馬可福音 5
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1他們來到海那邊 格拉森 人的地方。
1Erruout a rejont en tu all d'ar mor, e bro ar C'hadareniz.
2耶穌一下船,就有一個被污鬼附着的人從墳塋裏出來迎着他。
2Ha raktal, evel ma tiskennas Jezuz eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d'e gavout.
3那人常住在墳塋裏,沒有人能捆住他,就是用鐵鍊也不能;
3Chom a rae er bezioù, ha den ne c'helle e zerc'hel ereet, na zoken gant chadennoù;
4因為人屢次用腳鐐和鐵鍊捆鎖他,鐵鍊竟被他掙斷了,腳鐐也被他弄碎了;總沒有人能制伏他。
4rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid, hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en devoa torret ar chadennoù ha friket an hern; ha den ne c'helle e zoñvaat.
5他晝夜常在墳塋裏和山中喊叫,又用石頭砍自己。
5Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc'h en em vloñsañ gant mein.
6他遠遠地看見耶穌,就跑過去拜他,
6P'en devoe gwelet Jezuz a-bell, e teredas, e taoulinas dirazañ,
7大聲呼叫說:「至高上帝的兒子耶穌,我與你有甚麼相干?我指着上帝懇求你,不要叫我受苦!」
7hag e lavaras, o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue uhel-meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon.
8是因耶穌曾吩咐他說:「污鬼啊,從這人身上出來吧!」
8Rak Jezuz a lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se.
9耶穌問他說:「你名叫甚麼?」回答說:「我名叫『群』,因為我們多的緣故」;
9Ha Jezuz a c'houlennas digantañ: Pe anv ac'h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion; rak kalz omp.
10就再三地求耶穌,不要叫他們離開那地方。
10Hag e pede start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.
11在那裏山坡上,有一大群豬吃食;
11Bez' e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc'h o peuriñ.
12鬼就央求耶穌說:「求你打發我們往豬群裏,附着豬去。」
12Hag an holl diaoulien en pede, o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno.
13耶穌准了他們,污鬼就出來,進入豬裏去。於是那群豬闖下山崖,投在海裏,淹死了。 豬的數目 約有二千。
13Raktal Jezuz o lezas da vont. Neuze ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h, hag ar vandenn voc'h en em daolas eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor; bez' e oa anezho war-dro daou vil.
14放豬的就逃跑了,去告訴城裏和鄉下的人。眾人就來,要看是甚麼事。
14Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet;
15他們來到耶穌那裏,看見那被鬼附着的人,就是從前被群鬼所附的,坐着,穿上衣服,心裏明白過來,他們就害怕。
15dont a rejont da gavout Jezuz, hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat; hag o devoe aon.
16看見這事的,便將鬼附之人所遇見的和那群豬的事都告訴了眾人;
16Ar re o devoa gwelet-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaoul, ha gant ar moc'h.
17眾人就央求耶穌離開他們的境界。
17Neuze en em lakajont d'e bediñ da bellaat diouzh o bro.
18耶穌上船的時候,那從前被鬼附着的人懇求和耶穌同在。
18Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaoul en pedas d'e lezel da vont gantañ.
19耶穌不許,卻對他說:「你回家去,到你的親屬那裏,將主為你所做的是何等大的事,是怎樣憐憫你,都告訴他們。」
19Met Jezuz n'en lezas ket, hag a lavaras dezhañ: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit, ha penaos en deus bet truez ouzhit.
20那人就走了,在 低加坡里 傳揚耶穌為他做了何等大的事,眾人就都希奇。
20Eñ a yeas kuit, hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoù bras en devoa Jezuz graet dezhañ, hag e oant holl souezhet bras.
21耶穌坐船又渡到那邊去,就有許多人到他那裏聚集;他正在海邊上。
21Jezuz o vezañ, dre ar vag, tremenet en tu all, ul lod bras a bobl en em zastumas en-dro dezhañ; tost d'ar mor e oa.
22有一個管會堂的人,名叫 睚魯 ,來見耶穌,就俯伏在他腳前,
22Unan a vestroù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d'e dreid,
23再三地求他,說:「我的小女兒快要死了, 求你 去按手在她身上,使她痊癒,得以活了。」
23hag e pedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo ar marv ganti; deus da lakaat da zaouarn warni, evit ma vo yac'haet, hag e vevo.
24耶穌就和他同去。 有許多人跟隨擁擠他。
24Ha Jezuz a yeas gantañ; ur bobl vras a yeas war e lerc'h, hag a waske anezhañ.
25有一個女人,患了十二年的血漏,
25Bez' e oa ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ;
26在好些醫生手裏受了許多的苦,又花盡了她所有的,一點也不見好,病勢反倒更重了。
26gouzañvet he devoa kalz a boan etre daouarn ar vedisined, ha dispignet he devoa he holl vadoù hep bezañ bet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat;
27她聽見耶穌的事,就從後頭來,雜在眾人中間,摸耶穌的衣裳,
27o vezañ klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar vandenn dre ziadreñv, hag e stokas ouzh e zilhad.
28意思說:「我只摸他的衣裳,就必痊癒。」
28Rak hi a lavare: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
29於是她血漏的源頭立刻乾了;她便覺得身上的災病好了。
29Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas, en he c'horf, e oa yac'haet eus he foan.
30耶穌頓時心裏覺得有能力從自己身上出去,就在眾人中間轉過來,說:「誰摸我的衣裳?」
30Kerkent, Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhañ, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad?
31門徒對他說:「你看眾人擁擠你,還說『誰摸我』嗎?」
31E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
32耶穌周圍觀看,要見做這事的女人。
32Hag e selle en-dro, evit gwelout piv en devoa graet-se.
33那女人知道在自己身上所成的事,就恐懼戰兢,來俯伏在耶穌跟前,將實情全告訴他。
33Neuze ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c'houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas hag en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ an holl wirionez.
34耶穌對她說:「女兒,你的信救了你,平平安安地回去吧!你的災病痊癒了。」
34Jezuz a lavaras dezhi: Va merc'h, da feiz he deus da yac'haet; kae e peoc'h, ha bez dizereet eus da gleñved.
35還說話的時候,有人從管會堂的家裏來,說:「你的女兒死了,何必還勞動先生呢?」
35Evel ma komze c'hoazh, tud penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv; na ro ket ken muioc'h a boan d'ar Mestr.
36耶穌聽見所說的話,就對管會堂的說:「不要怕,只要信!」
36Kerkent, evel ma klevas Jezuz kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken.
37於是帶着 彼得 、 雅各 ,和 雅各 的兄弟 約翰 同去,不許別人跟隨他。
37Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez, ha Yann, breur Jakez.
38他們來到管會堂的家裏;耶穌看見那裏亂嚷,並有人大大地哭泣哀號,
38O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras, ha tud a ouele, hag a laoske kriadennoù kreñv.
39進到裏面,就對他們說:「為甚麼亂嚷哭泣呢?孩子不是死了,是睡着了。」
39Hag o vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se, ha perak e ouelit? Ar bugel n'eo ket marv, met kousket a ra.
40他們就嗤笑耶穌。耶穌把他們都攆出去,就帶着孩子的父母和跟隨的人進了孩子所在的地方,
40Hag int a rae goap outañ; met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec'h ma oa gourvezet.
41就拉着孩子的手,對她說:「大利大,古米!」(翻出來就是說:「閨女,我吩咐你起來!」)
41O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talitha koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav.
42那閨女立時起來走。他們就大大地驚奇;閨女已經十二歲了。
42Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da vale, rak oadet e oa a zaouzek vloaz; hag e oant souezhet meurbet.
43耶穌切切地囑咐他們,不要叫人知道這事,又吩咐給她東西吃。
43Neuze e c'hourc'hemennas start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e lavaras reiñ da zebriñ d'ar plac'h yaouank.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.