馬可福音 15
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1一到早晨,祭司長和長老、文士、全公會的人大家商議,就把耶穌捆綁,解去交給 彼拉多 。
1Kerkent ha ma voe deiz, ar veleien vras, gant an henaourien hag ar skribed, hag ar sanedrin o vezañ en em guzuliet, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.
2彼拉多 問他說:「你是 猶太 人的王嗎?」耶穌回答說:「你說的是。」
2Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
3祭司長告他許多的事。
3Ar veleien vras a damalle anezhañ eus meur a dra.
4彼拉多 又問他說:「你看,他們告你這麼多的事,你甚麼都不回答嗎?」
4Met Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ne respontez netra dezho? Gwel pegement a draoù a damallont dit.
5耶穌仍不回答,以致 彼拉多 覺得希奇。
5Met Jezuz ne respontas ken netra, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.
6每逢這節期,巡撫照眾人所求的,釋放一個囚犯給他們。
6Bez' e oa ar c'hiz da leuskel dezho, da bep gouel, an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl.
7有一個人名叫 巴拉巴 ,和作亂的人一同捆綁。他們作亂的時候,曾殺過人。
7Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o devoa ur muntr e-pad un dispac'h.
8眾人上去求巡撫,照常例給他們辦。
8Ar bobl en em lakaas da c'houlenn [gant kriadennoù bras,] ma vije graet dezho evel m'en devoa atav graet.
9彼拉多 說:「你們要我釋放 猶太 人的王給你們嗎?」
9Pilat a respontas dezho: Fellout a ra deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
10他原曉得,祭司長是因為嫉妒才把耶穌解了來。
10Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn.
11只是祭司長挑唆眾人,寧可釋放 巴拉巴 給他們。
11Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz.
12彼拉多 又說:「那麼樣,你們所稱為 猶太 人的王,我怎麼辦他呢?」
12Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien?
13他們又喊着說:「把他釘十字架!」
13Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz!
14彼拉多 說:「為甚麼呢?他做了甚麼惡事呢?」他們便極力地喊着說:「把他釘十字架!」
14Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz!
15彼拉多 要叫眾人喜悅,就釋放 巴拉巴 給他們,將耶穌鞭打了,交給人釘十字架。
15Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
16兵丁把耶穌帶進衙門院裏,叫齊了全營的兵。
16Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont eno an holl strollad.
17他們給他穿上紫袍,又用荊棘編做冠冕給他戴上,
17Hag e wiskjont anezhañ gant ur vantell vouk, hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o devoa gweet.
18就慶賀他說:「恭喜, 猶太 人的王啊!」
18Neuze en em lakajont d'e saludiñ, o lavarout: Salud, roue ar Yuzevien!
19又拿一根葦子打他的頭,吐唾沫在他臉上,屈膝拜他。
19Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, hag e krañchjont outañ, hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.
20戲弄完了,就給他脫了紫袍,仍穿上他自己的衣服,帶他出去,要釘十字架。
20Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell vouk diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro, hag e kasjont anezhañ evit e lakaat ouzh ar groaz.
21有一個 古利奈 人 西門 ,就是 亞歷山大 和 魯孚 的父親,從鄉下來,經過那地方,他們就勉強他同去,好背着耶穌的十字架。
21Un den eus Siren, anvet Simon, tad da Aleksandr ha da Rufuz, a dremene dre eno, o tont eus ar parkeier; ober a rejont dezhañ dougen kroaz Jezuz.
22他們帶耶穌到了 各各他 地方( 各各他 翻出來就是髑髏地),
22Hag e kasjont Jezuz d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn.
23拿沒藥調和的酒給耶穌,他卻不受。
23Hag e kinnigjont dezhañ da evañ gwin mesket gant mir; met ne evas ket anezhañ.
24於是將他釘在十字架上,拈鬮分他的衣服,看是誰得甚麼。
24Goude m'o devoe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, o teurel d'ar sord, evit anavezout lod pep hini.
25釘他在十字架上是巳初的時候。
25Bez' e oa an trede eur, pa en stagjont ouzh ar groaz.
26在上面有他的罪狀,寫的是:「 猶太 人的王。」
26Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN.
27他們又把兩個強盜和他同釘十字架,一個在右邊,一個在左邊。
27Stagañ a rejont ivez ouzh ar groaz gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ.
no verse 28 in this text
28[Evel-se ar gomz-mañ eus ar Skritur a voe peurc'hraet: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.]
29從那裏經過的人辱罵他,搖着頭說:「咳!你這拆毀聖殿、三日又建造起來的,
29Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn, hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri deiz,
30可以救自己,從十字架上下來吧!」
30en em savete da-unan, ha diskenn eus ar groaz!
31祭司長和文士也是這樣戲弄他,彼此說:「他救了別人,不能救自己。
31Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed, a lavare etrezo, en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan!
32以色列 的王基督,現在可以從十字架上下來,叫我們看見,就信了。」那和他同釘的人也是譏誚他。
32Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout, ha ma kredimp! Hag ar re a oa staget ouzh ar groaz gantañ, a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
33從午正到申初,遍地都黑暗了。
33Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
34申初的時候,耶穌大聲喊着說:「以羅伊!以羅伊!拉馬撒巴各大尼?」(翻出來就是:我的上帝!我的上帝!為甚麼離棄我?)
34Ha d'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?
35旁邊站着的人,有的聽見就說:「看哪,他叫 以利亞 呢!」
35Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia.
36有一個人跑去,把海絨蘸滿了醋,綁在葦子上,送給他喝,說:「且等着,看 以利亞 來不來把他取下。」
36Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn.
37耶穌大聲喊叫,氣就斷了。
37Neuze Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a varvas.
38殿裏的幔子從上到下裂為兩半。
38Gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ.
39對面站着的百夫長看見耶穌這樣喊叫斷氣,就說:「這人真是上帝的兒子!」
39Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
40還有些婦女遠遠地觀看;內中有 抹大拉 的 馬利亞 ,又有小 雅各 和 約西 的母親 馬利亞 ,並有 撒羅米 ,
40Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, ha Mari mamm da Jakez ar Yaouankañ ha da Jozef, ha Salome,
41就是耶穌在 加利利 的時候,跟隨他、服事他的那些人,還有同耶穌上 耶路撒冷 的好些婦女 在那裏觀看 。
41ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem.
42到了晚上,因為這是預備日,就是安息日的前一日,
42Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,
43有 亞利馬太 的 約瑟 前來,他是尊貴的議士,也是等候上帝國的。他放膽進去見 彼拉多 ,求耶穌的身體;
43Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue, a zeuas gant hardizhegezh da gavout Pilat, hag a c'houlennas digantañ korf Jezuz.
44彼拉多 詫異耶穌已經死了,便叫百夫長來,問他耶穌死了久不久。
44Pilat a voe souezhet bras ma oa marv ken buan; hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa.
45既從百夫長得知實情,就把耶穌的屍首賜給 約瑟 。
45O vezañ anavezet kement-se, gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef.
46約瑟 買了細麻布,把耶穌取下來,用細麻布裹好,安放在磐石中鑿出來的墳墓裏,又滾過一塊石頭來擋住墓門。
46Jozef, o vezañ prenet ul lienenn, en diskennas eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, a lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, hag a ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.
47抹大拉 的 馬利亞 和 約西 的母親 馬利亞 都看見安放他的地方。
47Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozef, a selle pelec'h e oa lakaet.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.