路加福音 16
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣又对门徒说:「有一个财主的管家,别人向他主人告他浪费主人的财物。
1Jezuz a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en devoa ur merer a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù.
2主人叫他来,对他说:『我听见你这事怎么样呢?把你所经管的交代明白,因你不能再作 我的 管家。』
2Eñ a c'halvas anezhañ, hag a lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken gouarn va madoù.
3那管家心里说:『主人辞我,不用我再作管家,我将来做什么?锄地呢?无力;讨饭呢?怕羞。
3Neuze ar merer-mañ a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, pa lam va mestr diganin gouarnerezh e vadoù? Ne c'hellfen ket labourat an douar; mezh am befe o c'houlenn aluzen.
4我知道怎么行,好叫人在我不作管家之后,接我到他们家里去。』
4Gouzout a ran petra a rin evit ma vo tud hag am degemero en o ziez, pa vo lamet va gouarnerezh diganin,.
5于是把欠他主人债的,一个一个地叫了来,问头一个说:『你欠我主人多少?』
5Neuze e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'an hini kentañ: Pegement a dleez da'm mestr?
6他说:『一百篓油。』管家说:『拿你的帐,快坐下,写五十。』
6Eñ a respontas: Kant muzuliad (= kant bat) eoul. Hag ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez buan, ha skriv hanter-kant.
7又问一个说:『你欠多少?』他说:『一百石麦子。』管家说:『拿你的帐,写八十。』
7Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a lavaras: Kant muzuliad (= kant kor) gwinizh. Ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent.
8主人就夸奖这不义的管家做事聪明;因为今世之子,在世事之上,较比光明之子更加聪明。
8Ar mestr a veulas ar merer disleal-se abalamour m'en devoe graet-se gant furnez; rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h e-keñver o rummad eget bugale ar sklêrijenn.
9我又告诉你们,要借着那不义的钱财结交朋友,到了钱财无用的时候,他们可以接你们到永存的帐幕里去。
9Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa zeuint da vankout, e tegemerint ac'hanoc'h en teltennoù peurbadus.
10人在最小的事上忠心,在大事上也忠心;在最小的事上不义,在大事上也不义。
10An hini a zo leal en traoù bihan, a vo ivez leal en traoù bras; hag an hini a zo disleal en traoù bihan, a vo ivez disleal en traoù bras.
11倘若你们在不义的钱财上不忠心,谁还把那真实的 钱财 托付你们呢?
11Mar n'hoc'h ket bet eta leal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion?
12倘若你们在别人的东西上不忠心,谁还把你们自己的东西给你们呢?
12Ha mar n'hoc'h ket bet leal er madoù a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h?
13一个仆人不能事奉两个主;不是恶这个爱那个,就是重这个轻那个。你们不能又事奉 神,又事奉玛门。」
13Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
14法利赛人是贪爱钱财的;他们听见这一切话,就嗤笑耶稣。
14Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaoue kement-se, hag a rae goap anezhañ.
15耶稣对他们说:「你们是在人面前自称为义的,你们的心, 神却知道;因为人所尊贵的,是 神看为可憎恶的。
15Eñ a lavaras dezho: Evidoc'h-hu, c'hwi a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù; rak ar pezh a zo uhel dirak an dud, a zo fall bras dirak Doue.
16律法和先知到 约翰 为止,从此 神国的福音传开了,人人努力要进去。
16Al lezenn hag ar brofeded a yae betek Yann; adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
17天地废去较比律法的一点一画落空还容易。
17Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.
18凡休妻另娶的就是犯奸淫;娶被休之妻的也是犯奸淫。」
18Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant he gwaz, a ra avoultriezh.
19「有一个财主穿着紫色 袍 和细麻布衣服,天天奢华宴乐。
19Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lien fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.
20又有一个讨饭的,名叫 拉撒路 ,浑身生疮,被人放在财主门口,
20Bez' e oa ivez ur paour, anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù;
21要得财主桌子上掉下来的 零碎 充饥,并且狗来舔他的疮。
21c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik; hag ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù.
22后来那讨饭的死了,被天使带去放在 亚伯拉罕 的怀里。财主也死了,并且埋葬了。
22En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet;
23他在阴间受痛苦,举目远远地望见 亚伯拉罕 ,又望见 拉撒路 在他怀里,
23o vezañ e lec'h ar marv, er poanioù, e savas e zaoulagad, hag e welas eus pell Abraham, ha Lazar en e askre;
24就喊着说:『我祖 亚伯拉罕 哪,可怜我吧!打发 拉撒路 来,用指头尖蘸点水,凉凉我的舌头;因为我在这火焰里,极其痛苦。』
24o krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin, ha kas Lazar, evit ma trempo en dour penn e viz, ha ma freskaio din va zeod, rak gwall-boaniet on er flamm-mañ.
25亚伯拉罕 说:『儿啊,你该回想你生前享过福, 拉撒路 也受过苦;如今他在这里得安慰,你倒受痛苦。
25Abraham a respontas: Va mab, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez, ha Lazar n'en deus bet nemet poanioù; bremañ eñ a zo diboaniet, ha te a zo er poanioù.
26不但这样,并且在你我之间,有深渊限定,以致人要从这边过到你们那边是不能的;要从那边过到我们这边也是不能的。』
26Ouzhpenn-se, bez' ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze, ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni.
27财主说:『我祖啊!既是这样,求你打发 拉撒路 到我父家去;
27Ar pinvidik a lavaras: Da bediñ a ran eta, tad Abraham, da gas Lazar da di va zad, rak pemp breur am eus,
28因为我还有五个弟兄,他可以对他们作见证,免得他们也来到这痛苦的地方。』
28evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù.
29亚伯拉罕 说:『他们有 摩西 和先知 的话 可以听从。』
29Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded; ra selaouint anezho.
30他说:『我祖 亚伯拉罕 哪,不是的,若有一个从死里 复活的 ,到他们那里去的,他们必要悔改。』
30Ar pinvidik a lavaras: Nann, tad Abraham; met mar da unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz.
31亚伯拉罕 说:『若不听从 摩西 和先知 的话 ,就是有一个从死里复活的,他们也是不听劝。』」
31Hag Abraham a lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez, nag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut, ha pa savfe unan bennak a-douez ar re varv.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.