Jean 18
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
1Goude m'en devoe Jezuz lavaret an traoù-mañ, ez eas gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh; antreal a reas enni, eñ hag e ziskibien.
1耶稣说了这话,就同门徒出去,过了 汲沦溪 。在那里有一个园子,他和门徒进去了。
2Judaz, an hini en gwerzhe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien.
2卖耶稣的 犹大 也知道那地方,因为耶稣和门徒屡次上那里去聚集。
3Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant goulou ha gant armoù.
3犹大 领了一队兵,和祭司长并法利赛人的差役,拿着灯笼、火把、兵器,就来到园里。
4Ha Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?
4耶稣知道将要临到自己的一切事,就出来对他们说:「你们找谁?」
5Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Me eo. Ha Judaz, an hini en gwerzhe, a oa ivez ganto.
5他们回答说:「找 拿撒勒 人耶稣。」耶稣说:「我就是!」卖他的 犹大 也同他们站在那里。
6Kerkent m'en devoa lavaret dezho: Me eo, e teujont a-dreñv, hag e kouezhjont d'an douar.
6耶稣一说「我就是」,他们就退后倒在地上。
7Goulenn a reas c'hoazh ur wech outo: Piv a glaskit? Hag int a respontas: Jezuz a Nazared.
7他又问他们说:「你们找谁?」他们说:「找 拿撒勒 人耶稣。」
8Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos eo me; mar deo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit.
8耶稣说:「我已经告诉你们,我就是。你们若找我,就让这些人去吧。」
9Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ en devoa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din.
9这要应验耶稣从前的话,说:「你所赐给我的人,我没有失落一个。」
10Neuze Simon-Pêr, a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ ur servijer d'ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dehou dezhañ; ar servijer-se a oa anvet Malkuz.
10西门·彼得 带着一把刀,就拔出来,将大祭司的仆人砍了一刀,削掉他的右耳;那仆人名叫 马勒古 。
11Met Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c'houin; ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?
11耶稣就对 彼得 说:「收刀入鞘吧,我父所给我的那杯,我岂可不喝呢?」
12Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten hag an dud kaset gant ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ,
12那队兵和千夫长,并 犹太 人的差役就拿住耶稣,把他捆绑了,
13hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se.
13先带到 亚那 面前,因为 亚那 是本年作大祭司 该亚法 的岳父。
14Kaifaz a oa an hini en devoa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien, penaos e oa talvoudek e varvje un den hepken evit ar bobl.
14这 该亚法 就是从前向 犹太 人发议论说「一个人替百姓死是有益的」那位。
15Met, Simon-Pêr, gant un diskibl all, en devoa heuliet Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur, hag ez eas gant Jezuz e palez ar beleg-meur.
15西门·彼得 跟着耶稣,还有一个门徒跟着。那门徒是大祭司所认识的,他就同耶稣进了大祭司的院子。
16Met Pêr a oa chomet er-maez, e-tal an nor. An diskibl all, hag a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas eta da gomz ouzh ar borzhierez, hag a lakaas Pêr da vont e-barzh.
16彼得 却站在门外。大祭司所认识的那个门徒出来,和看门的使女说了一声,就领 彼得 进去。
17Neuze ar vatezh (ar borzhierez) a lavaras da Bêr: N'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket.
17那看门的使女对 彼得 说:「你不也是这人的门徒吗?」他说:「我不是。」
18Ar mevelien hag ar servijerien a oa eno, o vezañ graet tan, abalamour ma oa yen, e tomment. Pêr a oa ganto, hag e tomme.
18仆人和差役因为天冷,就生了炭火,站在那里烤火; 彼得 也同他们站着烤火。
19Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien, ha diwar-benn e gredenn.
19大祭司就以耶稣的门徒和他的教训盘问他。
20Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud; atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ, e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien eus a bep lec'h, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.
20耶稣回答说:「我从来是明明地对世人说话。我常在会堂和殿里,就是 犹太 人聚集的地方教训人;我在暗地里并没有说什么。
21Perak eta e rez goulennoù ouzhin? Gra da c'houlennoù ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho: an dud-se a oar ar pezh am eus lavaret.
21你为什么问我呢?可以问那听见的人,我对他们说的是什么;我所说的,他们都知道。」
22P'en devoa lavaret kement-se, unan eus ar servijerien a oa eno, a roas ur jodad da Jezuz, en ur lavarout dezhañ: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur?
22耶稣说了这话,旁边站着的一个差役用手掌打他,说:「你这样回答大祭司吗?」
23Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret; met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon?
23耶稣说:「我若说的不是,你可以指证那不是;我若说的是,你为什么打我呢?」
24Hag Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur.
24亚那 就把耶稣解到大祭司 该亚法 那里,仍是捆着解去的。
25Simon-Pêr a oa eno, hag en em domme; lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket.
25西门·彼得 正站着烤火,有人对他说:「你不也是他的门徒吗?」 彼得 不承认,说:「我不是。」
26Unan eus mevelien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en devoa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ?
26有大祭司的一个仆人,是 彼得 削掉耳朵那人的亲属,说:「我不是看见你同他在园子里吗?」
27Pêr en nac'has adarre; ha kerkent ar c'hilhog a ganas.
27彼得 又不承认。立时鸡就叫了。
28Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi; ar mintin e oa, ha n'ejont ket e-barzh ar pretordi o-unan, gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask.
28众人将耶稣从 该亚法 那里往衙门内解去,那时天还早。他们自己却不进衙门,恐怕染了污秽,不能吃逾越 节的筵席 。
29Pilat, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Pet tamall a rit a-enep an den-se?
29彼拉多 就出来,到他们那里,说:「你们告这人是为什么事呢?」
30Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.
30他们回答说:「这人若不是作恶的,我们就不把他交给你。」
31Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan, ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'hon eus ket ar galloud da lazhañ den.
31彼拉多 说:「你们自己带他去,按着你们的律法审问他吧。」 犹太 人说:「我们没有杀人的权柄。」
32Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
32这要应验耶稣所说自己将要怎样死的话了。
33Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi hag o vezañ lakaet Jezuz da zont, e lavaras dezhañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien?
33彼拉多 又进了衙门,叫耶稣来,对他说:「你是 犹太 人的王吗?」
34Jezuz a respontas dezhañ: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus e lavaret dit?
34耶稣回答说:「这话是你自己说的,还是别人论我对你说的呢?」
35Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da bobl hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet?
35彼拉多 说:「我岂是 犹太 人呢?你本国的人和祭司长把你交给我。你做了什么事呢?」
36Jezuz a respontas dezhañ: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ; mar bije bet va rouantelezh eus ar bed-mañ, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien; met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han.
36耶稣回答说:「我的国不属这世界;我的国若属这世界,我的臣仆必要争战,使我不至于被交给 犹太 人。只是我的国不属这世界。」
37Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Te a zo eta roue? Jezuz a respontas: E lavarout a rez; roue on, evit-se eo on bet ganet, hag evit-se eo on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez, a selaou va mouezh.
37彼拉多 就对他说:「这样,你是王吗?」耶稣回答说:「你说我是王。我为此而生,也为此来到世间,特为给真理作见证。凡属真理的人就听我的话。」
38Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en devoa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien, hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet en den-se.
38彼拉多 说:「真理是什么呢?」 说了这话,又出来到 犹太 人那里,对他们说:「我查不出他有什么罪来。
39Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
39但你们有个规矩,在逾越节要我给你们释放一个人,你们要我给你们释放 犹太 人的王吗?」
40Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Ha Barabbaz a oa ul laer.
40他们又喊着说:「不要这人,要 巴拉巴 !」这 巴拉巴 是个强盗。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.