馬可福音 14
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1過兩天是逾越 節 ,又是除酵節,祭司長和文士想法子怎麼用詭計捉拿耶穌,殺他。
1Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude; ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ e Jezuz dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv.
2只是說:「當節的日子不可,恐怕百姓生亂。」
2Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
3耶穌在 伯大尼 長大痲瘋的 西門 家裏坐席的時候,有一個女人拿着一玉瓶至貴的真哪噠香膏來,打破玉瓶,把膏澆在耶穌的頭上。
3Jezuz, o vezañ e Betania ouzh taol e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn.
4有幾個人心中很不喜悅,說:「何用這樣枉費香膏呢?
4Hiniennoù a yeas droug enno o-unan, hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se?
5這香膏可以賣三十多兩銀子賙濟窮人。」他們就向那女人生氣。
5Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner, hag o reiñ d'ar beorien. Evel-se e krozmolent en he enep.
6耶穌說:「由她吧!為甚麼難為她呢?她在我身上做的是一件美事。
6Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi; perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
7因為常有窮人和你們同在,要向他們行善隨時都可以;只是你們不常有我。
7Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h, ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon.
8她所做的,是盡她所能的;她是為我安葬的事把香膏預先澆在我身上。
8Graet he deus ar pezh a oa en he galloud; balzamet he deus dre ziaraok va c'horf evit va beziadur.
9我實在告訴你們,普天之下,無論在甚麼地方傳這福音,也要述說這女人所做的,以為記念。」
9Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en holl lec'hioù eus ar bed ma vo an aviel-mañ prezeget, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.
10十二門徒之中,有一個 加略 人 猶大 去見祭司長,要把耶穌交給他們。
10Neuze Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit lakaat Jezuz etre o daouarn.
11他們聽見就歡喜,又應許給他銀子;他就尋思如何得便把耶穌交給他們。
11Selaou a rejont gant joa, hag e lavarjont reiñ arc'hant dezhañ; diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn.
12除酵節的第一天,就是宰逾越 羊羔 的那一天,門徒對耶穌說:「你吃逾越 節的筵席 要我們往哪裏去預備呢?」
12Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask?
13耶穌就打發兩個門徒,對他們說:「你們進城去,必有人拿着一瓶水迎面而來,你們就跟着他。
13Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr, hag e kavot dirazoc'h un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.
14他進哪家去,你們就對那家的主人說:『夫子說:客房在哪裏?我與門徒好在那裏吃逾越 節的筵席 。』
14E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien?
15他必指給你們擺設整齊的一間大樓,你們就在那裏為我們預備。」
15Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha kempennet mat; fichit eno deomp ar Pask.
16門徒出去,進了城,所遇見的正如耶穌所說的。他們就預備了逾越 節的筵席 。
16E ziskibien eta a yeas, hag a zeuas e kêr, hag e kavjont an traoù evel m'en devoa lavaret dezho; hag e fichjont ar Pask.
17到了晚上,耶穌和十二個門徒都來了。
17Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek.
18他們坐席正吃的時候,耶穌說:「我實在告訴你們,你們中間有一個與我同吃的人要賣我了。」
18Evel ma oant ouzh taol, ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am gwerzho.
19他們就憂愁起來,一個一個地問他說:「是我嗎?」
19Neuze en em lakajont d'en em c'hlac'hariñ; hag e lavarjont dezhañ, an eil goude egile: Ha me eo?
20耶穌對他們說:「是十二個門徒中同我蘸手在盤子裏的那個人。
20Eñ a respontas dezho: Unan an daouzek eo, ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.
21人子必要去世,正如 經上 指着他所寫的;但賣人子的人有禍了!那人不生在世上倒好。」
21Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.
22他們吃的時候,耶穌拿起餅來,祝了福,就擘開,遞給他們,說:「你們拿着吃,這是我的身體」;
22Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas dezho, o lavarout: Kemerit, [debrit,] hemañ eo va c'horf.
23又拿起杯來,祝謝了,遞給他們;他們都喝了。
23Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, hag ec'h evjont holl dioutañ.
24耶穌說:「這是我立約的血,為多人流出來的。
24Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz.
25我實在告訴你們,我不再喝這葡萄汁,直到我在上帝的國裏喝新的那日子。」
25Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.
26他們唱了詩,就出來,往 橄欖山 去。
26Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.
27耶穌對他們說:「你們都要跌倒了,因為 經上 記着說: 我要擊打牧人, 羊就分散了。
27Neuze, Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, hag an deñved a vo stlabezet.
28但我復活以後,要在你們以先往 加利利 去。」
28Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.
29彼得 說:「眾人雖然跌倒,我總不能。」
29Ha Pêr a lavaras dezhañ: Pa vefe an holl gwallskoueriet, evidon-me, ne vin ket.
30耶穌對他說:「我實在告訴你,就在今天夜裏,雞叫兩遍以先,你要三次不認我。」
30Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech.
31彼得 卻極力地說:「我就是必須和你同死,也總不能不認你。」眾門徒都是這樣說。
31Met eñ a lavare kreñvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag holl, e lavarent ar memes tra.
32他們來到一個地方,名叫 客西馬尼 。耶穌對門徒說:「你們坐在這裏,等我禱告。」
32Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, ha Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin.
33於是帶着 彼得 、 雅各 、 約翰 同去,就驚恐起來,極其難過,
33Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.
34對他們說:「我心裏甚是憂傷,幾乎要死;你們在這裏等候,警醒。」
34Hag e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit.
35他就稍往前走,俯伏在地,禱告說:「倘若可行,便叫那時候過去。」
35O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar, da bediñ ma c'hellje an eur-se pellaat dioutañ.
36他說:「阿爸!父啊!在你凡事都能;求你將這杯撤去。然而,不要從我的意思,只要從你的意思。」
36Hag e lavare: Abba! Tad! An holl draoù a c'hellez; pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
37耶穌回來,見他們睡着了,就對 彼得 說:「 西門 ,你睡覺嗎?不能警醒片時嗎?
37Hag e tistroas, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur?
38總要警醒禱告,免得入了迷惑。你們心靈固然願意,肉體卻軟弱了。」
38Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.
39耶穌又去禱告,說的話還是與先前一樣,
39Mont a reas adarre, hag e pedas, o lavarout ar memes komzoù.
40又來見他們睡着了,因為他們的眼睛甚是困倦;他們也不知道怎麼回答。
40O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet; ha ne ouient petra da lavarout dezhañ.
41第三次來,對他們說:「現在你們仍然睡覺安歇吧!夠了,時候到了。看哪,人子被賣在罪人手裏了。
41Hag e tistroas evit an trede gwech, hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet; setu, Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.
42起來!我們走吧。看哪,那賣我的人近了! 」
42Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta.
43說話之間,忽然那十二個門徒裏的 猶大 來了,並有許多人帶着刀棒,從祭司長和文士並長老那裏與他同來。
43Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.
44賣耶穌的人曾給他們一個暗號,說:「我與誰親嘴,誰就是他。你們把他拿住,牢牢靠靠地帶去。」
44An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo; krogit ennañ, ha kasit eñ sur.
45猶大 來了,隨即到耶穌跟前,說:「拉比」,便與他親嘴。
45Raktal eta evel ma oa erruet, e tostaas outañ, hag e lavaras dezhañ: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ.
46他們就下手拿住他。
46Neuze e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ.
47旁邊站着的人,有一個拔出刀來,將大祭司的僕人砍了一刀,削掉了他一個耳朵。
47Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ.
48耶穌對他們說:「你們帶着刀棒出來拿我,如同拿強盜嗎?
48Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon.
49我天天教訓人,同你們在殿裏,你們並沒有拿我。但 這事成就 ,為要應驗經上的話。」
49Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret; met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet.
50門徒都離開他,逃走了。
50Neuze, o vezañ e zilezet, an holl a dec'has kuit.
51有一個少年人,赤身披着一塊麻布,跟隨耶穌,眾人就捉拿他。
51Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv; an dud yaouank a grogas ennañ,
52他卻丟了麻布,赤身逃走了。
52met eñ a lezas ganto e wiskamant, hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.
53他們把耶穌帶到大祭司那裏,又有眾祭司長和長老並文士都來和大祭司一同聚集。
53Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.
54彼得 遠遠地跟着耶穌,一直進入大祭司的院裏,和差役一同坐在火光裏烤火。
54Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
55祭司長和全公會尋找見證控告耶穌,要治死他,卻尋不着。
55Ar veleien vras hag an holl sanedrin a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket.
56因為有好些人作假見證告他,只是他們的見證各不相合。
56Rak kalz a roe testeni fals en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo.
57又有幾個人站起來作假見證告他,說:
57Hiniennoù a savas neuze, hag a zougas ur fals testeni a-enep dezhañ o lavarout:
58「我們聽見他說:『我要拆毀這人手所造的殿,三日內就另造一座不是人手所造的。』」
58Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ, graet gant dorn an den, hag a-benn tri deiz ec'h adsavin unan all, ha ne vo ket graet gant dorn an den.
59他們就是這麼作見證,也是各不相合。
59Met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo kennebeut.
60大祭司起來站在中間,問耶穌說:「你甚麼都不回答嗎?這些人作見證告你的是甚麼呢?」
60Neuze ar beleg-meur, o sevel e-kreiz ar sanhedrin, a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mañ: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep?
61耶穌卻不言語,一句也不回答。大祭司又問他說:「你是那當稱頌者的兒子基督不是?」
61Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget?
62耶穌說:「我是。你們必看見人子坐在那權能者的右邊,駕着天上的雲降臨。」
62Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.
63大祭司就撕開衣服,說:「我們何必再用見證人呢?
63Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù?
64你們已經聽見他這僭妄的話了。你們的意見如何?」他們都定他該死的罪。
64Klevet hoc'h eus al ledoued; petra a soñjit a-se? Holl neuze, e varnjont anezhañ evel din a varv.
65就有人吐唾沫在他臉上,又蒙着他的臉,用拳頭打他,對他說:「你說預言吧!」差役接過他來,用手掌打他。
65Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e vizaj, ha da reiñ dezhañ karvanadoù, o lavarout: Divin! Hag ar vevelien a skoe anezhañ gant bizhier.
66彼得 在下邊院子裏;來了大祭司的一個使女,
66Pêr a oa e traoñ ar porzh, hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur;
67見 彼得 烤火,就看着他,說:「你素來也是同 拿撒勒 人耶穌一夥的。」
67hag o welout Pêr oc'h en em dommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared.
68彼得 卻不承認,說:「我不知道,也不明白你說的是甚麼。」於是出來,到了前院, 雞就叫了。
68Met eñ a nac'has anezhañ, hag a lavaras: N'anavezan ket anezhañ, ha n'ouzon ket petra a lavarez; mont a reas er-maez er porzh; hag ar c'hilhog a ganas.
69那使女看見他,又對旁邊站着的人說:「這也是他們一黨的。」
69Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se. Met eñ e nac'has adarre.
70彼得 又不承認。過了不多的時候,旁邊站着的人又對 彼得 說:「你真是他們一黨的!因為你是 加利利 人。」
70Ur penad goude, ar re a oa eno a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat, [ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini].
71彼得 就發咒起誓地說:「我不認得你們說的這個人。」
71Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ.
72立時雞叫了第二遍。 彼得 想起耶穌對他所說的話:「雞叫兩遍以先,你要三次不認我。」思想起來,就哭了。
72Raktal ar c'hilhog a ganas un eil gwech; ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet buan er-maez, e ouelas.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.