路加福音 23
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1众人都起来,把耶稣解到 彼拉多 面前,
1Neuze an holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat.
2就告他说:「我们见这人诱惑国民,禁止纳税给凯撒,并说自己是基督,是王。」
2Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue.
3彼拉多 问耶稣说:「你是 犹太 人的王吗?」耶稣回答说:「你说的是。」
3Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
4彼拉多 对祭司长和众人说:「我查不出这人有什么罪来。」
4Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
5但他们越发极力地说:「他煽惑百姓,在 犹太 遍地传道,从 加利利 起,直到这里了。」
5Met int a zalc'he, o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ en graet adalek Galilea, betek amañ.
6彼拉多 一听见,就问:「这人是 加利利 人吗?」
6Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se.
7既晓得耶稣属 希律 所管,就把他送到 希律 那里去。那时 希律 正在 耶路撒冷 。
7Hag o vezañ gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez, hag a oa e Jeruzalem en deizioù-se.
8希律 看见耶稣,就很欢喜;因为听见过他的事,久已想要见他,并且指望看他行一件神迹,
8Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en devoa c'hoant d'e welout, abalamour m'en devoa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak.
9于是问他许多的话,耶稣却一言不答。
9Ober a reas eta meur a c'houlenn outañ; met Jezuz ne respontas netra dezhañ.
10祭司长和文士都站着,极力地告他。
10Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno, hag a damalle anezhañ gwashañ ma c'hellent.
11希律 和他的兵丁就藐视耶稣,戏弄他,给他穿上华丽衣服,把他送回 彼拉多 那里去。
11Met Herodez, gant tud e ward, a zisprizas anezhañ; hag evit ober goap anezhañ, e lakaas gwiskañ dezhañ ur sae splann, hag e tistroas anezhañ da Bilat.
12从前 希律 和 彼拉多 彼此有仇,在那一天就成了朋友。
12En deiz-se, Herodez ha Pilat a zeuas da vezañ mignoned; rak a-raok e oant enebourien.
13彼拉多 传齐了祭司长和官府并百姓,
13Neuze Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro, hag ar bobl, a lavaras dezho:
14就对他们说:「你们解这人到我这里,说他是诱惑百姓的。看哪,我也曾将你们告他的事,在你们面前审问他,并没有查出他什么罪来;
14Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl, ha goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ,
15就是 希律 也是如此,所以把他送回来。可见他没有做什么该死的事。
15nag Herodez kennebeut, rak ho kaset em eus d'e gavout; ha setu n'en deus graet netra a vefe din a varv.
16故此,我要责打他,把他释放了。」
16O vezañ eta graet e gastizañ, e laoskin anezhañ.
no verse 17 in this text
17[Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.]
18众人却一齐喊着说:「除掉这个人!释放 巴拉巴 给我们!」
18Neuze e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv, ha laosk deomp Barabbaz.
19这 巴拉巴 是因在城里作乱杀人,下在监里的。
19Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr, hag ur muntr.
20彼拉多 愿意释放耶稣,就又劝解他们。
20Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.
21无奈他们喊着说:「钉他十字架!钉他十字架!」
21Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz!
22彼拉多 第三次对他们说:「为什么呢?这人做了什么恶事呢?我并没有查出他什么该死的罪来。所以,我要责打他,把他释放了。」
22Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. E gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
23他们大声催逼 彼拉多 ,求他把耶稣钉在十字架上。他们的声音就得了胜。
23Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz; hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
24彼拉多 这才照他们所求的定案,
24Neuze Pilat a varnas ober evel ma felle dezho.
25把他们所求的那作乱杀人、下在监里的释放了,把耶稣交给他们,任凭他们的意思行。
25Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent; hag e lezas Jezuz d'o bolontez.
26带耶稣去的时候,有一个 古利奈 人 西门 ,从乡下来;他们就抓住他,把十字架搁在他身上,叫他背着跟随耶稣。
26Hag evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war lerc'h Jezuz.
27有许多百姓跟随耶稣,内中有好些妇女;妇女们为他号咷痛哭。
27Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, hag en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn.
28耶稣转身对她们说:「 耶路撒冷 的女子,不要为我哭,当为自己和自己的儿女哭。
28Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras dezho: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale,
29因为日子要到,人必说:『不生育的,和未曾怀胎的,未曾乳养婴孩的,有福了!』
29rak deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet, hag an divronn n'o deus ket maget!
30那时,人要向大山说: 倒在我们身上! 向小山说: 遮盖我们!
30Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar grec'hiennoù: Goloit ac'hanomp!
31「这些事既行在有汁水的树上,那枯干的树将来怎么样呢?」
31Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?
32又有两个犯人,和耶稣一同带来处死。
32Hag e kased ivez daou dorfedour, evit o lakaat da vervel gantañ.
33到了一个地方,名叫「髑髅地」,就在那里把耶稣钉在十字架上,又钉了两个犯人:一个在左边,一个在右边。
33Pa voent deuet el lec'h anvet Klopenn, e stagjont anezhañ ouzh ar groaz eno, hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.
34当下耶稣说:「父啊!赦免他们;因为他们所做的,他们不晓得。」 兵丁 就拈阄分他的衣服。
34Jezuz a lavare: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord.
35百姓站在那里观看。官府也嗤笑他,说:「他救了别人;他若是基督, 神所拣选的,可以救自己吧!」
35Ar bobl en em zalc'he eno, hag a selle. Mistri ar vro hag ar bobl a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan, mar deo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!
36兵丁也戏弄他,上前拿醋送给他喝,
36Ar soudarded ivez, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ, a rae goap outañ,
37说:「你若是 犹太 人的王,可以救自己吧!」
37o lavarout: Mar dout roue ar Yuzevien, en em savete da-unan.
38在耶稣以上有一个牌子写着:「这是 犹太 人的王。」
38Ha bez' e oa a-us d'e benn ar skrid-mañ, [e gresianeg, e latin hag en hebraeg]: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
39那同钉的两个犯人有一个讥笑他,说:「你不是基督吗?可以救自己和我们吧!」
39Unan eus an dorfedourien a oa kroazstaget a zismegañse ivez anezhañ, o lavarout: Mar dout ar C'hrist, en em savete da-unan, ha ni ivez.
40那一个就应声责备他,说:「你既是一样受刑的,还不怕 神吗?
40Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?
41我们是应该的,因我们所受的与我们所做的相称,但这个人没有做过一件不好的事。」
41Evidomp-ni, ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon torfedoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet.
42就说:「耶稣啊,你得国降临的时候,求你记念我!」
42Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon, pa zeui ez rouantelezh.
43耶稣对他说:「我实在告诉你,今日你要同我在乐园里了。」
43Jezuz a lavaras dezhañ: Me en lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.
44那时约有午正,遍地都黑暗了,直到申初,
44Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur, hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
45日头变黑了;殿里的幔子从当中裂为两半。
45An heol a deñvalaas, ha gouel an templ a rogas dre e greiz.
46耶稣大声喊着说:「父啊!我将我的灵魂交在你手里。」说了这话,气就断了。
46Ha Jezuz en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Va Zad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
47百夫长看见所成的事,就归荣耀与 神,说:「这真是个义人!」
47Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue, o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.
48聚集观看的众人见了这所成的事都捶着胸回去了。
48An holl bobl hag a oa en em zastumet eno, o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c'halon.
49还有一切与耶稣熟识的人,和从 加利利 跟着他来的妇女们,都远远地站着看这些事。
49An holl re a anaveze anezhañ, hag ar gwragez o devoa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell, hag a selle ouzh an traoù-se.
50有一个人名叫 约瑟 ,是个议士,为人善良公义;
50Un den anvet Jozef, ur c'huzulier-meur, un den mat ha reizh,
51众人所谋所为,他并没有附从。他本是 犹太 、 亚利马太 城里素常盼望 神国的人。
51un den n'en devoa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù, o tont eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, a c'hortoze ivez rouantelezh Doue;
52这人去见 彼拉多 ,求耶稣的身体,
52o vezañ deuet da gavout Pilat, e c'houlennas outañ korf Jezuz.
53就取下来,用细麻布裹好,安放在石头凿成的坟墓里;那里头从来没有葬过人。
53O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
54那日是预备日,安息日也快到了。
54Bez' e oa deiz ar c'hempennadur, hag ar sabad a zeue.
55那些从 加利利 和耶稣同来的妇女跟在后面,看见了坟墓和他的身体怎样安放。
55Ar gwragez deuet eus Galilea gant Jezuz, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet korf Jezuz e-barzh.
56她们就回去,预备了香料香膏。她们在安息日,便遵着诫命安息了。
56Hag o vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù a c'hwez-vat ha frondoù, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.