Luc 14
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Freedom Bible (フリーダム・バイブル)
1Un deiz sabad, Jezuz a oa aet e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ; ar farizianed a selle outañ.
1安息日に、イエスが食事をするためパリサイ人の指導者の家に入ると、人々はイエスを見張っていた。
2Un den dourgoeñvet a oa dirazañ.
2見よ、イエスの前に水腫を患う人がいた。
3Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat deiz ar sabad?
3イエスは律法の専門家たちとパリサイ人たちに言った。 「安息日に癒やすことは許されているか。」
4Int a davas. Neuze, o kemer an hini klañv, en yac'haas hag en kasas kuit.
4彼らは黙っていた。 イエスはその人を抱き、癒やして帰した。
5Goude-se, e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e vab pe e ejen en ur puñs, na dennfe ket anezhañ er-maez kerkent, deiz ar sabad?
5そして彼らに言った。 「あなたがたのうち、息子 や牛が井戸に落ちたら、安息日でもすぐに引き上げない者がいるだろうか。」
6Ha ne c'helljont ket respont dezhañ war gement-se.
6彼らはこれに答えることができなかった。
7Lavarout a reas ivez d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent al lec'hioù kentañ; hag e lavaras dezho:
7イエスは招かれた人々が上席を選ぶ様子を見て、たとえを語った。
8Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout,
8「婚礼の宴に招かれた時、上席についてはならない。あなたより身分の高い人が招かれているかもしれない。
9hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ, hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ.
9二人を招いた人が来て、『この方に席を譲ってください』と言えば、あなたは恥をかきながら末席につくことになる。
10Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Va mignon, pign uheloc'h. Neuze, kement-se a roio enor dit dirak ar re a vo ouzh taol ganit.
10招かれたら末席に座りなさい。そうすれば、招いた人が来て、『友よ、もっと上の席へどうぞ』と言ってくれる。その時、同席するすべての人の前で誉れを受ける。
11Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
11自分を高くする者は皆低くされ、自分を低くする者は高くされるからである。」
12Hag e lavaras d'an hini en devoa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro, ha na rafent dit ar memes tra.
12また招いた人にも言った。 「昼食や夕食を設ける時、友人、兄弟、親族、裕福な隣人を呼んではならない。彼らもあなたを招き返し、返礼するかもしれないからである。
13Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall.
13宴会を開く時は、貧しい人、手足を損なった人、足の不自由な人、目の見えない人を招きなさい。
14Hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit, rak te az po ar pae en adsavidigezh ar re reizh.
14そうすれば幸いである。彼らには返礼する力がないからである。義人の復活の時に、あなたは報いを受ける。」
15Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
15同席していた一人がこれを聞いて言った。「神の王国で食事をする人は幸いです。」
16Jezuz a lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras, hag a bedas dezhi kalz a dud;
16イエスは言った。 「ある人が盛大な夕食を設け、大勢を招いた。
17da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest.
17夕食の時刻にしもべを遣わし、招いていた人々に、『来てください。もうすべて整いました』と言わせた。
18Hag en em lakajont holl, a-unan, da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar, ha ret eo din mont da welout anezhañ; da bediñ a ran da'm digareziñ.
18すると皆が一様に断り始めた。 「最初の人は言った。『畑を買ったので、見に行かなければなりません。どうかご容赦ください。』
19Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened, hag ez an da welout hag int a zo mat; da bediñ a ran da'm digareziñ.
19「別の人は言った。『牛を五くびき買ったので、試しに行くところです。どうかご容赦ください。』
20Hag unan all a lavaras: Ur wreg am eus kemeret, dre-se ne c'hellan ket mont.
20「また別の人は言った。『妻を迎えたので、行けません。』
21Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re dall hag ar re gamm.
21「しもべは帰って来て、主人にこれらのことを報告した。家の主人は怒り、しもべに言った。『急いで町の大通りや路地へ出て行き、貧しい人、手足の不自由な人、目の見えない人、足の不自由な人をここへ連れて来なさい。』
22Goude, ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh.
22「しもべは言った。『ご主人様、ご命令どおりにしましたが、まだ席があります。』
23Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
23「主人はしもべに言った。『街道や垣根の所へ出て行き、人々を促して入らせ、私の家をいっぱいにしなさい。
24Rak lavarout a ran deoc'h, hini ebet eus ar re a zo pedet ne dañvaio eus va c'hoan.
24あなたがたに言う。初めに招かれた者は一人も、私の夕食を味わうことがない。招かれる者は多いが、選ばれる者は少ないからである。 』」
25Evel ma yae ul lod bras a dud gant Jezuz, e tistroas etrezek enno, hag e lavaras dezho:
25大勢の群衆がイエスとともに歩いていた。イエスは振り向いて彼らに言った。
26Mar deu unan bennak da'm c'havout, ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
26「私のもとに来る者が、自分の父、母、妻、子ども、兄弟、姉妹、さらに自分の命さえ後回しに しないなら、私の弟子になることはできない。
27Ha piv bennak ne zougo ket e groaz, ha ne heulio ket ac'hanon, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
27自分の十字架を負って私について来ない者は、私の弟子になることができない。
28Rak piv ac'hanoc'h, o c'hoantaat sevel un tour, ne azez ket da gentañ, ne ra ket ar gont eus an dispign evit gwelout hag eñ en deus peadra d'e echuiñ,
28塔を建てようとする時、まず座って費用を計算し、完成させるだけのものがあるか確かめない人がいるだろうか。
29gant aon, goude bezañ lakaet an diazez, na c'hellfe ket e echuiñ, ha na zeufe an holl re en gwelje d'ober goap anezhañ,
29土台を据えても完成できなければ、見る人は皆、その人をあざ笑い始め、
30ha da lavarout: An den-mañ a zo en em lakaet da sevel un tour, ha n'en deus ket gallet e echuiñ!
30『この人は建て始めたが、完成できなかった』と言うだろう。
31Pe, piv eo ar roue, o vont en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ, ha n'en em c'houlenn ket e-unan hag eñ a c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil?
31また、別の王と戦おうとする王は、まず座って、一万人で二万人を率いて向かって来る相手に立ち向かえるか考えるではないか。
32Anez, pa emañ c'hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h.
32できなければ、相手がまだ遠くにいる間に使者を送り、和平の条件を求める。
33Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h ivez na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ diskibl din.
33同じように、自分の持つすべてを捨てない者は、私の弟子になることができない。
34Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezhañ?
34「塩は良いものだ。しかし塩が味を失えば、何によって味をつけるのか。
35N'eo mat, nag evit an douar, nag evit an teil; e deurel a reer er-maez. Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.
35土地にも肥料の山にも役立たず、外へ投げ捨てられる。聞く耳のある者は聞きなさい。」
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.