约翰福音 14
Chinese Union Version, punctuated (Simplified)
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
1「你们心里不要忧愁;你们信 神,也当信我。
1Na vezent ket trubuilhet ho kalonoù. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.
2在我父的家里有许多住处;若是没有,我就早已告诉你们了。我去原是为你们预备地方去。
2Bez' ez eus meur a chomaj e ti va Zad; ma ne vije ket, me am bije e lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h.
3我若去为你们预备了地方,就必再来接你们到我那里去,我在哪里,叫你们也在那里。
3Ha pa vin aet, ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit ma viot c'hwi ivez el lec'h m'emaon.
4我往哪里去,你们知道;那条路,你们也知道。」
4Ha c'hwi a oar pelec'h ez an, hag ec'h ouzoc'h an hent.
5多马 对他说:「主啊,我们不知道你往哪里去,怎么知道那条路呢?」
5Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent?
6耶稣说:「我就是道路、真理、生命;若不借着我,没有人能到父那里去。
6Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.
7你们若认识我,也就认识我的父。从今以后,你们认识他,并且已经看见他。」
7Mar ho pije va anavezet, ho pije anavezet va Zad; hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ, hag hoc'h eus e welet.
8腓力 对他说:「求主将父显给我们看,我们就知足了。」
8Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad, hag eo a-walc'h deomp.
9耶稣对他说:「 腓力 ,我与你们同在这样长久,你还不认识我吗?人看见了我,就是看见了父;你怎么说『将父显给我们看』呢?
9Jezuz a lavaras dezhañ: Keit all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha te ne'c'h eus ket va anavezet! Filip, an hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos eta e lavarez: Diskouez deomp an Tad?
10我在父里面,父在我里面,你不信吗?我对你们所说的话,不是凭着自己说的,乃是住在我里面的父做他自己的事。
10Ha ne gredez ket on-me en Tad, hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan; met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù a ran.
11你们当信我,我在父里面,父在我里面;即或不信,也当因我所做的事信我。
11Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad, hag emañ an Tad ennon; pe kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se memes.
12我实实在在地告诉你们,我所做的事,信我的人也要做,并且要做比这更大的事,因为我往父那里去。
12E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: An hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h c'hoazh eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad.
13你们奉我的名无论求什么,我必成就,叫父因儿子得荣耀。
13Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.
14你们若奉我的名求什么,我必成就。」
14Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ.
15「你们若爱我,就必遵守我的命令。
15Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù.
16我要求父,父就另外赐给你们一位保惠师,叫他永远与你们同在,
16Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h,
17就是真理的 圣 灵,乃世人不能接受的;因为不见他,也不认识他。你们却认识他,因他常与你们同在,也要在你们里面。
17ar Spered a wirionez, na c'hell ket ar bed degemer anezhañ, dre na wel ket anezhañ, ha n'anavez ket anezhañ; met c'hwi a anavez anezhañ, abalamour ma chom ganeoc'h, ha ma vo ennoc'h.
18我不撇下你们为孤儿,我必到你们这里来。
18Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded; dont a rin d'ho kavout.
19还有不多的时候,世人不再看见我,你们却看见我;因为我活着,你们也要活着。
19C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez.
20到那日,你们就知道我在父里面,你们在我里面,我也在你们里面。
20En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h.
21有了我的命令又遵守的,这人就是爱我的;爱我的必蒙我父爱他,我也要爱他,并且要向他显现。」
21An hini en deus va gourc'hemennoù, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezhañ.
22犹大 (不是 加略 人 犹大 )问耶稣说:「主啊,为什么要向我们显现,不向世人显现呢?」
22Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed?
23耶稣回答说:「人若爱我,就必遵守我的道;我父也必爱他,并且我们要到他那里去,与他同住。
23Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ.
24不爱我的人就不遵守我的道。你们所听见的道不是我的,乃是差我来之父的道。
24An hini na gar ket ac'hanon, ne vir ket va gerioù; hag ar ger hoc'h eus klevet n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset.
25「我还与你们同住的时候,已将这些话对你们说了。
25Lavarout a ran deoc'h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc'h.
26但保惠师,就是父因我的名所要差来的圣灵,他要将一切的事指教你们,并且要叫你们想起我对你们所说的一切话。
26Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù, hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h.
27我留下平安给你们;我将我的平安赐给你们。我所赐的,不像世人所赐的。你们心里不要忧愁,也不要胆怯。
27Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet.
28你们听见我对你们说了,我去还要到你们这里来。你们若爱我,因我到父那里去,就必喜乐,因为父是比我大的。
28Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon.
29现在事情还没有成就,我预先告诉你们,叫你们到事情成就的时候就可以信。
29Ha me am eus e lavaret deoc'h bremañ, a-raok ma erruo an dra, evit pa vo erruet, e kredot.
30以后我不再和你们多说话,因为这世界的王将到。他在我里面是毫无所有;
30Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu; ha n'en deus netra ennon.
31但要叫世人知道我爱父,并且父怎样吩咐我,我就怎样行。起来,我们走吧!」
31Met evit ma'c'h anavezo ar bed penaos e karan va Zad, ha penaos e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit ha deomp ac'hann.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.