路加福音 21
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣抬头观看,见财主把捐项投在库里,
1O vezañ savet e zaoulagad, Jezuz a welas tud pinvidik a lakae o frofoù e teñzor an templ.
2又见一个穷寡妇投了两个小钱,
2Gwelout a reas ivez un intañvez paour, a lakaas e-barzh daou bezhig.
3就说:「我实在告诉你们,这穷寡妇所投的比众人还多;
3Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet e-barzh muioc'h eget an holl re all.
4因为众人都是自己有余,拿出来投在捐项里,但这寡妇是自己不足,把她一切养生的都投上了。」
4Rak holl o deus lakaet, e profoù, eus ar pezh o devoa a-re; met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he devoa evit bevañ.
5有人谈论圣殿是用美石和供物妆饰的;
5Hag evel ma lavare hiniennoù dezhañ e oa savet an templ gant mein gaer ha gant profoù pinvidik, e lavaras:
6耶稣就说:「论到你们所看见的这一切,将来日子到了,在这里没有一块石头留在石头上,不被拆毁了。」
6C'hwi a sell ouzh an traoù-se! Deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
7他们问他说:「夫子!什么时候有这事呢?这事将到的时候有什么预兆呢?」
7Hag e c'houlennjont outañ: Mestr, pegoulz en em gavo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout?
8耶稣说:「你们要谨慎,不要受迷惑;因为将来有好些人冒我的名来,说:『我是 基督 』,又说:『时候近了』,你们不要跟从他们!
8Hag e lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h; rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo [ar C'hrist], hag an amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h.
9你们听见打仗和扰乱的事,不要惊惶;因为这些事必须先有,只是末期不能立时就到。」
9Pa glevot komz eus brezelioù, hag eus dispac'hioù, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoù-se a-raok; met ne vo ket kerkent ar fin.
10当时,耶稣对他们说:「民要攻打民,国要攻打国;
10Lavarout a reas dezho ivez: Ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all;
11地要大大震动,多处必有饥荒、瘟疫,又有可怕的异象和大神迹从天上显现。
11hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha bosennoù; hag en em ziskouezo traoù spouronus, ha sinoù bras en neñv.
12但这一切的事以先,人要下手拿住你们,逼迫你们,把你们交给会堂,并且收在监里,又为我的名拉你们到君王诸侯面前。
12Met, a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint en o sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, hag ho kasint dirak ar rouaned ha dirak an ouarnerien, abalamour da'm anv.
13但这些事终必为你们的见证。
13Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da desteniañ.
14所以,你们当立定心意,不要预先思想怎样分诉;
14Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a-raok en ho tifenn,
15因为我必赐你们口才、智慧,是你们一切敌人所敌不住、驳不倒的。
15rak me a roio deoc'h ur genou hag ur furnez na c'hellint respont netra hoc'h holl enebourien dezho.
16连你们的父母、弟兄、亲族、朋友也要把你们交官;你们也有被他们害死的。
16C'hwi a vo gwerzhet gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv.
17你们要为我的名被众人恨恶,
17C'hwi a vo kasaet gant an holl, abalamour da'm anv.
18然而,你们连一根头发也必不损坏。
18Met n'en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn.
19你们常存忍耐,就必保全灵魂。」
19Derc'hel a reot hoc'h eneoù dre ho kouzañvusted sioul.
20「你们看见 耶路撒冷 被兵围困,就可知道它成荒场的日子近了。
20Pa welot Jeruzalem kelc'hiet gant armeoù, gouezit eo tost he glac'har.
21那时,在 犹太 的应当逃到山上;在城里的应当出来;在乡下的不要进城;
21Neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù; ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra en em dec'hint er-maez anezhi; hag ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont e kêr.
22因为这是报应的日子,使 经上 所写的都得应验。
22Rak bez' e vint deizioù a gastiz, abalamour d'an holl draoù a zo bet skrivet da erruout.
23当那些日子,怀孕的和奶孩子的有祸了!因为将有大灾难降在这地方,也有震怒临到这百姓。
23Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se! Rak ur glac'har bras a vo war ar vro-mañ, ha droug a vo a-enep ar bobl-mañ.
24他们要倒在刀下,又被掳到各国去。 耶路撒冷 要被外邦人践踏,直到外邦人的日期满了。」
24Kouezhañ a raint dindan dremm ar c'hleze, kaset e vint da sklaved e-touez an holl bobloù, ha Jeruzalem a vo mac'het gant ar bobloù, betek ma vo peurleuniet amzerioù ar bobloù.
25「日、月、星辰要显出异兆,地上的邦国也有困苦;因海中波浪的响声,就慌慌不定。
25Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered; ha war an douar, ar bobloù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras.
26天势都要震动,人想起那将要临到世界的事,就都吓得魂不附体。
26An dud a vo prest da rentañ o ene gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet.
27那时,他们要看见人子有能力,有大荣耀驾云降临。
27Ha neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ur c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras.
28一有这些事,你们就当挺身昂首,因为你们得赎的日子近了。」
28Pa en em lakaio an traoù-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h, ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta.
29耶稣又设比喻对他们说:「你们看无花果树和各样的树;它发芽的时候,你们一看见,自然晓得夏天近了。
29Hag e lavaras dezho ur barabolenn: Gwelit ar wezenn-fiez hag an holl wez all:
no verse 30 in this text
30pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, eo tost an hañv;
31这样,你们看见这些事渐渐地成就,也该晓得 神的国近了。
31evel-se ivez, pa welot kement-se o c'hoarvezout, gouezit eo tost Rouantelezh Doue.
32我实在告诉你们,这世代还没有过去,这些事都要成就。
32Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
33天地要废去,我的话却不能废去。」
33An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.
34「你们要谨慎,恐怕因贪食、醉酒,并今生的思虑累住你们的心,那日子就如同网罗忽然临到你们;
34Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, ar vezventi, ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm.
35因为那日子要 这样 临到全地上一切居住的人。
35Rak dont a raio evel ur roued, da soupren an holl re a chom war gorre an douar.
36你们要时时警醒,常常祈求,使你们能逃避这一切要来的事,得以站立在人子面前。」
36Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù a dle c'hoarvezout, ha da chom dirak Mab an den.
37耶稣每日在殿里教训人,每夜出城在一座山,名叫 橄榄山 住宿。
37Jezuz a gelenne en templ e-pad an deiz, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived.
38众百姓清早上 圣 殿,到耶稣那里,要听他讲道。
38Ha, da c'houlou-deiz, an holl bobl a zeue d'e gavout evit e selaou.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.