路加福音 19
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣进了 耶利哥 ,正经过的时候,
1Jezuz, o vezañ aet e Jeriko, a dremene dre gêr.
2有一个人名叫 撒该 ,作税吏长,是个财主。
2Ha setu un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned ha pinvidik,
3他要看看耶稣是怎样的人;只因人多,他的身量又矮,所以不得看见,
3a glaske gwelout piv oa Jezuz; met ne c'helle ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa.
4就跑到前头,爬上桑树,要看耶稣,因为耶稣必从那里经过。
4Dre-se e redas a-raok, hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno.
5耶稣到了那里,抬头一看,对他说:「 撒该 ,快下来!今天我必住在你家里。」
5Jezuz, o vezañ deuet el lec'h-se, hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv ez ti.
6他就急忙下来,欢欢喜喜地接待耶稣。
6Eñ a ziskennas buan, hag en degemeras gant levenez.
7众人看见,都私下议论说:「他竟到罪人家里去住宿。」
7An holl re a welas kement-se a grozmole, o lavarout e oa aet da lojañ e ti un den a vuhez fall.
8撒该 站着对主说:「主啊,我把所有的一半给穷人;我若讹诈了谁,就还他四倍。」
8Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou, hag a lavaras dezhañ: Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien, ha mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kement all.
9耶稣说:「今天救恩到了这家,因为他也是 亚伯拉罕 的子孙。
9Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma'z eo hemañ ivez mab da Abraham.
10人子来,为要寻找、拯救失丧的人。」
10Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.
11众人正在听见这些话的时候,耶稣因为将近 耶路撒冷 ,又因他们以为 神的国快要显出来,就另设一个比喻,说:
11Evel ma selaouent ar c'homzoù-se, Jezuz, o kenderc'hel, a ginnigas ur barabolenn, abalamour ma oant tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest.
12「有一个贵胄往远方去,要得国回来,
12Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh dezhañ, ha distreiñ goude.
13便叫了他的十个仆人来,交给他们十锭银子,说:『你们去做生意,直等我回来。』
13O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn, hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout, betek ma tistroin.
14他本国的人却恨他,打发使者随后去,说:『我们不愿意这个人作我们的王。』
14Met tud e vro a gasae anezhañ, hag e kasjont ur c'hannadur war e lerc'h, evit lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.
15他既得国回来,就吩咐叫那领银子的仆人来,要知道他们做生意赚了多少。
15Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas lakaat degas e servijerien en devoa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en devoa gounezet pep hini gantañ.
16头一个上来,说:『主啊,你的一锭银子已经赚了十锭。』
16An hini kentañ, o vezañ deuet, a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek all.
17主人说:『好!良善的仆人,你既在最小的事上有忠心,可以有权柄管十座城。』
17Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.
18第二个来,说:『主啊,你的一锭银子已经赚了五锭。』
18An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp all.
19主人说:『你也可以管五座城。』
19Eñ a lavaras ivez da hemañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr.
20又有一个来说:『主啊,看哪,你的一锭银子在这里,我把它包在手巾里存着。
20Hag unan all a zeuas, hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn;
21我原是怕你,因为你是严厉的人;没有放下的,还要去拿,没有种下的,还要去收。』
21rak da zoujañ a ran, gouzout a ran penaos out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra, hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet.
22主人对他说:『你这恶仆,我要凭你的口定你的罪。你既知道我是严厉的人,没有放下的,还要去拿,没有种下的,还要去收,
22Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan; gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet.
23为什么不把我的银子交给银行,等我来的时候,连本带利都可以要回来呢?』
23Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro, em bije e zilamet gant ar c'hampi?
24就对旁边站着的人说:『夺过他这一锭来,给那有十锭的。』
24Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se, ha roit hi d'an hini en deus dek minenn.
25他们说:『主啊,他已经有十锭了。』
25Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dija en deus dek minenn.
26主人说 :『我告诉你们,凡有的,还要加给他;没有的,连他所有的也要夺过来。
26Me a lavar deoc'h, e vo roet d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
27至于我那些仇敌,不要我作他们王的,把他们拉来,在我面前杀了吧!』」
27E-keñver va enebourien, ar re ne felle ket dezho e renjen warno, degasit int amañ, ha lazhit int dirazon.
28耶稣说完了这话,就在前面走,上 耶路撒冷 去。
28Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl.
29将近 伯法其 和 伯大尼 ,在一座山名叫 橄榄山 那里,就打发两个门徒,说:
29O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,
30「你们往对面村子里去,进去的时候,必看见一匹驴驹拴在那里,是从来没有人骑过的,可以解开牵来。
30o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din.
31若有人问为什么解它,你们就说:『主要用它。』」
31Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? C'hwi a lavaro dezhañ: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezhañ.
32打发的人去了,所遇见的正如耶稣所说的。
32Ar re gaset a yeas, hag a gavas pep tra evel m'en devoa lavaret dezho.
33他们解驴驹的时候,主人问他们说:「解驴驹做什么?」
33Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se?
34他们说:「主要用它。」
34Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ.
35他们牵到耶稣那里,把自己的衣服搭在上面,扶着耶稣骑上。
35Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz; o vezañ lakaet o dilhad war an azenig, e lakajont Jezuz da bignat warnañ.
36走的时候,众人把衣服铺在路上。
36Evel ma tremene, kalz a astenne o dilhad war an hent.
37将近 耶路撒冷 ,正下 橄榄山 的时候,众门徒因所见过的一切异能,都欢乐起来,大声赞美 神,
37Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o devoa gwelet.
38说: 奉主名来的王是应当称颂的! 在天上有和平; 在至高之处有荣光。
38Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv, ha gloar el lec'hioù uhel meurbet!
39众人中有几个法利赛人对耶稣说:「夫子,责备你的门徒吧!」
39Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien.
40耶稣说:「我告诉你们,若是他们闭口不说,这些石头必要呼叫起来。」
40Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.
41耶稣快到 耶路撒冷 ,看见城,就为它哀哭,
41Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni, hag e lavaras:
42说:「巴不得你在这日子知道关系你平安的事;无奈这事现在是隐藏的,叫你的眼看不出来。
42O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad.
43因为日子将到,你的仇敌必筑起土垒,周围环绕你,四面困住你,
43Rak deizioù a zeuio warnout, ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu.
44并要扫灭你和你里头的儿女,连一块石头也不留在石头上,因你不知道眷顾你的时候。」
44Hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz, ha ne lezint ket ennout maen war vaen, abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet.
45耶稣进了殿,赶出里头做买卖的人,
45Neuze, o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [hag a brene] e-barzh,
46对他们说:「 经上 说: 我的殿必作祷告的殿, 你们倒使它成为贼窝了。」
46o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a vo un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
47耶稣天天在殿里教训人。祭司长和文士与百姓的尊长都想要杀他,
47Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed, ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv.
48但寻不出法子来,因为百姓都侧耳听他。
48Met ne ouient ket petra d'ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.