马可福音 8
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1那时,又有许多人聚集,并没有什么吃的。耶稣叫门徒来,说:
1En deizioù-se, e oa gant Jezuz un niver bras a dud, hag evel n'o devoa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho:
2「我怜悯这众人;因为他们同我在这里已经三天,也没有吃的了。
2Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo bremañ ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebriñ.
3我若打发他们饿着回家,就必在路上困乏,因为其中有从远处来的。」
3Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh o dilezo en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.
4门徒回答说:「在这野地,从哪里能得饼,叫这些人吃饱呢?」
4E ziskibien a respontas dezhañ: A belec'h e vefe kavet bara a-walc'h da bredañ anezho el lec'h distro-mañ.
5耶稣问他们说:「你们有多少饼?」他们说:「七个。」
5Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh.
6他吩咐众人坐在地上,就拿着这七个饼祝谢了,擘开,递给门徒,叫他们摆开,门徒就摆在众人面前。
6Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; hag o vezañ kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl.
7又有几条小鱼;耶稣祝了福,就吩咐也摆在众人面前。
7Bez' e oa ivez peskedigoù; ha Jezuz, o vezañ trugarekaet, a c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho.
8众人都吃,并且吃饱了,收拾剩下的零碎,有七筐子。
8Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
9人数约有四千。耶稣打发他们走了,
9Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit.
10随即同门徒上船,来到 大玛努他 境内。
10Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta.
11法利赛人出来盘问耶稣,求他从天上显个神迹给他们看,想要试探他。
11Eno e teuas ar farizianed, hag en em lakajont da riotal anezhañ, o c'houlenn outañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv.
12耶稣心里深深地叹息,说:「这世代为什么求神迹呢?我实在告诉你们,没有神迹给这世代看。」
12Jezuz, o huanadiñ en e spered, a lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet hini ebet dezhañ.
13他就离开他们,又上 船 往海那边去了。
13Hag o vezañ o c'huitaet, ez eas er vag, hag e tremenas en tu all.
14门徒忘了带饼;在船上除了一个饼,没有别的食物。
14Met ankounac'haet o devoa kemer bara ganto, ha n'o devoa nemet ur bara er vag.
15耶稣嘱咐他们说:「你们要谨慎,防备法利赛人的酵和 希律 的酵。」
15Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez.
16他们彼此议论说:「 这是因为 我们没有饼吧。」
16Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
17耶稣看出来,就说:「你们为什么因为没有饼就议论呢?你们还不省悟,还不明白吗?你们的心还是愚顽吗?
17Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon?
18你们有眼睛,看不见吗?有耳朵,听不见吗?也不记得吗?
18O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj?
19我擘开那五个饼分给五千人,你们收拾的零碎装满了多少篮子呢?」他们说:「十二个。」
19Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek.
20「 又擘开 那七个饼分给四千人,你们收拾的零碎装满了多少筐子呢?」他们说:「七个。」
20Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Seizh.
21耶稣说:「你们还是不明白吗?」
21Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket?
22他们来到 伯赛大 ,有人带一个瞎子来,求耶稣摸他。
22Jezuz o vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall, hag en pedjont da stekiñ outañ.
23耶稣拉着瞎子的手,领他到村外,就吐唾沫在他眼睛上,按手在他身上,问他说:「你看见什么了?」
23Neuze e kemeras dorn an dall, hag o vezañ e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas krañch war e zaoulagad, hag o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas outañ hag eñ a wele un dra bennak.
24他就抬头一看,说:「我看见人了;他们好像树木,并且行走。」
24Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud o vale hag a zo evel gwez.
25随后又按手在他眼睛上,他定睛一看,就复了原,样样都看得清楚了。
25Jezuz a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad, hag a lavaras dezhañ sellout: hag e oa yac'haet, hag o gwele holl fraezh mat.
26耶稣打发他回家,说:「连这村子你也不要进去。」
26Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout dezhañ: N'a ket er bourc'h, [ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h].
27耶稣和门徒出去,往 凯撒利亚·腓立比 村庄去;在路上问门徒说:「人说我是谁?」
27Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me?
28他们说:「 有人说 是施洗的 约翰 ;有人说是 以利亚 ;又有人说是先知里的一位。」
28Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded.
29又问他们说:「你们说我是谁?」 彼得 回答说:「你是基督。」
29Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist.
30耶稣就禁戒他们,不要告诉人。
30Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen.
31从此,他教训他们说:「人子必须受许多的苦,被长老、祭司长,和文士弃绝,并且被杀,过三天复活。」
31Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude.
32耶稣明明地说这话, 彼得 就拉着他,劝他。
32Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren.
33耶稣转过来,看着门徒,就责备 彼得 说:「撒但,退我后边去吧!因为你不体贴 神的意思,只体贴人的意思。」
33Met Jezuz, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjoù n'emaint ket en traoù a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud.
34于是叫众人和门徒来,对他们说:「若有人要跟从我,就当舍己,背起他的十字架来跟从我。
34Hag o c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
35因为,凡要救自己生命的,必丧掉生命;凡为我和福音丧掉生命的,必救了生命。
35Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel, he saveteo.
36人就是赚得全世界,赔上自己的生命,有什么益处呢?
36Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?
37人还能拿什么换生命呢?
37Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
38凡在这淫乱罪恶的世代,把我和我的道当作可耻的,人子在他父的荣耀里,同圣天使降临的时候,也要把那人当作可耻的。」
38Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, e-touez ar rummad avoultr ha pec'her-mañ, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ, pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.