约翰福音 16
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1「我已将这些事告诉你们,使你们不至于跌倒。
1Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit na gemerot ket a skouer fall.
2人要把你们赶出会堂,并且时候将到,凡杀你们的就以为是事奉 神。
2Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue.
3他们这样行,是因未曾认识父,也未曾认识我。
3Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me.
4我将这事告诉你们,是叫你们到了时候可以想起我对你们说过了。」 「我起先没有将这事告诉你们,因为我与你们同在。
4Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h.
5现今我往差我来的 父 那里去,你们中间并没有人问我:『你往哪里去?』
5Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez?
6只因我将这事告诉你们,你们就满心忧愁。
6Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon.
7然而,我将真情告诉你们,我去是与你们有益的;我若不去,保惠师就不到你们这里来;我若去,就差他来。
7Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h.
8他既来了,就要叫世人为罪、为义、为审判,自己责备自己。
8Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed a bec'hed, a reizhder, hag a varnedigezh:
9为罪,是因他们不信我;
9a bec'hed, abalamour na gredont ket ennon;
10为义,是因我往父那里去,你们就不再见我;
10a reizhder, abalamour ma'z an da gavout va Zad ha ne'm gwelot mui;
11为审判,是因这世界的王受了审判。
11a varnedigezh, abalamour priñs ar bed-mañ a zo dija barnet.
12「我还有好些事要告诉你们,但你们现在担当不了。
12Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen.
13只等真理的圣灵来了,他要引导你们明白一切的真理;因为他不是凭自己说的,乃是把他所听见的都说出来,并要把将来的事告诉你们。
13Met pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met lavarout a raio kement en devo klevet, hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont.
14他要荣耀我,因为他要将受于我的告诉你们。
14Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din, ha ma en disklêrio deoc'h.
15凡父所有的,都是我的;所以我说,他要将受于我的告诉你们。」
15Kement en deus an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din, hag en disklêrio deoc'h.
16「等不多时,你们就不得见我;再等不多时,你们还要见我。」
16C'hoazh un nebeut amzer ha ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot, abalamour ma'z an da gavout va Zad.
17有几个门徒就彼此说:「他对我们说:『等不多时,你们就不得见我;再等不多时,你们还要见我』;又 说 :『因我往父那里去。』这是什么意思呢?」
17Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad?
18门徒彼此说:「他说『等不多时』到底是什么意思呢?我们不明白他所说的话。」
18Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar.
19耶稣看出他们要问他,就说:「我说『等不多时,你们就不得见我;再等不多时,你们还要见我』,你们为这话彼此相问吗?
19Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulennoù outañ, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulennoù an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot.
20我实实在在地告诉你们,你们将要痛哭、哀号,世人倒要喜乐;你们将要忧愁,然而你们的忧愁要变为喜乐。
20E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.
21妇人生产的时候就忧愁,因为她的时候到了;既生了孩子,就不再记念那苦楚,因为欢喜世上生了一个人。
21Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken soñj eus he foan, gant ar joa he deus da vezañ ganet un den er bed.
22你们现在也是忧愁,但我要再见你们,你们的心就喜乐了;这喜乐也没有人能夺去。
22Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.
23到那日,你们什么也就不问我了。我实实在在地告诉你们,你们若向父求什么,他必因我的名赐给你们。
23Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h.
24向来你们没有奉我的名求什么,如今你们求,就必得着,叫你们的喜乐可以满足。」
24Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
25「这些事,我是用比喻对你们说的;时候将到,我不再用比喻对你们说,乃要将父明明地告诉你们。
25Me am eus lavaret deoc'h an traoù-mañ e parabolennoù; met an amzer a zeu na gomzin ken deoc'h e parabolennoù; met me a gomzo deoc'h freals eus an Tad.
26到那日,你们要奉我的名祈求;我并不对你们说,我要为你们求父。
26En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,
27父自己爱你们;因为你们已经爱我,又信我是从父出来的。
27rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue.
28我从父出来,到了世界;我又离开世界,往父那里去。」
28Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad.
29门徒说:「如今你是明说,并不用比喻了。
29E ziskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez freals, ha ne lavarez parabolenn ebet.
30现在我们晓得你凡事都知道,也不用人问你,因此我们信你是从 神出来的。」
30Bremañ, ni a oar ec'h anavezez an holl draoù, ha ne'c'h eus ket ezhomm e c'houlennfe den netra ouzhit; abalamour da-se eo e kredomp out deuet eus Doue.
31耶稣说:「现在你们信吗?
31Jezuz a respontas dezho: C'hwi a gred bremañ?
32看哪,时候将到,且是已经到了,你们要分散,各归自己的地方去,留下我独自一人;其实我不是独自一人,因为有父与我同在。
32Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin.
33我将这些事告诉你们,是要叫你们在我里面有平安。在世上,你们有苦难;但你们可以放心,我已经胜了世界。」
33Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.