。有好些財主往裏投了若干的錢。
41Jezuz, o vezañ azezet dirak ar c'hef, a selle penaos e lakae an dud arc'hant er c'hef: kalz a dud pinvidik a daole kalz.
42有一個窮寡婦來,往裏投了兩個小錢,就是一個大錢。
42Dont a reas ivez un intañvez paour, hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc'h ober ur c'hadrin.
43耶穌叫門徒來,說:「我實在告訴你們,這窮寡婦投入庫裏的,比眾人所投的更多。
43Neuze, o vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet muioc'h er c'hef, eget an holl re all o deus lakaet ennañ.
44因為,他們都是自己有餘,拿出來投在裏頭;但這寡婦是自己不足,把她一切養生的都投上了。」
44Rak holl o deus lakaet eus ar pezh o devoa a-re; met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he devoa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.