马可福音 9
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣又对他们说:「我实在告诉你们,站在这里的,有人在没尝死味以前,必要看见 神的国大有能力临到。」
1Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.
2过了六天,耶稣带着 彼得 、 雅各 、 约翰 暗暗地上了高山,就在他们面前变了形象,
2C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo.
3衣服放光,极其洁白,地上漂布的,没有一个能漂得那样白。
3E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, [gwenn evel an erc'h,] ha kaer skedus ken n'eus kouez ebet war an douar a c'hellfe gwennañ evel-se.
4忽然 ,有 以利亚 同 摩西 向他们显现,并且和耶稣说话。
4Ha Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gant Jezuz.
5彼得 对耶稣说:「拉比,我们在这里真好!可以搭三座棚,一座为你,一座为 摩西 ,一座为 以利亚 。」
5Neuze Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia.
6彼得 不知道说什么才好,因为他们甚是惧怕。
6Rak ne ouie ket petra a lavare, abalamour ma oa spontet.
7有一朵云彩来遮盖他们;也有声音从云彩里出来,说:「这是我的爱子,你们要听他。」
7Hag e teuas ur goabrenn a c'holoas anezho; ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.
8门徒忽然周围一看,不再见一人,只见耶稣同他们在那里。
8Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto.
9下山的时候,耶稣嘱咐他们说:「人子还没有从死里复活,你们不要将所看见的告诉人。」
9Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o devoa gwelet, betek ma vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.
10门徒将这话存记在心,彼此议论「从死里复活」是什么意思。
10Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ, adsevel a-douez ar re varv.
11他们就问耶稣说:「文士为什么说 以利亚 必须先来?」
11Hag e rejont ar goulenn-mañ outañ: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
12耶稣说:「 以利亚 固然先来复兴万事; 经上 不是指着人子说,他要受许多的苦被人轻慢呢?
12Respont a reas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra; ha Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù, ha bezañ disprizet.
13我告诉你们, 以利亚 已经来了,他们也任意待他,正如 经上 所指着他的话。」
13Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, ha penaos o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet, evel ma'z eo skrivet diwar e benn.
14耶稣到了门徒那里,看见有许多人围着他们,又有文士和他们辩论。
14O vezañ deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho, ha skribed a stourme outo.
15众人一见耶稣,都甚希奇,就跑上去问他的安。
15Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhañ, e voent souezhet bras, hag o vezañ deredet e saludjont anezhañ.
16耶稣问他们说:「你们和他们辩论的是什么?」
16Neuze eñ a c'houlennas ouzh ar skribed: diwar-benn petra e stourmec'h outo?
17众人中间有一个人回答说:「夫子,我带了我的儿子到你这里来,他被哑巴鬼附着。
17Hag un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut,
18无论在哪里,鬼捉弄他,把他摔倒,他就口中流沫,咬牙切齿,身体枯干。我请过你的门徒把鬼赶出去,他们却是不能。」
18e pelec'h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d'an douar, e tispenn anezhañ, hag eñ a eon, a c'hrigoñs e zent, hag en em disec'h; hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet.
19耶稣说:「嗳!不信的世代啊,我在你们这里要到几时呢?我忍耐你们要到几时呢?把他带到我这里来吧。」
19Neuze Jezuz a lavaras dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din.
20他们就带了他来。他一见耶稣,鬼便叫他重重地抽风,倒在地上,翻来覆去,口中流沫。
20E zegas a rejont eta dezhañ; ha raktal ma welas Jezuz, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar, hag en em ruilhe oc'h eoniñ.
21耶稣问他父亲说:「他得这病有多少日子呢?」回答说:「从小的时候。
21Neuze Jezuz a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-mañ gantañ? Eñ a respontas: Abaoe e vugaleaj.
22鬼屡次把他扔在火里、水里,要灭他。你若能做什么,求你怜悯我们,帮助我们。」
22Hag ar spered en deus e daolet alies en tan hag en dour, evit e lakaat da vervel; met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, hag az pez truez ouzhimp.
23耶稣对他说:「你若能 信 ,在信的人,凡事都能。」
23Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez! ..., pep tra a c'hell c'hoarvezout evit an hini a gred.
24孩子的父亲立时喊着说:「我信!但我信不足,求主帮助。」
24Kerkent tad ar bugel a grias [gant daeroù]: Me a gred, [Aotrou,] va nerzh em diskredoni!
25耶稣看见众人都跑上来,就斥责那污鬼,说:「你这聋哑的鬼,我吩咐你从他里头出来,再不要进去!」
25Ha Jezuz, o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas start ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, me, kae kuit eus ar bugel-se, ha na da ken ennañ.
26那鬼喊叫,使孩子大大地抽了一阵风,就出来了。 孩子 好像死了一般,以致众人多半说:「他是死了。」
26Ar spered a yeas kuit, o tifretañ anezhañ gant nerzh hag o leuskel ur griadenn vras; ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.
27但耶稣拉着他的手,扶他起来,他就站起来了。
27Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezhañ sevel; hag en em zalc'has en e sav.
28耶稣进了屋子,门徒就暗暗地问他说:「我们为什么不能赶出他去呢?」
28Pa voe aet Jezuz en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit an diaoul-se?
29耶稣说:「非用祷告,这一类的 鬼 总不能出来。」
29Eñ a respontas dezho: Ar seurt diaoulien-se ne c'hellont mont kuit nemet dre ar bedenn [hag ar yun].
30他们离开那地方,经过 加利利 ;耶稣不愿意人知道。
30Hag, o vezañ aet ac'hano, e treuzjont Galilea; Jezuz ne felle ket dezhañ ec'h anavezje den kement-se.
31于是教训门徒,说:「人子将要被交在人手里,他们要杀害他;被杀以后,过三天他要复活。」
31Rak e kelenne e ziskibien, hag e lavare dezho: Mab an den a vo lakaet etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv an trede deiz.
32门徒却不明白这话,又不敢问他。
32Met ne gomprenent ket ar c'homzoù-se, ha ne gredent ket goulenn digantañ.
33他们来到 迦百农 。耶稣在屋里问门徒说:「你们在路上议论的是什么?」
33Goude e teujont da Gafarnaoum; hag o vezañ en ti, e c'houlennas outo: Diwar-benn petra en em stourmec'h en hent?
34门徒不作声,因为他们在路上彼此争论谁为大。
34Int a dave; rak en em stourmet o devoa en hent war an hini a vije ar brasañ.
35耶稣坐下,叫十二个门徒来,说:「若有人愿意作首先的,他必作众人末后的,作众人的用人。」
35O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
36于是领过一个小孩子来,叫他站在门徒中间,又抱起他来,对他们说:
36Hag o vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz; o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho:
37「凡为我名接待一个像这小孩子的,就是接待我;凡接待我的,不是接待我,乃是接待那差我来的。」
37Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ abalamour da'm anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset.
38约翰 对耶稣说:「夫子,我们看见一个人奉你的名赶鬼,我们就禁止他,因为他不跟从我们。」
38Neuze Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour na heul ket ac'hanomp.
39耶稣说:「不要禁止他;因为没有人奉我名行异能,反倒轻易毁谤我。
39Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se; rak n'eus den a rafe mirakloù em anv, hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon.
40不敌挡我们的,就是帮助我们的。
40Rak an hini n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.
41凡因你们是属基督,给你们一杯水喝的,我实在告诉你们,他不能不得赏赐。」
41Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour em anv, abalamour ma'z oc'h d'ar C'hrist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr;
42「凡使这信我的一个小子跌倒的,倒不如把大磨石拴在这人的颈项上,扔在海里。
42met piv bennak a roio skouer fall da unan eus ar re vihan-se a gred ennon, ez eo gwelloc'h dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug, ha e vefe taolet er mor.
43倘若你一只手叫你跌倒,就把它砍下来;
43Ma ra da zorn lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,
44你缺了肢体进入 永 生,强如有两 只 手落到地狱,入那不灭的火里去。
44[en tan divougus, e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket].
45倘若你一只脚叫你跌倒,就把它砍下来;
45Ha ma ra da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad, ha bezañ taolet er gehenn, [en tan divougus,
46你瘸腿进入 永 生,强如有两只脚被丢在地狱里。
46e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket].
47倘若你一只眼叫你跌倒,就去掉它;你只有一只眼进入 神的国,强如有两只眼被丢在地狱里。
47Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ; gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn,
48在那里,虫是不死的,火是不灭的。
48e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket.
49因为必用火当盐腌各人。
49Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen;
50盐本是好的,若失了味,可用什么叫它再咸呢?你们里头应当有盐,彼此和睦。」
50Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezhañ? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan, ha bezit e peoc'h etrezoc'h.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.