Jean 10
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na da ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant.
1「我实实在在地告诉你们,人进羊圈,不从门进去,倒从别处爬进去,那人就是贼,就是强盗。
2Met an hini a ya dre an nor, eo mesaer an deñved.
2从门进去的,才是羊的牧人。
3Ar porzhier a zigor dezhañ an nor, hag an deñved a glev e vouezh; gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv, hag e kas anezho er-maez.
3看门的就给他开门;羊也听他的声音。他按着名叫自己的羊,把羊领出来。
4Ha p'en deus lakaet er-maez e zeñved e-unan, e vale a-raok dezho, hag an deñved a heul anezhañ, abalamour ma'c'h anavezont e vouezh.
4既放出自己的羊来,就在前头走,羊也跟着他,因为认得他的声音。
5Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi.
5羊不跟着生人;因为不认得他的声音,必要逃跑。」
6Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
6耶稣将这比喻告诉他们,但他们不明白所说的是什么意思。
7Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved.
7所以,耶稣又对他们说:「我实实在在地告诉你们,我就是羊的门。
8An holl re a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet.
8凡在我以先来的都是贼,是强盗;羊却不听他们。
9Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
9我就是门;凡从我进来的,必然得救,并且出入得草吃。
10Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; met me a zo deuet evit m'o devo va deñved ar vuhez ha ma vint er fonnuster.
10盗贼来,无非要偷窃,杀害,毁坏;我来了,是要叫羊得生命,并且得的更丰盛。
11Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.
11我是好牧人;好牧人为羊舍命。
12Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an deñved n'int ket dezhañ; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h; ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.
12若是雇工,不是牧人,羊也不是他自己的,他看见狼来,就撇下羊逃走;狼抓住羊,赶散了羊群。
13An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour, ha ne gemer ket preder eus an deñved.
13雇工 逃走 ,因他是雇工,并不顾念羊。
14Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto,
14我是好牧人;我认识我的羊,我的羊也认识我,
15evel ma'c'h anavez va Zad ac'hanon, hag evel ma'c'h anavezan va Zad; ha reiñ a ran va buhez evit va deñved.
15正如父认识我,我也认识父一样;并且我为羊舍命。
16Deñved all am eus ha n'int ket eus an tropell-mañ; ret eo din ivez degas anezho; hag e klevint va mouezh, ha ne vo nemet ur bagad, hag ur mesaer hepken.
16我另外有羊,不是这圈里的;我必须领他们来,他们也要听我的声音,并且要合成一群,归一个牧人了。
17Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer.
17我父爱我;因我将命舍去,好再取回来。
18Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad.
18没有人夺我的命去,是我自己舍的。我有权柄舍了,也有权柄取回来。这是我从我父所受的命令。」
19Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se.
19犹太 人为这些话又起了纷争。
20Kalz anezho a lavare: Un diaoul en deus, diskiantet eo; perak e selaouit anezhañ?
20内中有好些人说:「他是被鬼附着,而且疯了,为什么听他呢?」
21Re all a lavare: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?
21又有人说:「这不是鬼附之人所说的话。鬼岂能叫瞎子的眼睛开了呢?」
22Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi, hag ar goañv a oa.
22在 耶路撒冷 有修殿节,是冬天的时候。
23Evel ma valee Jezuz en templ, e porched Salomon,
23耶稣在殿里 所罗门 的廊下行走。
24ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hor spered en douetañs? Mar dout ar C'hrist, lavar eñ deomp freals.
24犹太 人围着他,说:「你叫我们犹疑不定到几时呢?你若是基督,就明明地告诉我们。」
25Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon.
25耶稣回答说:「我已经告诉你们,你们不信。我奉我父之名所行的事可以为我作见证;
26Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h.
26只是你们不信,因为你们不是我的羊。
27Va deñved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon.
27我的羊听我的声音,我也认识他们,他们也跟着我。
28Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn.
28我又赐给他们永生;他们永不灭亡,谁也不能从我手里把他们夺去。
29Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad.
29我父把羊赐给我,他比万有都大,谁也不能从我父手里把他们夺去。
30Me hag an Tad a zo unan.
30我与父原为一。」
31Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.
31犹太 人又拿起石头来要打他。
32Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a oberoù mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?
32耶稣对他们说:「我从父显出许多善事给你们看,你们是为哪一件拿石头打我呢?」
33Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue.
33犹太 人回答说:「我们不是为善事拿石头打你,是为你说僭妄的话;又为你是个人,反将自己当作 神。」
34Jezuz a respontas dezho: N'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?
34耶稣说:「你们的律法上岂不是写着『我曾说你们是神』吗?
35Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho (hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret),
35经上的话是不能废的;若那些承受 神道的人尚且称为神,
36lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
36父所分别为圣、又差到世间来的,他自称是 神的儿子,你们还向他说『你说僭妄的话』吗?
37Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon.
37我若不行我父的事,你们就不必信我;
38Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot an Tad a zo ennon, hag ez on ennañ.
38我若行了,你们纵然不信我,也当信这些事,叫你们又知道又明白父在我里面,我也在父里面。」
39Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn.
39他们又要拿他,他却逃出他们的手走了。
40Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.
40耶稣又往 约旦河 外去,到了 约翰 起初施洗的地方,就住在那里。
41Kalz a dud a zeuas d'e gavout, hag e lavarent: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet; met kement-holl en deus Yann lavaret eus an den-mañ a zo gwir.
41有许多人来到他那里。他们说:「 约翰 一件神迹没有行过,但 约翰 指着这人所说的一切话都是真的。」
42Ha kalz a gredas ennañ el lec'h-se.
42在那里,信耶稣的人就多了。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.