Luc 15
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Chinese Union Version, punctuated (Traditional)
1An holl bublikaned hag an dud a vuhez fall a dostae ouzh Jezuz evit e glevout.
1眾稅吏和罪人都挨近耶穌,要聽他 講道 。
2Ar farizianed hag ar skribed a grozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer an dud a vuhez fall hag a zebr ganto.
2法利賽人和文士私下議論說:「這個人接待罪人,又同他們吃飯。」
3Met eñ a lavaras dezho ar barabolenn-mañ:
3耶穌就用比喻說:
4Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant dañvad, ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro, evit mont da glask an hini a zo kollet, betek m'en deus e gavet?
4「你們中間誰有一百隻羊失去一隻,不把這九十九隻撇在曠野、去找那失去的羊,直到找着呢?
5Ha piv, o vezañ e gavet, n'en laka war e zivskoaz gant levenez,
5找着了,就歡歡喜喜地扛在肩上,回到家裏,
6hag, o vezañ deuet d'ar gêr, ne c'halv e vignoned hag e amezeien, ha ne lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet?
6就請朋友鄰舍來,對他們說:『我失去的羊已經找着了,你們和我一同歡喜吧!』
7Me a lavar deoc'h, e vo muioc'h a levenez en neñv evit ur pec'her hepken hag en deus keuz, eget na vo evit naontek ha pevar-ugent ha n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
7我告訴你們,一個罪人悔改,在天上也要這樣為他歡喜,較比為九十九個不用悔改的義人歡喜更大。」
8Pe, piv eo ar wreg, o kaout dek pezh arc'hant, mar koll unan anezho, n'enaou ket ur c'houlaouenn, ne skub ket he zi, ha ne glask ket gant evezh anezhañ betek ma deu d'e gavout,
8「或是一個婦人有十塊錢,若失落一塊,豈不點上燈,打掃屋子,細細地找,直到找着嗎?
9hag, o vezañ kavet anezhañ, ne c'halv he mignonezed hag hec'h amezegezed, ha ne lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus ar pezh arc'hant am boa kollet?
9找着了,就請朋友鄰舍來,對他們說:『我失落的那塊錢已經找着了,你們和我一同歡喜吧!』
10Me a lavar deoc'h, ez eus levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz.
10我告訴你們,一個罪人悔改,在上帝的使者面前也是這樣為他歡喜。」
11Lavarout a reas dezho c'hoazh: Un den en devoa daou vab.
11耶穌又說:「一個人有兩個兒子。
12An hini yaouankañ a lavaras d'e dad: Va zad, ro din al lodenn eus ar madoù a zle degouezhout din. Hag an tad a lodennas dezho e vadoù.
12小兒子對父親說:『父親,請你把我應得的家業分給我。』他父親就把產業分給他們。
13Un nebeut deizioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en devoa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù, o vevañ en diroll.
13過了不多幾日,小兒子就把他一切所有的都收拾起來,往遠方去了。在那裏任意放蕩,浪費資財。
14Goude m'en devoa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se, hag en em gavas en dienez.
14既耗盡了一切所有的,又遇着那地方大遭饑荒,就窮苦起來。
15O vezañ aet, en em lakaas e servij unan eus tud ar vro-se; kaset e voe gantañ en e zouaroù da vesa ar moc'h.
15於是去投靠那地方的一個人;那人打發他到田裏去放豬。
16Hag en dije karet leuniañ e gof gant ar c'hlosoù a zebre ar moc'h; met den ne roe dezhañ.
16他恨不得拿豬所吃的豆莢充飢,也沒有人給他。
17O vezañ eta deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag o deus bara e-leizh, ha me a varv gant an naon!
17他醒悟過來,就說:『我父親有多少的雇工,口糧有餘,我倒在這裏餓死嗎?
18Sevel a rin hag ez in da gavout va zad, hag e lavarin dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit,
18我要起來,到我父親那裏去,向他說:父親!我得罪了天,又得罪了你;
19n'on ken din da vezañ galvet da vab; degemer ac'hanon evel unan eus da vevelien.
19從今以後,我不配稱為你的兒子,把我當作一個雇工吧!』
20Mont a reas eta hag e teuas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en devoe truez outañ, hag, o redek d'e gavout, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhañ.
20於是起來,往他父親那裏去。相離還遠,他父親看見,就動了慈心,跑去抱着他的頸項,連連與他親嘴。
21E vab a lavaras dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n'on ken din da vezañ galvet da vab.
21兒子說:『父親!我得罪了天,又得罪了你;從今以後,我不配稱為你的兒子。』
22Met an tad a lavaras d'e vevelien: degasit ar sae gaerañ, hag he gwiskit dezhañ; lakait ur walenn war e viz, ha botoù en e dreid.
22父親卻吩咐僕人說:『把那上好的袍子快拿出來給他穿;把戒指戴在他指頭上;把鞋穿在他腳上;
23Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ; debromp hag en em laouenaomp,
23把那肥牛犢牽來宰了,我們可以吃喝快樂;
24rak ar mab-mañ din a oa marv, hag eo distroet d'ar vuhez; kollet e oa, hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat.
24因為我這個兒子是死而復活,失而又得的。』他們就快樂起來。
25Ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù.
25那時,大兒子正在田裏。他回來,離家不遠,聽見作樂跳舞的聲音,
26Gervel a reas unan eus ar servijerien, hag e c'houlennas digantañ petra a oa kement-se.
26便叫過一個僕人來,問是甚麼事。
27Ar servijer a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro, ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour ma'z eo distroet yac'h.
27僕人說:『你兄弟來了;你父親因為得他無災無病地回來,把肥牛犢宰了。』
28Met hemañ a yeas droug ennañ, ha ne felle ket dezhañ mont en ti. E dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.
28大兒子卻生氣,不肯進去;他父親就出來勸他。
29Met eñ a respontas d'e dad: Setu, ez eus kement a vloazioù abaoe ma servijan ac'hanout hep bezañ biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
29他對父親說:『我服事你這多年,從來沒有違背過你的命,你並沒有給我一隻山羊羔,叫我和朋友一同快樂。
30Ha pa'z eo deuet ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant merc'hed fall, ec'h eus lakaet lazhañ al leue lart evitañ!
30但你這個兒子和娼妓吞盡了你的產業,他一來了,你倒為他宰了肥牛犢。』
31E dad a lavaras dezhañ: Va mab, te a zo bepred ganin, ha kement am eus a zo dit.
31父親對他說:『兒啊!你常和我同在,我一切所有的都是你的;
32Met ret mat e oa en em laouenaat hag en em sederaat, rak da vreur amañ a oa marv, hag deuet eo d'ar vuhez en-dro; kollet e oa, met adkavet eo.
32只是你這個兄弟是死而復活、失而又得的,所以我們理當歡喜快樂。』」
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.