约翰福音 3
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1有一个法利赛人,名叫 尼哥德慕 ,是 犹太 人的官。
1Bez' e oa un den, e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien.
2这人夜里来见耶稣,说:「拉比,我们知道你是由 神那里来作师傅的;因为你所行的神迹,若没有 神同在,无人能行。」
2Hemañ a zeuas, e-pad an noz, da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet Doue a vefe gantañ.
3耶稣回答说:「我实实在在地告诉你,人若不重生,就不能见 神的国。」
3Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den a-nevez, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue.
4尼哥德慕 说:「人已经老了,如何能重生呢?岂能再进母腹生出来吗?」
4Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag eñ a c'hell distreiñ e kof e vamm, ha bezañ ganet un eil gwech?
5耶稣说:「我实实在在地告诉你,人若不是从水和 圣 灵生的,就不能进 神的国。
5Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue.
6从肉身生的就是肉身;从灵生的就是灵。
6Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig, a zo kig, hag ar pezh a zo ganet eus ar Spered, a zo spered.
7我说:『你们必须重生』,你不要以为希奇。
7Na vez ket souezhet eus ar pezh am eus lavaret dit: Ret eo ma viot ganet a-nevez.
8风随着意思吹,你听见风的响声,却不晓得从哪里来,往哪里去;凡从 圣 灵生的,也是如此。」
8An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz; met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu, na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.
9尼哥德慕 问他说:「怎能有这事呢?」
9Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober?
10耶稣回答说:「你是 以色列 人的先生,还不明白这事吗?
10Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?
11我实实在在地告诉你,我们所说的是我们知道的;我们所见证的是我们见过的;你们却不领受我们的见证。
11E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: ni a lavar ar pezh a ouzomp, hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, met ne zegemerit ket hon testeni.
12我对你们说地上的事,你们尚且不信,若说天上的事,如何能信呢?
12Ma ne gredit ket pa em eus komzet deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel?
13除了从天降下、仍旧在天的人子,没有人升过天。
13Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den [a zo en neñv].
14摩西 在旷野怎样举蛇,人子也必照样被举起来,
14Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,
15叫一切信他的都得永生。
15evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred ennañ, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus.
16「 神爱世人,甚至将他的独生子赐给 他们 ,叫一切信他的,不致灭亡,反得永生。
16Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.
17因为 神差他的儿子降世,不是要定世人的罪,乃是要叫世人因他得救。
17Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
18信他的人,不被定罪;不信的人,罪已经定了,因为他不信 神独生子的名。
18An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.
19光来到世间,世人因自己的行为是恶的,不爱光,倒爱黑暗,定他们的罪就是在此。
19Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
20凡作恶的便恨光,并不来就光,恐怕他的行为受责备。
20Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn, ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.
21但行真理的必来就光,要显明他所行的是靠 神而行。」
21Met an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo disklêriet e oberoù, abalamour int graet e Doue.
22这事以后,耶稣和门徒到了 犹太 地,在那里居住,施洗。
22Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien war douar Judea, hag eno e chomas ganto hag e vadeze.
23约翰 在靠近 撒冷 的 哀嫩 也施洗;因为那里水多,众人都去受洗。(
23Yann a vadeze ivez e Enon, tost ouzh Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez aed di evit bezañ badezet,
24那时 约翰 还没有下在监里。)
24rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon.
25约翰 的门徒和一个 犹太 人辩论洁净的礼,
25Bez' e voe un tamall etre diskibien Yann hag ar Yuzevien, diwar-benn ar c'hlanidigezh.
26就来见 约翰 ,说:「拉比,从前同你在 约旦河 外、你所见证的那位,现在施洗,众人都往他那里去了。」
26Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout.
27约翰 说:「若不是从天上赐的,人就不能得什么。
27Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv.
28我曾说:『我不是基督,是奉差遣在他前面的』,你们自己可以给我作见证。
28C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ.
29娶新妇的就是新郎;新郎的朋友站着,听见新郎的声音就甚喜乐。故此,我这喜乐满足了。
29An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo.
30他必兴旺,我必衰微。」
30Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat.
31「从天上来的是在万有之上;从地上来的是属乎地,他所说的也是属乎地。从天上来的是在万有之上。
31An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl;
32他将所见所闻的见证出来,只是没有人领受他的见证。
32reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni.
33那领受他见证的,就印上印,证明 神是真的。
33An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion.
34神所差来的就说 神的话,因为 神赐 圣 灵 给他 是没有限量的。
34Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
35父爱子,已将万有交在他手里。
35An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.
36信子的人有永生;不信子的人得不着 永 生, 神的震怒常在他身上。」
36An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.