马可福音 6
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1耶稣离开那里,来到自己的家乡;门徒也跟从他。
1Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas en e vro, hag e ziskibien a heulias anezhañ.
2到了安息日,他在会堂里教训人。众人听见,就甚希奇,说:「这人从哪里有这些事呢?所赐给他的是什么智慧?他手所做的是何等的异能呢?
2Pa zeuas ar sabad, en em lakaas de gelenn er sinagogenn; kalz eus ar re en kleve, a oa souezhet hag a lavare: A belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ, hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?
3这不是那木匠吗?不是 马利亚 的儿子 雅各 、 约西 、 犹大 、 西门 的长兄吗?他妹妹们不也是在我们这里吗?」他们就厌弃他。
3Ha n'eo ket eñ ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
4耶稣对他们说:「大凡先知,除了本地、亲属、本家之外,没有不被人尊敬的。」
4Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag ar re eus e di e-unan.
5耶稣就在那里不得行什么异能,不过按手在几个病人身上,治好他们。
5Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv, en ur lakaat e zaouarn warno.
6他也诧异他们不信,就往周围乡村教训人去了。
6Souezhet e oa eus o diskredoni; hag e valeas ar bourc'hioù war-dro en ur gelenn.
7耶稣叫了十二个门徒来,差遣他们两个两个地出去,也赐给他们权柄,制伏污鬼;
7Neuze e c'halvas an daouzek, hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur;
8并且嘱咐他们:「行路的时候不要带食物和口袋,腰袋里也不要带钱,除了拐杖以外,什么都不要带;
8hag e c'hourc'hemennas dezho na gemerjent netra evit an hent, nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz,
9只要穿鞋,也不要穿两件褂子」;
9met sandalennoù en o zreid, ha na zougjent ket daou wiskamant.
10又对他们说:「你们无论到何处,进了人的家,就住在那里,直到离开那地方。
10Lavarout a reas ivez dezho: En ti bennak ma'z it, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se.
11何处的人不接待你们,不听你们,你们离开那里的时候,就把脚上的尘土跺下去,对他们作见证。」
11Ha pa en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha n'ho selaouint ket, en ur vont ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. [Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.]
12门徒就出去传道,叫人悔改,
12O vezañ aet eta, e prezegjont d'an dud kaout keuz.
13又赶出许多的鬼,用油抹了许多病人,治好他们。
13Kas a rejont kuit kalz a ziaoulien, hag ec'h eouljont gant eoul kalz a dud glañv, hag e yac'hajont anezho.
14耶稣的名声传扬出来。 希律 王听见了,就说:「施洗的 约翰 从死里复活了,所以这些异能由他里面发出来。」
14Ar roue Herodez a glevas komz eus Jezuz, rak e anv a oa dija brudet bras; hag e lavaras: Ar Yann-se, an hini a vadeze, a zo adsavet a-douez ar re varv; setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
15但别人说:「是 以利亚 。」又有人说:「是先知, 正 像先知中的一位。」
15Re all a lavare: Elia eo; ha re all: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.
16希律 听见却说:「是我所斩的 约翰 ,他复活了。」
16Herodez eta, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ; adsavet eo a varv.
17先是 希律 为他兄弟 腓力 的妻子 希罗底 的缘故,差人去拿住 约翰 ,锁在监里,因为 希律 已经娶了那妇人。
17Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa graet e eren er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en devoa he dimezet.
18约翰 曾对 希律 说:「你娶你兄弟的妻子是不合理的。」
18Ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket grataet dit kaout gwreg da vreur.
19于是 希罗底 怀恨他,想要杀他,只是不能;
19Dre-se, Herodiaz he devoa droug outañ, hag e c'hoantae e lakaat d'ar marv; met ne c'helle ket,
20因为 希律 知道 约翰 是义人,是圣人,所以敬畏他,保护他,听他讲论,就多照着行,并且乐意听他。
20rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel; prederius e oa en e geñver; ober a rae memes kalz a draoù eus e alioù, hag en selaoue gant plijadur.
21有一天,恰巧是 希律 的生日, 希律 摆设筵席,请了大臣和千夫长,并 加利利 作首领的。
21Met un devezh mat a zeuas. Herodez, dre ma oa deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.
22希罗底 的女儿进来跳舞,使 希律 和同席的人都欢喜。王就对女子说:「你随意向我求什么,我必给你。」
22Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, o vezañ dañset, hag o vezañ plijet da Herodez ha d'ar re en devoa pedet, ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit.
23又对她起誓说:「随你向我求什么,就是我国的一半,我也必给你。」
23Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.
24她就出去对她母亲说:「我可以求什么呢?」她母亲说:「施洗 约翰 的头。」
24O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.
25她就急忙进去见王,求他说:「我愿王立时把施洗 约翰 的头放在盘子里给我。」
25Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.
26王就甚忧愁;但因他所起的誓,又因同席的人,就不肯推辞,
26Ar roue a voe glac'haret bras; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi.
27随即差一个护卫兵,吩咐拿 约翰 的头来。护卫兵就去,在监里斩了 约翰 ,
27Hag e kasas raktal unan eus e warded, hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,
28把头放在盘子里,拿来给女子,女子就给她母亲。
28hag e zegasas war ur plad, e reiñ a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
29约翰 的门徒听见了,就来把他的尸首领去,葬在坟墓里。
29Diskibien Yann o vezañ klevet kement-se, a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e lakajont anezhañ en ur bez.
30使徒聚集到耶稣那里,将一切所做的事、所传的道全告诉他。
30An ebestel a zeuas da gavout Jezuz, hag a lavarjont dezhañ kement o devoa graet, ha kement o devoa kelennet.
31他就说:「你们来,同我暗暗地到旷野地方去歇一歇。」这是因为来往的人多,他们连吃饭也没有工夫。
31Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du, en ul lec'h distro, ha diskuizhit un nebeud; rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o devoe ket amzer memes da zebriñ.
32他们就坐船,暗暗地往旷野地方去。
32Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h distro.
33众人 看见他们去,有许多认识他们的,就从各城步行,一同跑到那里,比他们先赶到了。
33Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho, [hag en em zastumjont en e gichen.]
34耶稣出来,见有许多的人,就怜悯他们,因为他们如同羊没有牧人一般,于是开口教训他们许多道理。
34Neuze Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud, hag en devoe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep pastor, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.
35天已经晚了,门徒进前来,说:「这是野地,天已经晚了,
35Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo;
36请叫众人散开,他们好往四面乡村里去,自己买什么吃。」
36kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù war-dro, ha ma prenint boued, rak n'o deus netra da zebriñ.
37耶稣回答说:「你们给他们吃吧。」门徒说:「我们可以去买二十两银子的饼给他们吃吗?」
37Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ?
38耶稣说:「你们有多少饼,可以去看看。」他们知道了,就说:「五个饼,两条鱼。」
38Hag e lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It, ha sellit. P'o devoe gwelet, e lavarjont: Pemp ha daou besk.
39耶稣吩咐他们,叫众人一帮一帮地坐在青草地上。
39Neuze e c'hourc'hemennas dezho ober d'an holl azezañ, a vandennoù, war ar geot glas.
40众人就一排一排地坐下,有一百一排的,有五十一排的。
40Hag ec'h azezjont a renkoù, dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù.
41耶稣拿着这五个饼,两条鱼,望着天祝福,擘开饼,递给门徒,摆在众人面前,也把那两条鱼分给众人。
41Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù, e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl; lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.
42他们都吃,并且吃饱了。
42Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h.
43门徒就把碎饼碎鱼收拾起来,装满了十二个篮子。
43Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù bara hag eus ar pesked.
44吃饼的男人共有五千。
44Ar re o devoa debret eus ar baraoù-se a oa war-dro pemp mil den.
45耶稣随即催门徒上船,先渡到那边 伯赛大 去,等他叫众人散开。
45Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje kuit ar bobl.
46他既辞别了他们,就往山上去祷告。
46Ha p'en devoe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ.
47到了晚上,船在海中,耶稣独自在岸上;
47An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar.
48看见门徒因风不顺,摇橹甚苦。夜里约有四更天,就在海面上走,往他们那里去,意思要走过他们去。
48Hag e welas o devoa kalz a boan o roeñvat, rak an avel a oa en o enep; war-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor; c'hoant en devoa d'o diaraogiñ.
49但门徒看见他在海面上走,以为是鬼怪,就喊叫起来;
49Met pa weljont anezhañ, o vale war ar mor, e kredjont e oa un teuz, hag e krijont.
50因为他们都看见了他,且甚惊慌。耶稣连忙对他们说:「你们放心!是我,不要怕!」
50Rak holl a weljont anezhañ, hag e voent spontet; met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.
51于是到他们那里,上了船,风就住了;他们心里十分惊奇。
51Hag e pignas d'o c'havout er vag, an avel a baouezas, hag e voent souezhet meurbet o-unan ha leuniet a estlamm,
52这是因为他们不明白那分饼的事,心里还是愚顽。
52rak n'o devoa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c'halonoù kaledet.
53既渡过去,来到 革尼撒勒 地方,就靠了岸,
53P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared, hag e touarjont eno.
54一下船,众人认得是耶稣,
54Pa oant aet er-maez ar vag, re al lec'h-se en anavezas raktal,
55就跑遍那一带地方,听见他在何处,便将有病的人用褥子抬到那里。
55hag e redjont en holl vro tro-war-dro, hag en em lakajont da zougen war gweleoù bihan ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent lavarout e oa.
56凡耶稣所到的地方,或村中,或城里,或乡间,他们都将病人放在街市上,求耶稣只容他们摸他的衣裳 子;凡摸着的人就都好了。
56E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioù, pe er c'hêrioù, pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d'o lezel da stekiñ, da vihanañ, ouzh bord e sae; hag an holl re a stoke outañ, a oa yac'haet.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.