马可福音 10
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣从那里起身,来到 犹太 的境界并 约旦河 外。众人又聚集到他那里,他又照常教训他们。
1Jezuz, o vont ac'hano, a zeuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan; ar bobl en em zastumas adarre war e dro, hag eñ, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn.
2有法利赛人来问他说:「人休妻可以不可以?」意思要试探他。
2Neuze ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit?
3耶稣回答说:「 摩西 吩咐你们的是什么?」
3Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?
4他们说:「 摩西 许人写了休书便可以休妻。」
4Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit.
5耶稣说:「 摩西 因为你们的心硬,所以写这条例给你们;
5Neuze Jezuz a respontas, hag a lavaras dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon.
6但从起初创造的时候, 神造人是造男造女。
6Met er penn-kentañ eus ar grouidigezh, Doue ne reas nemet ur gwaz hag ur plac'h.
7因此,人要离开父母,与妻子连合,二人成为一体。
7Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg,
8既然如此,夫妻不再是两个人,乃是一体的了。
8hag e vint ur c'hig hepken; evel-se n'int mui daou, met ur c'hig hepken.
9所以, 神配合的,人不可分开。」
9Ra ne zisranno ket eta an den, ar pezh en deus Doue unanet.
10到了屋里,门徒就问他这事。
10Hag an diskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se e-barzh an ti;
11耶稣对他们说:「凡休妻另娶的,就是犯奸淫,辜负他的妻子;
11eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver;
12妻子若离弃丈夫另嫁,也是犯奸淫了。」
12hag ar wreg a guita he gwaz hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh.
13有人带着小孩子来见耶稣,要耶稣摸他们,门徒便责备那些人。
13Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.
14耶稣看见就恼怒,对门徒说:「让小孩子到我这里来,不要禁止他们;因为在 神国的,正是这样的人。
14Ha Jezuz o welout-se, a yeas droug ennañ, hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'an neb a zo heñvel outo.
15我实在告诉你们,凡要承受 神国的,若不像小孩子,断不能进去。」
15Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.
16于是抱着小孩子,给他们按手,为他们祝福。
16Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.
17耶稣出来行路的时候,有一个人跑来,跪在他面前,问他说:「良善的夫子,我当做什么事才可以承受永生?」
17Evel ma oa evit en em lakaat en hent, un den a zeredas, hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
18耶稣对他说:「你为什么称我是良善的?除了 神一位之外,再没有良善的。
18Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.
19诫命你是晓得的:不可杀人;不可奸淫;不可偷盗;不可作假见证;不可亏负人;当孝敬父母。」
19Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na lazh ket; Na ra ket avoultriezh; Na laer ket; Na lavar ket a desteni faos; Na ra ket a faosoni; Enor da dad ha da vamm.
20他对耶稣说:「夫子,这一切我从小都遵守了。」
20Eñ a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
21耶稣看着他,就爱他,对他说:「你还缺少一件:去变卖你所有的,分给穷人,就必有财宝在天上;你还要来跟从我。」
21Ha Jezuz, o teurel e zaoulagad warnañ, e garas hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra: Kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon, [o vezañ en em vec'hiet eus ar groaz].
22他听见这话,脸上就变了色,忧忧愁愁地走了,因为他的产业很多。
22Glac'haret o klevout-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en devoa.
23耶稣周围一看,对门徒说:「有钱财的人进 神的国是何等地难哪!」
23Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
24门徒希奇他的话。耶稣又对他们说:「小子,倚靠钱财的人进 神的国是何等地难哪!
24An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e rouantelezh Doue!
25骆驼穿过针的眼,比财主进 神的国还容易呢。」
25Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
26门徒就分外希奇,对他说:「这样谁能得救呢?」
26Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet, hag e lavarent an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
27耶稣看着他们,说:「在人是不能,在 神却不然,因为 神凡事都能。」
27Met Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met n'eo ket da Zoue; rak Doue a c'hell pep tra.
28彼得 就对他说:「看哪,我们已经撇下所有的跟从你了。」
28Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet.
29耶稣说:「我实在告诉你们,人为我和福音撇下房屋,或是弟兄、姊妹、父母、儿女、田地,
29Ha Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel,
30没有不在今世得百倍的,就是房屋、弟兄、姊妹、母亲、儿女、田地,并且要受逼迫,在来世必得永生。
30ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale, hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag, er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
31然而,有许多在前的,将要在后,在后的,将要在前。」
31Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
32他们行路上 耶路撒冷 去。耶稣在前头走,门徒就希奇,跟从的人也害怕。耶稣又叫过十二个门徒来,把自己将要遭遇的事告诉他们说:
32Bez' e oant en hent, o pignat da Jeruzalem, Jezuz a valee a-raok dezho; spouronet e oant hag o devoa aon o heuliañ anezhañ. Jezuz, o kemer adarre a-du an daouzek diskibl, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ:
33「看哪,我们上 耶路撒冷 去,人子将要被交给祭司长和文士,他们要定他死罪,交给外邦人。
33Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed.
34他们要戏弄他,吐唾沫在他脸上,鞭打他,杀害他。过了三天,他要复活。」
34Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, hag e krañchint en e vizaj, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
35西庇太 的儿子 雅各 、 约翰 进前来,对耶稣说:「夫子,我们无论求你什么,愿你给我们做。」
35Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.
36耶稣说:「要我给你们做什么?」
36Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
37他们说:「赐我们在你的荣耀里,一个坐在你右边,一个坐在你左边。」
37Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz.
38耶稣说:「你们不知道所求的是什么。我所喝的杯,你们能喝吗?我所受的洗,你们能受吗?」
38Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ, ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?
39他们说:「我们能。」耶稣说:「我所喝的杯,你们也要喝;我所受的洗,你们也要受;
39Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ, hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti;
40只是坐在我的左右,不是我可以赐的,乃是为谁预备的,就赐给谁。」
40met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito.
41那十个门徒听见,就恼怒 雅各 、 约翰 。
41An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.
42耶稣叫他们来,对他们说:「你们知道,外邦人有尊为君王的,治理他们,有大臣操权管束他们。
42Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar pobloù a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
43只是在你们中间,不是这样。你们中间,谁愿为大,就必作你们的用人;
43Na vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer.
44在你们中间,谁愿为首,就必作众人的仆人。
44Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo mevel an holl.
45因为人子来,并不是要受人的服事,乃是要服事人,并且要舍命作多人的赎价。」
45Rak Mab an den n'eo ket deuet evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
46到了 耶利哥 ;耶稣同门徒并许多人出 耶利哥 的时候,有一个讨饭的瞎子,是 底买 的儿子 巴底买 ,坐在路旁。
46Goude e teujont da Jeriko; hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.
47他听见是 拿撒勒 的耶稣,就喊着说:「 大卫 的子孙耶稣啊!可怜我吧!」
47O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared a dremene, en em lakaas da grial ha da lavarout: Jezuz, mab David, az pez truez ouzhin!
48有许多人责备他,不许他作声。他却越发大声喊着说:「 大卫 的子孙哪,可怜我吧!」
48Kalz a c'hourdrouze anezhañ, evit ober dezhañ tevel; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
49耶稣就站住,说:「叫过他来。」他们就叫那瞎子,对他说:「放心,起来!他叫你啦。」
49Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont eta an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra.
50瞎子就丢下衣服,跳起来,走到耶稣那里。
50O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.
51耶稣说:「要我为你做什么?」瞎子说:「拉波尼,我要能看见。」
51Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma kavin ar gweled.
52耶稣说:「你去吧!你的信救了你了。」瞎子立刻看见了,就在路上跟随耶稣。
52Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent e kavas ar gweled, hag e heulias Jezuz en hent.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.